Accueil  -  Daouzegved sizunvez war ar bloaz (A)

Daouzegved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz ar 25 a viz Mezeven d’an 28 a viz Gouere 2023

Daouzegved sul war ar bloaz

Mz 10, 26-33 (A)

Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :

26 « Arabad deoh kaoud aon rag an dud, rag n’eus netra goloet ha na zeuio ket da veza dizoloet, netra kuzet ha na zeuio ket da veza anavezet.

27 « Kement a lavaran deoh en deñvalijenn, lavarit anezañ er sklêrijenn ; ha kement a glevit e plég ho skouarn, embannit anezañ diwar an toennou.

28 « Arabad deoh kaoud aon rag ar re a laz ar horv, hep gelloud laza an ene. Ho-pet aon kentoh rag an hini a hell kas da goll ar horv koulz hag an ene er jehen.

29 « Daoust ha ne vez ket gwerzet daou filip evid eur gwenneg ? Koulskoude, ne gouez hini e-béd anezo d’an douar, heb aotre ho Tad.

30 « Evidoh-c’hwi, kement blevenn a zo war ho penn zo kontet. 31 Bezit dienkrez eta : talvezoud a rit muioh eged oll laboused an neñv.

32 « Kement hini a anzavo dirag an dud beza a-du ganin, a vo anzavet ive ganin-me dirag va Zad beza a-du gantañ. 33 Med kement hini a naho ahanon dirag an dud, e vo nahet ganin-me ive dirag va Zad a zo en neñv.

Lun

Mz 7, 1-5

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

1 « Na varnit ket ha ne vezot ket barnet. 2 Rag en doare ma varnot e vezot barnet, ha gand ar muzul ho-po muzuliet gantañ, e vo muzuliet deoh ive.

3 « Petra ez-peus da zelled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur ? Hag an treust a zo en da lagad-te da unan ne welez ket anezañ ? 4 Ha penaoz e hellez lavared d’az preur : Laosk ahanon da denna kuit ar blouzenn a zo en da lagad, pa ’z eus eun treust en da hini-te ?

5 « Dén faoz a zo ahanout ! Tenn kuit da genta an treust a zo en da lagad, ha neuze e weli sklêr evid tenna kuit euz lagad da vreur ar blouzenn a zo ennan ».

Meurz

Mz 7, 6.12-14

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

6 « Na roit ket d’ar chas ar péz a zo sakr, ha na daolit ket ho perlez d’ar moh, gand aon na zeufent da bresa anezo, ha da drei war-zu ennoh evid drailla ahanoh.

12 « Kement ho-peus c’hoant eta, e rafe ar re all evidoh, grit kemend-all, c’hwi ive evito : setu aze ar péz a lavar al Lezenn hag ar Brofeted ».

13 « Kerzit tre dre an nor striz. Frank eo an nor, ledan eo an hent a gas da goll ; hag ez a e-leiz a dud dre an hent-se. 14 Med striz eo an nor, hag n’eo ket frank an hent a gas d’ar vuhez, ha n’int ket stank ar re a gav anezañ ».

Merher

Mz 7, 15-20

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

15 « Diwallit ouz ar fals-profeted : dond a reont etrezeg ennoh gwisket evel deñved, nemed e vint bleizi kriz anezo en diabarz. 16 Diouz o frouez eh anavezot anezo. Daoust ha kutuillet e vez rezin war ar spern, pe fïez war an askol ?

17 Evel-se, e ro kement gwezenn vad frouez kaer, hag e ro kement gwezenn vrein frouez fall. 18 Ne hell ket eur wezenn vad dougenn frouez fall, nag eur wezenn vrein dougenn frouez kaer. 19 Kement gwezenn ha na zoug ket a frouez kaer a vez trohet ha taolet en tan. 20 Diouz o frouez eta, eo eh anavezot anezo ».

Yaou 29 a viz Mezeven
Sant Pèr ha sant Paol, ebestel

Mz 16, 13-19

13 Deuet e oa Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, hag e houlennas ouz e ziskibien :

— « Piou eo Mab an Dén, hervez lavar an dud ? »

14 Respont a rejont :

— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Eliaz, evid re all c’hoaz, Jeremiaz pe unan euz ar brofeted ».

15Lavared a reas Jezuz dezo :

– « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »

16 Respont a reas Simon-Pèr o lavared :

— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo ! »

17 Respont a reas Jezuz o lavared dezañ :

— « Eüruz out, Simon, mab Yonaz, rag n’eo ket ar hig nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : Te zo roh, ha war ar roh-se e savin va Iliz, ha ne vo biken galloudegeziou ar Maro treh dezi. 19 Dit e roin alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».

Gwener

Mz 8, 1-4

1 Pa ziskennas Jezuz diwar ar menez, ez eas e-leiz a dud d’e heul. 2 Ha setu ma tosteas eun dén lor outañ, hag en eur stoui dirazañ, e lavaras :

— « Aotrou, ma kerez, e hellez parea ahanon ».

3 Oh astenn e zorn, e touchas Jezuz outañ en eur lavared :

— « Felloud a ra din, bez pareet ».

Ha kerkent e oe pareet euz al lorgnez.

4 Hag e lavaras Jezuz dezañ :

— « Selaou mad ahanon : na lavar netra da zén, med kee d’en em ziskouez d’ar beleg, ha kinnig ar prov gourhemennet gand Moizez : eun testeni e vo kement-se evid an dud ».

Sadorn

Mz 8, 5-17

5 O veza ma oa Jezuz o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas eun ofiser d’e gaoud, hag e reas outañ ar bedenn-mañ :

6 — « Aotrou, ema va zervicher war e wele, em zi, seizet e izili, ha diwaska a ra poaniou kriz ».

7 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Mond a rin hag e parein anezañ ».

8 Respont a reas an ofiser :

— « Aotrou, n’on ket dîn e teufeh em zi, med lavarit eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher. 9 Rag dindan galloud tud all ez on-me, hag ez eus soudarded dindannon, hag e lavaran da unan mond, hag ez a, da unan all, dond, hag e teu, d’am zervicher, ober an dra-mañ-dra, hag e ra ».

10 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz, hag e lavaras d’ar re a oa ouz e heul :

— « E gwirionez, e lavaran deoh, n’em-eus ket kavet eur seurt feiz e Bro-Izrael, 11 ha lavared a ran deoh e teuio kalz a zud euz ar Zao-Heol, hag euz ar Huz-Heol, hag a gemero plas ouz taol gand Abraham, Izaag ha Jakob e Rouantèlèz Doue, 12 e-keid ha ma vo bugale ar Rouantèlèz taolet er-mêz, en deñvalijenn ; eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».

13 Hag e lavaras Jezuz d’an ofiser :

— « Kee d’ar gêr, ha ra vo greet dit hervez da feiz ».

D’an eur-ze, end-eün, e oe pareet ar zervicher.

14 Deuet Jezuz da di Bèr, e kavas mamm-gaer hemañ, war he gwele, dalhet gand an derzienn. 15 Touch a reas ouz he dorn, hag ez eas an derzienn kuit diouti. Sevel a reas raktal, hag e serviche anezo.

16 Deuet an abardaez-noz, e oe digaset dezañ kalz a dud hag a oa dindan galloud an droug-spered. Gand eur gér hepkén, e kasas ar sperejou kuit, hag e pareas an oll glañvourien, 17 evid ma teufe da wir komzou ar profet Izaïaz : « Kemeret e-neus warnañ e-unan or zempladurez, ha sammet or hleñvejou ».