Euz an 2 d’an 8 a viz Gouere 2023
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
37 « An neb a gar e dad pe e vamm muioh egedon, n’eo ket dîn ahanon. An neb a gar e vab pe e verh muioh egedon, n’eo ket dîn ahanon.
38 « An neb ne zamm ket e groaz ha ne zeu ket d’am heul, n’eo ket dîn ahanon.
39 An neb e-neus dalhet d’e vuhez, a hollo anezi. An hini e-neus kollet e vuhez abalamour din, a zalho anezi.
40 « An neb a ro digemer deoh, a ro digemer din va-unan ; hag an neb a ro digemer din, a ro digemer d’an Hini on bet kaset gantañ.
41 « Piou bennag a roio digemer d’eur profet, evel profet, e-no digoll eur profet. Piou bennag a zigemero eun dén just, evel dén just, e-no digoll eun dén just.
42 « Piou bennag a roio da eva, pa ne vefe nemed eur werennad dour frésk, da unan euz ar re vihanna-man, abalamour ma ’z eo diskib din, e gwirionez, e lavaran deoh, e vo roet dezañ digoll eun dén just ».
24 Tomaz, unan euz an Daouzeg, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), ne oa ket ganto, pa oa deuet Jezuz.
25 Lavared a reas an diskibien all dezañ :
— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »
Med respont a reas Tomaz dezo :
— « Ma ne welan ket merk an tachou en e zaouarn, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou, ma ne lakan ket va dorn en e gostez, nann, ne gredin ket ! ».
26 Eizteiz goude-ze, e oa adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz asamblez ganto. Degouezoud a reas Jezuz, daoust d’an doriou beza prennet, hag e oa aze en o-zouez. Lavared a reas :
— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».
27 Da houde e lavaras da Domaz :
— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn ; tosta da zorn, ha lak anezañ em hostez : paouez da veza diskredig, bez dén a feiz ».
28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme Tomaz dezañ.
29 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Abalamour m’az-peus gwelet ahanon, e kredez. Eüruz ar re a gred, hep beza gwelet ».
23 Sevel a reas Jezuz er vag, an diskibien o tond d’e heul. 24 Ha setu ma tirollas eur gwall daol-amzer war ar mor, ken ma oa goloet ar vag gand an tarziou. Kousket e oa Jezuz avad. 25 Tostaad a reas an diskibien outañ, ha dihuna anezañ en eur lavared :
— « Mestr, deus da zavetei ahanom ! Emaom o vond da goll ».
26 Lavared a reas dezo :
— « Perag ho-peus aon, tud laosk en ho feiz ? »
Savet neuze en e zav, e hourdrouzas an aveliou hag ar mor, hag e renas eur peoh kaer.
27 Chom a reas an diskibien estlammet, hag e lavarent :
— « Peseurt dén eo hemañ ’ta, pa zent outañ an aveliou hag ar mor zokén? »
28 Pa oe en em gavet Jezuz en tu all d’al lenn, e bro ar Hadarenianed, e teuas en arbenn dezañ daou zén dalhet gand an droug-sperejou, o tond er-mêz a-greiz ar beziou. Ken kriz e oant ma ne helle dén tremen dre an hent-se. 29 Setu int-i o staga da youhal :
— « Petra emaout o klask ouzom, Mab da Zoue ? Daoust ha deuet out amañ evid merzeria ahanom a-raog ar poent ? »
30 Hogen, tost awalh ahano e oa eur vandennad moh o klask o boued. 31 Aspedi a ree an droug-sperejou Jezuz en eur lavared :
— « Ma teuez da gas ahanom kuit, gra deom mond e-barz ar vandennad moh-mañ ».
32— « Kit ’ta », emezañ dezo.
Hag int-i er-mêz, hag o vond e-barz ar moh. Ha setu ma ’z eas ar vandennad moh a-béz a-lamm diwar an tornaod er mor, hag e varvjont beuzet.
33 Tehed kuit a reas ar vesaerien ha mond e kêr da rei da anaoud pep tra, ha dreist-oll kement a oa c’hoarvezet gand an daou zén a oa e dalh an droug-sperejou.
34 Ha setu ma teuas an oll dud euz Kêr en arbenn da Jezuz. Ha kerkent ha beza gwelet anezañ, e lavarjont dezañ mond kuit diwar o douarou.
1 Sevel a reas Jezuz en eur vag, treuzi al lenn, ha mond en e gêr, Karfanaom. 2 Ha setu ma oe digaset dezañ eun dén seizet, astennet war eur gwele. O weled o feiz, e lavaras Jezuz d’an dén seizet :
— « Bez fiziañs, va mab, pardonet eo dit da behejou ».
3 Ha setu ma lavaras lod euz ar Skribed enno o-unan :
— « Blasfemi a ra an dén-ze ! »
4 — « O houzoud ar péz a oant o soñjal, e lavaras Jezuz dezo :
— « Perag maga soñjou fall en ho kalon ? 5 Petra eo an êsa : Lavared : Pardonet eo dit da behejou, pe lavared : Sav ha kerz ! Ahanta ! evid ma ouezot e-neus Mab an Dén, war an douar, galloud da bardoni ar pehejou : 6 « Sav ! emezañ neuze d’an dén seizet, kemer da wele, ha kee d’ar gêr ».
7 Sevel a reas an dén, ha mond d’ar gêr. 8 O weled kement-se, e krogas an dud aon enno, hag e rentjont gloar da Zoue, evid beza roet eur seurt galloud d’an dud.
9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :
— « Deus d’am heul ».
Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.
10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :
— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »
12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».
14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Perag ’ta, en-dra ma reom yun, ni hag ar Farizianed, ne ra ket da ziskibien-te yun ?
15 Hag e respontas Jezuz dezo :
— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.
16 « Dén e-béd ne gemer eur peñsel nevez da lakaad war eur péz dillad koz ; rag sacha a ra an tamm nevez war an tamm dillad koz, ha ne vo nemed brasoh a ze ar rogadenn.
17 « Ha ne vez ket lakeet gwin nevez e sehier-lèr koz ; a-hend-all e tarz ar zehier-lèr hag e vez skuillet ar gwin, ha kollet ar zehier-lèr. Er hontrol, lakeet e vez ar gwin nevez e sehier-lèr nevez, hag e vez mired evel-se an eil hag egile ».