Accueil  -  Naved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Naved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (A)

Euz an 22 d’an 28 a viz Here 2023

Naved sul warn-ugent war ar bloaz (A)

Mz 22, 15-21 (A)

15 En em gleved a reas ar Farizianed kenetrezo evid tapoud Jezuz dre e gomzou. 16 Kas a rejont dezañ diskibien dezo, hag asamblez ganto tud euz kostezenn Herodez.

— « Mestr, emezo da Jezuz, gouzoud a reom : Bez ez out gwirion atao, hag e kelennez hent Doue gand lealded ; ne rez van ouz dén, rag ne zellez ket ouz an dud hervez ar péz a zeblantont beza. 17 Lavar deom eta : Daoust hag aotre zo, pe get, da baea talllou da Zezar an impalaer ? »

18 O weled o fallagriez, e respontas Jezuz :

— « Tud faoz ma ’z oh, perag e klaskit paka ahanon ? 19 Diskouezit din péziou moneiz an taillou ».

Diskouez a rejont dezañ eun diner. 20 Ha Jezuz da lavared dezo :

— « Euz piou eo ar skeudenn hag al lizerennou ? »

21 — « Skeudenn Sezar », emezo.

Neuze, e respontas Jezuz dezo :

— « Rentit eta da Zezar kement a zo da Zezar, ha da Zoue kement a zo da Zoue ».

Lun

Lk 12, 13-21

13 A-douez ar bobl, e lavaras eun dén da Jezuz :

— « Mestr, lavar d’am breur rei din va lod euz on heritaj ».

14 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Va dén ! Piou e-neus lakeet ahanon da varner warnoh, pe da reñka ho heritaj ? » 15 Hag e lavaras d’an oll : « Diwallit ouz pep c’hoantègèz direiz : talvoudègèz buhez eun dén, ha pa vefe pinvidig, ne zeu ket euz e vadou ».

16 Hag e kontas dezo ar barabolenn-mañ :

17 — « Bez’ e oa eun dén pinvidig. Gounidou braz e-noa greet gand e diègèz, hag e soñje ennañ e-unan : « Petra a rin, pa n’am-eus ket a blas da lakaad va eost ?

18 « Setu, emezañ, petra a rin : diskar va solierou ha sevel re all frankoh, hag e tastumin enno va éd ha kement am-eus. 19 Neuze e lavarin din-me va-unan : Setu ahanout gand madou braz dit evid kalz a vloaveziou. Dit diskuiza, debri, eva, ebati ».

20 « Med lavared a reas Doue dezañ : « Diskiant ma ’z out ! En noz-mañ, end-eün, e vo goulennet da ene diganit. Hag ar péz az-peus berniet, da biou e vo ? »

21 « Evel-se ema kont gand an hini a zastum madou evitañ e-unan, e-leh sevel da binvidig dirag Doue ».

Meurz

Lk 12, 35-38

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

35 « Chomit en ho kwiskamant-servij, ho kouriz en-dro d’ho kroazlez, hag ho lampou war-elum. 36 Bezit heñvel ouz tud o hortoz o mestr pa zistroio euz an eured, evid digeri dezañ kerkent ha ma tigouezo, ha ma skoio war an nor. 37 Eüruz ar zervicherien a vo kavet dihun gand o mestr pa zistroio. E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio e houriz, hag ober dezo azeza ouz taol ; hag e vezint servichet gantañ an eil goude egile.

38 « Ma teu dezañ distrei war-dro hanternoz, pe deir eur diouz ar mintin, ha ma kav anezo evel-se : eüruz an dud-se ! »

Merher

Lk 12, 39-48

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

39 « Gouzoud a rit er-vad : ma ouezfe mestr an ti da béd eur e teuio al laer, ne laoskfe ket toulla moger e di.

40 « C’hwi ive, bezit prést : d’an eur na gav ket deoh, eo e teuio Mab an Dén ».

41 Neuze e lavaras Pèr :

— « Aotrou, evidom-ni eo e lavarez ar barabolenn-ze, pe evid an oll ?

42 Respont a reas an Aotrou :

— « Pehini eo ar merour féal ha fur a vo lakeet gand e vestr e penn e zervicherien, evid rei da bep hini, er poent, e lod gwiniz ? 43 Eüruz ar zervicher-ze a vo kavet gand e vestr oh ober evel-se, pa zistroio. 44 E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio anezañ da vestr war e oll vadou.

45 « Med, ma lavar ar zervicher-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr da zond », ha ma stag da skei gand ar vevelien hag ar mitizien, da zebri, da eva, ha d’en em vezvi, 46 neuze, pa zigouezo ar mestr d’an devez n’ema ket e zervicher o hortoz, ha d’an eur ne oar ket, e kaso anezañ diwar e dro, hag e vo lakeet gantañ e-touez an dud difeiz.

47 « Paka a raio kalz taoliou ar zervicher, hag a anavez bolontez e vestr, ha n’e-neus aozet netra, na greet hervez e volontez.

48 « Med an hini ne anaveze ket e volontez, hag e-neus meritet kaoud taoliou, hennez ne bako nemed nebeud.

Goulennet e vo kalz digand an hini ez eus bet roet kalz dezañ ; goulennet e vo muioh digand an hini ez eus bet fiziet kalz ennañ ».

Yaou

Lk 12, 49-53

Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

49 « Deuet on da zigas tan war an douar, ha pegement e karfen e vefe krog a-benn bremañ !

50 « Bez’ ez eus eur vadeziant hag am-eus da reseo, ha pegen enkrezet on beteg ma vo kaset kement-se da benn.

51 « Ha kavoud a ra deoh ez on deuet da lakaad ar peoh war an douar ? N’eo ket, a lavaran deoh, med kentoh an dizunvaniez. 52 Rag diwar-vremañ, en eun tiad a bemp dén e vo dizunvaniez etrezo : tri a-eneb daou, ha daou a-eneb tri ; 53 disparti a vo : an tad a-eneb e vab, ar mab a-eneb e dad, ar vamm a-eneb he merh, ar verh a-eneb he mamm ; ar vamm-gaer a-eneb he merh-kaer, ar verh-kaer a-eneb he mamm-gaer ».

Gwener

Lk 12, 54-59

54 Lavared a ree Jezuz d’an dud :

— « Pa welit eur goumoulenn o sevel diouz tu ar huz-heol, e lavarit kerkent : « Ema ar glao o tond », hag e ra glao neuze.

55 « Ha pa welit an avel o c’houeza diouz tu ar hreizteiz, e lavarit : « Tomm-bah e vo », ar péz a hoarvez.

56 « Sperejou faoz a zo ahanoh ! Gouest oh da anavezoud an amzer diouz doareou an douar hag an oabl. Hag an amzer a-vremañ, penaoz n’oh ket gouest da anavezoud anezi ?

57 « Ha perag ne vuzuliit ket ive, drezoh-c’hwi hoh-unan, ar péz a zo just ? 58 Evel-se, pa ’z ez gand da enebour da gaoud an dén a lezenn, klask an tu, en eur ober hent, d’en em gleved gantañ, gand aon na vefes sachet gantañ dirag ar barner, ha lakeet etre daouarn ar gward, ha taolet er prizon gand hemañ.

59 « Lavared a ran dit : Ne ’z i ket er mêz ahano, ken n’ez-po paeet beteg ar gwenneg diweza ».

Sadorn 28 a viz Here
Sant Simon ha sant Jud, ebestel. Gouel

Lk 6, 12-19

12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez evid pedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.

13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.

17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ o rei dezo oll ar pare.