Accueil  -  Sizunvez kenta an Azvent (B)

Sizunvez kenta an Azvent (B)

Euz an 3 a viz Du d’an 9 a viz Kerzu 2023

Sul kenta an Azvent (B)

Mk 13, 33-37 (B)

Komz a ree Jezuz gand e ziskibien euz e zistro :

33 « Diwalit ! Bezit war evez ha pedit ! Rag n’ouzoh ket pegoulz e vo ar mare.

34 « Heñvel eo kement-se ouz eun dén o vond da veaji. Lezet e-neus e di, roet karg d’e zervicherien, ha labour da bep hini, ha gourhemennet d’ar porzier beza war evez.

35 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da vare e tistroio mestr an ti, pe da hanter-noz, pe da gan ar hillog, pe diouz ar mintin. 36 Gand aon na zigouezfe a-greiz pep kreiz, ha ne gavfe ahanoh kousket.

37 « Ar pez a lavaran deoh, a lavaran d’an oll : bezit war evez ! »

Lun

Mz 8, 5-11

5 O veza ma oa Jezuz o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas eun ofiser d’e gaoud, hag e reas outañ ar bedenn-mañ :

6 — « Aotrou, ema va zervicher war e wele, em zi, seizet e izili, ha diwaska a ra poaniou kriz ».

7 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Mond a rin hag e parein anezañ ».

8 Respont a reas an ofiser :

— « Aotrou, n’on ket dîn e teufeh em zi, med lavarit eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher. 9 Rag dindan galloud tud all ez on-me, hag ez eus soudarded dindannon, hag e lavaran da unan mond, hag ez a, da unan all, dond, hag e teu, d’am zervicher, ober an dra-mañ-dra, hag e ra ».

10 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz, hag e lavaras d’ar re a oa ouz e heul :

— « E gwirionez, e lavaran deoh, n’em-eus ket kavet eur seurt feiz e Bro-Izrael, 11 ha lavared a ran deoh e teuio kalz a zud euz ar Zao-Heol, hag euz ar Huz-Heol, hag a gemero plas ouz taol gand Abraham, Izaag ha Jakob e Rouantèlèz Doue ».

Meurz

Lk 10, 21-24

21 D’an ampoent, e tridas kalon Jezuz gand al levenez er Spered-Santel, hag e lavaras :

— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, a zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.

22 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».

23 O trei neuze war-zu e ziskibien, e lavaras dezo en o fart-o-unan :

— « Eüruz an daoulagad a wél ar péz a welit. 24 Rag lavared a ran deoh : Stank eo bet ar brofeted hag ar rouaned o-deus bet c’hoant gweled kement a welit-c’hwi, ha n’o-deus ket gwelet, kleved kement a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».

Merher

Mz 15, 29-37

29 Dond a reaz Jezuz war vord mor Galilea. Sevel a reas war ar menez, hag eno eh azezas.

30 Tostaad a reas outañ e-leiz a dud, en o zouez tud kamm, tud dall, tud mahagnet, tud mud ha kalz re all. Lakeet e oent e-harz treid Jezuz, hag e oent pareet gantañ. 31 Neuze, o weled re vud o komz, re gamm o vale, re zall deuet da weled sklêr, re vahagnet pare, e oa an dud estlammet. Hag e rentjont gloar da Zoue Izrael. 32 Gervel a reas Jezuz e ziskibien, ha lavared dezo :

— « Truez am-eus ouz an dud-se, rag abaoe bremañ tri devez emaint ouz va heul, ha n’o-deus netra da zrebi. N’em-eus ket c’hoant kas anezo kuit war yun, gand aon na zeufent da zempla en hent ».

33 Lavared a reas an diskibien dezañ :

— « E peleh e kavim, en eur dezert, tra-walh a vara da derri o naon da gement-se a dud ? »

34 Goulenn a reas Jezuz outo :

— « Péd baraenn zo ganeoh ? »

— « Seiz, emezo, hag eun nebeud peskedigou ».

35 Gourhemenn a reas d’an dud neuze azeza war an douar. 36 Kemer a reas ar zeiz baraenn hag ar pesked, ober eur bedenn a drugarez, terri ar baraennou, rei anezo d’e ziskibien, hag an diskibien d’an dud.

37 Drebi a reas an oll, hag o gwalh o-doa bet. Dastumet e oe an tammou chomet en dilerh : peadra da garga seiz panerad.

Yaou

Mz 7, 21.24-27

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

21 « N’eo ket kement hini a lavar din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo a yelo e Rouantèlèz an neñvou, med an hini a ra bolontez va Zad a zo en neñvou.

24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant vad, savet ti gantañ war ar garreg. 25 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar froudou, c’hwezet o-deus an aveliou war an ti gand fulor. N’eo ket pilet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.

26 « Bez’ ez eo an dén a zelaou va homzou, hép senti outo, heñvel ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar froudou, savet eo an aveliou ha c’hwezet o-deus war an ti gand fulor. Kouezet eo en e boull, ha dizahet a-béz ».

Gwener 8 a viz Kerzu,
Gouel meur ar Werhez krouet dinamm

Lk 1, 26-38

26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun dén anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.

28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :

— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».

29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.

30 Lavared a reas an êl dezi :

— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e vezi mamm d’eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».

34 Lavared a reas Mari d’an êl :

— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir ne anavezan gwaz e-béd ? »

35 Respont a reas an êl dezi :

— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab Doue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar «vaouez dizeh», setu ema gand he c’hwehved miz 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »

38 Lavared a reas Mari neuze :

— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».

Hag ez eas an êl kuit diouti.

Sadorn

Mz 9, 35 – 10, 1.6-8

35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn er zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.

36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel dañvadezed hep pastor.

37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :

— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».

10. 1 Gelver a reas neuze, e zaouzeg diskib, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou, evid kas kuit anezo, ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.

6 « It kentoh, emezañ, war-zu an dañvadezed dianket euz pobl Izrael.

7 « Dre ma’z eot gand ho hent, roit da anaoud eo tostig-tost Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, roit ar vuhez d’ar re varo, glannait an dud lor, kasit kuit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra : roit evid netra ».