Euz an 10 d’ar 16 a viz Gwengolo 2023
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
15 « Ma teu da vreur dit da vankoud en da geñver, kee da rebech dezañ, etrezoh ho taou, te hag eñ hepkén. Ma selaou ahanout, ez-po gounezet da vreur. 16 Ma ne zelaou ket ahanout, kemer c’hoaz ganit eun dén all pe zaou, evid ma vo reñket an afer, war lavar daou pe dri dést.
17 « Ma ne fell ket dezañ selaou anezo, lavar ze d’an Iliz, ha ma ne fell ket dezañ selaou an Iliz kennebeud, ra vo evidout evel eur payan hag eur publikan.
18 « E gwirionez, e lavaran deoh : kement ho-po liammet war an douar, a vo liammet en Neñv, ha kement ho-po diliammet war an douar, a vo diliammet en Neñv.
19 « E gwirionez, e lavaran deoh adarre : ma teu da zaou ahanoh war an douar en em gleved evid goulenn eun dra bennag, e vezo roet dezo gand va Zad a zo en Neñvou. 20 Rag pa vez daou pe dri bodet em ano, e vezan eno ganto ».
6 Eun deiz sabat all, ez eas Jezuz d’ar zinagogenn, hag e stagas da gelenn. Bez’ e oa eno eun dén seizet e zorn dehou. 7 Selled a ree ar Skribed hag ar Farizianed gand evez ouz Jezuz, da weled hag ober a rafe eur pare da zeiz ar zabat, evid kaoud peadra da damall dezañ. 8 Anavezoud a ree Jezuz avad, o zoñjou. Lavared a reas d’an dén seizet e zorn :
— « Sav en da-zav, ha deus amañ e-kreiz ».
Sevel a reas, ha chom en e-zav.
9 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Goulenn a ran ouzoh : Hag aotre a zo, da zeiz ar zabat, da ober ar mad pe da ober an droug ? da zavetei eur vuhez pe da zistruja anezi ? »
10 Neuze, goude beza selled outo oll, tro-dro, e lavaras d’an dén :
— « Astenn da zorn ».
Ober a reas, ha pareet e oe e zorn.
11 Evito avad, fuloret braz e oent, hag e komzent kenetrezo da weled petra e hellfent ober da Jezuz.
12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez da bedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.
13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.
17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.
18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ, o rei dezo oll ar pare.
Chomet e oa Jezuz a-zav er gompezenn, hag e oa e-leiz a dud en-dro dezañ.
20 Neuze, o sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras :
— « Eüruz oh, c’hwi ar re baour, rag deoh eo Rouantèlèz Doue.
21 « Eüruz oh, c’hwi hag ho-peus naon bremañ, rag ho kwalh a vo roet deoh.
« Eüruz oh, c’hwi hag a ouel bremañ, rag c’hoarzin a reot.
22 « Eüruz e vezit, p’o-devez an dud kas ouzoh, pa lakeont ahanoh er-mêz, pa ’z eo dismegañset ha distaolet hoh ano evel disprizuz, abalamour da Vab an Dén.
23 « Bezit laouen en deiz-se, ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en Neñv.
« Evel-se ive, e ree o zadou-koz d’ar brofeted ».
24 « Med gwaz-a-ze deoh, tud pinvidig, rag bez’ ho-peus dija ho frealzidigez !
25 « Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag bez’ ho-po naon ! Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag a zo o c’hoarzin bremañ, rag doan ha daelou a vo ho lod !
26 « Gwaz-a-ze deoh, pa vez an oll dud o komz brao diwar ho penn ! Rag evel-se e ree o zadou-koz d’ar falz-profeted ».
13 « Dén n’eo savet d’an Neñv, nemed an hini a zo diskennet euz an Neñv, Mab an Dén.
14 « Evel ma oe savet en uhel an naer arem gand Moïzez, en dezert, evel-se ive e rañko Mab an Dén beza savet en uhel, 15 evid m’e-no drezañ ar vuhez peurbaduz kement hini a gréd ennañ.
16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.
17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ ».
25 E kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwrég Kleofaz, ha Mari-Madalen.
26 O weled e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz dezi :
— « Maouez, setu amañ da vab ».
27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :
— « Setu amañ da vamm ».
Hag diwar an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.
33 Souezet e oa e dad hag e vamm, gand kement a glevent diwar e benn. 34 Rei a reas Simeon e vennoz dezo, hag e lavaras da Vari, e vamm :
— « Setu m’ema ar hrouadur-mañ o kas da goll hag o kas da veza salvet kalz a dud en Izrael ; bez’ e vo eur zîn, hag a lakaio enebiez da zevel war e goust, 35 ken na vo da galon dit-te treuzet gand eur hleze. Evel-se, e vo diskuliet ar zoñjou kuzet e kalon eur halz a dud ».
En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :
43 « N’eus ket a wezenn vad o rei frouez brein ; nag a wezenn o vreina o rei frouez mad.
44 « Anavezet e vez pep gwezenn diouz he frouez : ne vez ket kutuillet fïez war ar spern, na rezin kennebeud war an dréz.
45 « An dén mad a denn ar mad euz teñzor mad e galon ; hag an dén fall a denn ar fallentez euz e deñzor fall : rag euz ar galon eo e tarz ar homzou a zeu war ar muzellou.
46 « Ha perag eh anvit ahanon : « Aotrou ! Aotrou ! » ha ne rit ket ar péz a lavaran ?
47 « Mond a ran da ziskouez deoh ouz piou eo heñvel an hini a zo deuet war-zu ennon, hennez a zelaou va homzou hag a heuill anezo : 48 Heñvel eo ouz eun dén o sevel ti : kleuzet e-neus, eet eo don, ha lakeet an diazez war ar roh. Pa ’z eo deuet an doureier braz, eo bet skoet an ti-ze gand ar froud, med n’e-neus ket gellet bralla anezañ, rag savet mad e oa bet.
49 « An hini a-vad a zelaou va homzou ha ne zent ket outo a zo heñvel ouz eun dén savet e di gantañ war an douar, hep tamm diazez e-béd. Deuet eo ar froud da skei outañ, ha kerkent ez eo bet dizahet ; diskaret eo bet an ti-ze en e béz ».