Euz an 8 d’ar 14 a viz Here 2023
Lavared a ree Jezuz d’ar Veleien-Vraz ha da Re Goz ar Bobl :
33 « Selaouit ar barabolenn-mañ :
« Planta eur winïeg a reas eur penn-tiègèz. Lakaad a reas eur harz en-dro dezi, kleuza enni eur presouar, ha sevel eun tour. Goude-ze, e roas anezi diouz feurm da winierien, hag ez eas da veaji.
34 « Pa zeuas ar mare da gutuill ar rezin, e kasas servicherien d’e winierien evid kaoud diganto frouez ar winieg. 35 Med kregi a reas ar re-mañ en e zervicherien, skei gand unan, laza unan all, ha stlapa mein ouz an trede.
36 « Kas a reas ar penn-tiegez servicherien all c’hoaz, niverusoh eged ar re genta. Ha d’ar re-mañ, e rejont kemend-all.
37 A-benn ar fin, e kasas dezo e vab, en eur lavared :
— « Doujañs o-do ouz va mab ».
38 « Med o weled ar mab, e lavaras ar winierien kenetrezo :
— « An heritour eo hemañ. Deom dehi ! Lazom anezañ, hag e vo an heritaj deom-ni ».
39 « Paka krog a rejont ennañ, taoler anezañ er-mêz euz ar winieg ha laza anezañ.
40 « Ahanta ! Pa zeuio mestr ar winieg, petra a raio d’ar winierien-ze ? »
41 Respont a rejont :
— « Kas a raio an dud fallagr-se d’eur maro kriz ; hag e roio ar winieg diouz feurm da winierien all, ma roio ar re-mañ dezañ ar frouez en o amzer ».
42 Ha Jezuz respont dezo :
— « N’ho-peus ket lennet biskoaz er Skrituriou ?
Deuet eo ar mên taolet kuit gand ar re a zave ti,
da veza ar mên-korn :
Kement-se eo labour an Aotrou,
hag eun dra vurzuduz eo evidom !
43 Abalamour da-ze, e lavaran deoh : tennet e vo diganeoh Rouantèlèz Doue, evid beza fiziet en eur bobl hag a raio dezi taoler frouez ».
25 O klask lakaad Jezuz da veza nehet, e lavaras dezañ eun doktor war al Lezenn :
— « Mestr, petra ’m-eus da ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz ? »
26 Goulenn a reas Jezuz outañ :
— « Al Lezenn, petra zo skrivet enni ? Petra a lennez enni ? »
27 Respont a reas egile :
— « Kared a ri an Aotrou da Zoue a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll nerz, ha da oll spered, ha da nesa eveldout-te da unan ».
28 — « Mad ez-peus respontet, eme Jezuz dezañ, gra kement-se, hag e vevi ».
29 Hemañ a-vad, o klask derhel penn, a lavaras da Jezuz :
— « Ha piou eo va nesa ? »
30 Ha Jezuz da lavared :
— « Bez’ e oa eun dén o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko. Koueza a reas etre daouarn laeron : lemel a reas ar re-man digantañ kement e-noa, gwall-gas anezañ ha mond kuit o laosker anezañ hanter-varo.
31 « C’hoarvezoud a reas gand eur beleg diskenn dre ar memez hent ; gweled a reas an dén hag e tremenas dre an tu-all d’an hent. 32 Evel-se ive, e tigouezas eur levïad eno ; gweled a reas anezañ, hag e tremenas dre an tu-all.
33 « Med eur Samaritan, o veaji, en em gavas gand an dén ; gweled a reas anezañ hag e oe gounezet gand an druez. 34 Tostaad a reas da liena dezañ e houliou, en eur skuill warno eoul ha gwin. Goude-ze, e lakeas anezañ war gein e loen, ha kas anezañ gantañ d’eun ostaleri ; hag eno eh ententas outañ.
35 « An deiz war-lerh, e tennas daou béz-arhant euz e yalh da rei d’an ostiz, en eur lavared : Entent mad outañ, ha ma vez brasoh ar mizou, e paein dit pa vezin distro.
36 « Pehini euz an tri dén-ze, a gav dit, a zo bet nesa d’an dén kouezet etre daouarn al laeron ? »
37 Respont a reas an doktor war al Lezenn :
— « An hini a zo bet trugarezuz en e-geñver ».
— « Kee, eme Jezuz, ha te ive, gra evel-se ».
38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.
39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :
— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».
41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :
— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».
1 Eun devez, e oa Jezuz o pedi, en eul leh bennag. Pa oe echu gantañ e bedenn, e lavaras dezañ unan euz e ziskibien :
— « Aotrou, desk deom pedi, evel m’e-neus Yann-Vadezour e-unan desket d’e ziskibien ».
