Accueil  -  Gouel ar Zakramant ha degved sizunvez war ar bloaz (A)

Gouel ar Zakramant ha degved sizunvez war ar bloaz (A)

Euz an 11 d’ar 17 a viz Mezeven 2023

Gouel ar Zakramant

Yn 6, 51-58 (A)

51 « Me eo ar bara beo buhezeg diskennet euz an Neñv : beva da viken a raio an hini a zebro euz ar bara-mañ. Hag ar bara a roin eo va horv roet evid buhez ar béd ».

52 Neuze e savas tabut gand ar Juzevien kenetrezo, o lavared :

— « Penaoz e hell hennez rei deom e gorv da zebri ? »

53 Lavared a reas Jezuz dezo eta :

— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv Mab an Dén, ha ma ne evit ket e wad n’ho-pezo ket ar vuhez ennoh. 54 An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz, ha me a adsavo anezañ da veo d’an deiz diweza. 55 Rag gwir vagadur eo va horv, ha gwir evaj eo va gwad. 56 An hini a zèbr va horv hag a év va gwad a jom ennon ha me a jom ennañ.

57 « Hag evel m’eo beo-buhezeg va Zad e-neus kaset ahanon, ha m’em-eus buhez dre va Zad, evel-se ive, an hini a zèbr ahanon, hennez ive e-no buhez drezon.

58 « Evel-henn eo ar bara diskennet euz an Neñv : n’eo ket heñvel ouz an hini a zébras ho tadou-koz. Maro int, int-i ; an hini a zebro euz ar bara-mañ a vevo da viken ».

Lun

Mz 5, 1-12

1 O weled kement-se a dud o tond d’e heul, e savas Jezuz ouz tor ar menez ; azeza a reas, hag e tosteas e ziskibien outañ.

2 Neuze, e stagas da gelenn anezo en eur lavared :

3 « Eüruz ar re a zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.

4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag bez’ e vo an douar o lod.

5 « Eüruz ar re a ouel, rag frealzet e vezint.

6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.

7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.

8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag gweled a rin Doue.

9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.

10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv abalamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.

11 « Eüruz oh-c’hwi ma taol an dud dismegañs warnoh, ma reont brezel deoh, ma lavaront e gaou a bep seurt droug a-eneb deoh abalamour din-me.

12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou : evel-se eo, eo bet heskinet ar brofeted a zo deuet en ho-raog.

Meurz

Mz 5, 13-16

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

13 « Bez’ ez oh-c’hwi holen an douar. Med ma teu an holen da goll e vlaz, gand petra e vo roet dezañ en-dro ? N’eo mui mad da netra : taolet e vez er-mêz hag e vez breset gand treid an dud.

14 « Bez’ ez oh-c’hwi sklêrijenn ar béd. Eur gêr savet war gern eur menez ne hell ket beza kuzet.

15 « Ne vez ket enaouet eul lamp evid beza lakeet dindan an armel. Lakeet e vez war eur hantolor hag e skéd neuze da rei sklêrijenn d’an oll re a zo en ti.

16 « Evel-se, ra skedo ho sklêrijenn dirag an dud : neuze, o weled an oberou mad a rit, e rentint gloar d’ho Tad hag a zo en Neñv ».

Merher

Mz 5, 17-19

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

17 — « N’it ket da gredi ez on deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurechui anezo.

18 « Rag e gwirionez e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit diouz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.

19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou-ze, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo lakeet e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuillo anezo hag a zougo ar re all da ober kemend-all, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz Doue.

Yaou

Mz 5, 20-26

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

20 « Lavared a ran deoh : ma n’eo ket brasoh ho justis eged hini ar Farizianed hag ar Skribed, ne ’z eot ket e Rouantèlèz Doue.

21 « Klevet ho-peus ez eus bet lavaret d’on tadou-koz : Ne lazi ket ; an hini a lazo e-no da respont dirag al lezvarn.

22 « Ahanta ! me a lavar deoh : an neb en em lakaio e fulor a-eneb d’e vreur, a yelo dirag ar barner. An hini a lavaro d’e vreur : Penn-goulo, a yelo dirag ar Huzul-Braz. An neb a lavaro dezañ : Penn-foll, a yelo d’an tan goude e varo.

23 « Pa vezez o kinnig da brov war an aoter, ma teu da zoñj dit, eno, e-neus da vreur tra pe dra a-eneb dit, 24 lez aze da brov dirag an aoter, ha kee da genta d’en em gleved gand da vreur. Goude-ze, deus en-dro, ha neuze, kinnig da brov.

25 « Pa ’z ez d’al lezvarn gand da enebour, hast buan en em gleved gantañ, e-keid ha ma vezi c’hoaz gantañ oh ober hent, gand aon ma lakaio ahanout etre douarn ar barner, ha gand hemañ, etre daouarn ar gward da veza taolet er prizon.

26 « E gwirionez, e lavaran dit : ne zeui ket er-mêz ahalese, a-raog beza paeet ar gwenneg diweza.

Gwener
Gouel-meur Kalon-Zakr Jezuz

Mz 11, 25-30 (A)

25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :

— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.

27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».

28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.

29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».

Sadorn : Kalon dinamm Mari

Lk 2, 41-51

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ?»

50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.

Mired a ree e vamm kement-se oll en he halon.