2 Lavared a reas Jezuz dezo :
« – Pa vezot o pedi, lavarit :
« Tad, da ano bezet santelleet,
« Da Rouantèlèz deuet deom.
3 « Ro deom ar bara on-eus ezomm bemdez.
4 « Pardon deom or pehejou, rag on-unan e pardonom da gement-hini e-neus greet gaou ouzom.
« Ha mir ouzom da goueza en tentadur ».
5 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « Lakom e-nefe unan bennag ahanoh, eur mignon hag a zeufe d’e gaoud e-kreiz an noz da lavared dezañ : « Va mignon, prest din teir varaenn, 6 rag eur mignon din o veaji, a zo digouezet du-mañ, ha n’em-eus netra da ginnig dezañ ». 7 Ha ma respont egile euz diabarz an ti : « Laosk ahanon e peoh. Prennet eo bremañ an nor ; va bugale, koulz ha me, zo eet da gousked. Ne hellan ket sevel da rei eun dra bennag dit ». 8 Mad ! Lavared a ran deoh : goude ma ne zavje ket da rei dezañ e houlenn abalamour ma ’z eo e vignon, e savo koulskoude dre forz beza tregaset gantañ, hag e roio dezañ kement e-neus ezomm.
9 « Lavared a ran deoh : Goulennit, hag e vo roet deoh ; klaskit, hag e kavot ; skoit, hag e vo digoret deoh. 10 Rag an neb a houlenn, a reseo ; an neb a glask, a gav ; d’an neb a sko, e vez digoret dezañ.
11 « Peseurt tad, en ho-touez, ma teu e vab da houlenn eur pésk digantañ, a rofe dezañ eun naer e leh eur pésk ? 12 Ha ma houlenn eur vi, daoust hag e rofe dezañ eur grug ?
13 « Rag-se ’ta, ma ouezit c’hwi, daoust d’ar fall ma ’z oh, rei traou mad d’ho pugale, na pegement muioh ne roio ket an Tad euz an Neñv ar Spered-Santel d’ar re a houlenno digantañ ».
O veza m’ e-noa Jezuz kaset kuit eun diaoul, 15 e lavaras darn euz an dud :
— « Dre Veelzeboul, priñs an droug-sperejou, eo e kas kuit an diaoulou ».
16 Evid amproui Jezuz, e houlenne reou all digantañ eur zîn euz an neñv.
17 Med oh anavezoud o zoñjou, e lavaras Jezuz dezo :
— « Mond a ra da goll kement rouantèlèz a zo dizunaniez enni heh-unan, hag enni e tizah an tiez an eil war egile. 18 Mard eo Satan ive disrannet dioutañ e-unan, penaoz e chomo e rouantèlèz en he-zav, pa lavarit eo dre Veelzeboul e kasan kuit an droug-sperejou ? 19 Ha mard eo dre Veelzeboul eo e kasan-me kuit an droug-sperejou, dre biou e kas kuit anezo ho tiskibien-c’hwi ? Rag-se, e vezo ar re-mañ o-unan ho parnerien.
20 « Mard eo a-vad, dre halloud Doue eo e kasan kuit an droug-sperejou, neuze eo deuet Rouantèlèz Doue beteg ennoh.
21 « Pa vez eun den kreñv, gand e armou, o tiwall e di, e vez e beadra e surentez. 22 Med ma tigouez unan all kreñvoh egetañ, o kaoud an treh warnañ, e lamo digantañ e armou a oa e fiziañs enno, hag e lodenno e breiz.
23 « An hini n’ema ket a-du ganin, a zo a-eneb din, hag an hini ne zastum ket ganin, stlabeza eo a ra ».
24 « Pa vez eet ar spered hudur er-mêz euz eun dén, e red dre lehiou dizeh, o klask diskuiz, ha ne gav ket. Neuze, e lavar ennañ e-unan : « Distrei a rin d’am zi, an hini am-eus kuiteet ».
25 « Ha pa zigouez, e kav an ti skubet ha kempennet. 26 Neuze ez a kuit, hag e kemer gantañ sperejou all, falloh c’hoaz egetañ, seiz anezo ; hag e teuont da jom eno. Evel-se, gwasoh eo stad diweza an dén-ze eged an hini kenta ».
27 Pa oa Jezuz o komz, e savas eur vaouez he mouez a-douez an dud da lavared dezañ :
— « Eüruz ar vamm he-deus douget ahanout enni, hag out bet maget gand he lêz ! »
28 Neuze e lavaras Jezuz dezi :
— « Eüruz kentoh ar re a zelaou komz Doue, hag a vir anezi ».