Accueil  -  C’hwehved sizunvez amzer Fask (A)

C’hwehved sizunvez amzer Fask (A)

Euz ar 14 d’an 20 a viz Mae 2023

C’hwehved sul Fask

Yn 14, 15-21 (A)

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

15 « Ma karit ahanon, mirit va gourhemennou.

« Pedi a rin-me an Tad, hag a raio deoh eur Skoazeller all, hag a jomo ganeoh da virviken : 17 Spered ar wirionez eo, na hell ket ar béd reseo anezañ, rag na wél ha n’anavez ket anezañ. Med anavezoud a rit-c’hwi anezañ, peogwir e chom ganeoh, hag ennoh e vezo.

18 « Ne rin ket emzivaded ahanoh ; distrei a rin war-zu ennoh.

19 « A-benn eur pennadig amzer c’hoaz, ne welo ket ken ar béd ahanon, med gweled a reot-c’hwi ahanon beo, ha beva a reot-c’hwi ive.

20 « En deiz-se, eh intentot emaon-me em Zad, ha c’hwi ennon, ha me ennoh.

21 An hini a zalh d’am gourhemennou hag a vir anezo, hennez eo a gar ahanon ; hag an hini a gar ahanon a vo karet gand va Zad ; diouz va zu e karin anezañ, hag en em ziskouezin-me dezañ ».

Lun

Yn 15, 26 – 16, 4

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

26 « Pa zeuio ar Skoazeller a gasin-me deoh a-berz va Zad, Spered ar Wirionez a zeu euz an Tad, Eñ a roio testeni diwar va fenn. 27 Ha c’hwi ive, a roio testeni din, abalamour m’emaoh ganin abaoe ar penn kenta.

16. 1 Kement-se am-eus lavaret deoh evid mired ahanoh da veza feuket. 2 Taolet e vezot er-mêz euz ar zinagogennou ; dond a ra zokén an eur d’ar re a gaso ahanoh d’ar maro, ma kredo dezo kinnig eur zakrifis da Zoue. 3 Ober a raint kement-se abalamour n’o-deus anavezet nag an Tad na me. 4 Med lavared a ran kement-se deoh, evid m’ho-po soñj, pa zeuio an eur, em-boa lavaret deoh. N’em-eus ket lavaret ze adaleg ar penn kenta, peogwir e oan ganeoh ».

Meurz

Yn 16, 5-11

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

5 « Mond a ran bremañ da gaoud an hini on bet kaset gantañ, ha ne houlenn hini e-béd ahanoh ouzin : « Da beleh emaout o vond ? » 6 Med ablamour m’em-eus lavaret an dra-ze deoh, eo bet karget ho kalon a dristidigez. 7 Koulskoude e lavaran deoh ar wirionez : Eun dra vad eo evidoh ez afen kuit, rag ma ne ’z an ket kuit, ne zeuio ket ar Skoazeller beteg ennoh ; med, ma ’z an kuit, e kasin anezañ deoh. 8 Hag e tiskouezo frêz d’ar béd ar pehed, ar justis hag ar varnedigez. 9 Ar pehed, e kement ha ne gredont ket ennon. 10 Ar justis, e kement ha ma ’z an da gaoud va Zad, ha ne welot mui ahanon. 11 Ar varnedigez, e kement ha m’eo bet barnet dija priñs ar béd-mañ ».

Merher

Yn 16, 12-15

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

12 « Kalz a draou am-eus c’hoaz da lavared deoh, med n’oh ket evid dougenn anezo bremañ. 13 Pa zeuio ar Spered a Wirionez, e viot renet gantañ er wirionez penn-da-benn, rag ar péz a lavaro ne zeuio ket anezañ, med ar péz e-nevo klevet e vo lavaret deoh gantañ ; hag ar péz a zo da zond a vo ziskleriet deoh gantañ. 14 Gloar a roio din, rag kemer a raio euz ar péz a zo din, evid diskleria anezañ deoh. 15 Kement a zo e kerz an Tad a zo din-me ; setu perag em-eus lavaret deoh e tigemero ar Spered euz ar péz a zo din evid diskleria anezañ deoh ».

Ar Yaou-Bask (A)

Mz 28, 16-20 (A)

16 Mond a reas an unneg diskib da Vro-Halilea, beteg ar menez merket dezo gand Jezuz.

17 O weled anezañ, e stoujont dirazañ ; med lod anezo a jomas diskrédig. 18 Tostaad a reas Jezuz outo, hag e lavaras dezo :

— « Roet eo bet din pep galloud en neñv ha war an douar. 19 Kit eta ! An oll boblou, grit anezo diskibien din : roit dezo ar vadeziant, en ano an Tad, hag ar Mab, hag ar Spered-Santel. 20 Deskit dezo mired kement am-eus gourhemennet deoh. Ha setu m’emaon-me ganeoh a-héd an oll zeveziou beteg fin ar béd ».

Gwener 19 a viz Mae
Sant Erwan, beleg, eil patron Breiz
Memor e Eskoptiou Naoned, Kemper, Roazon, Sant-Brieg ha Gwened

Lk 12, 32-34

Lavared a ra Jezuz d’e ziskibien :

32 « N’ho-pet ket aon, tropell bihan, rag plijet eo bet d’ho Tad rei deoh ar Rouantèlèz.

33 « Gwerzit ar péz a zo deoh, ha roit anezañ en aluzenn. Grit evidoh yalhou ha na uzint ket, eun teñzor hag a bado en Neñvou, el leh na dosta laer e-béd, na grign preñv e-béd. 34 Rag el leh m’ema ho teñzor, eno ive, e vo ho kalon ».

Gwener C’hwehved sizunvez amzer Fask

Yn 16, 20-23a

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

20 « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : gouela hag hirvoudi a reot-c’hwi, endra ma vo laouenedigez gand ar béd ; glaharet e vezot-c’hwi, med trei a raio ho klahar e levenez.

21 « Pa laka he hrouadur er béd, e vez ar vaouez en dristidigez, abalamour m’eo deuet ar mare eviti. Med eur wech ganet he hrouadur, n’he-devez mui a zoñj euz he foan, diwar al levenez ma ’z eus deuet eun dén war an douar.

22 « Evel-se, emaoh-c’hwi en dristidigez bremañ, med gweled a rin ahanoh en-dro, ha laouennaad a raio ho kalon, hag al levenez-se ne vo dén da lemel anezi diganeoh. 23 En deiz-se, ne reot goulenn e-béd kén ouzin war netra ».

Sadorn

Yn 16, 23b-28

D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :

23b « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : kement tra a houlennot digand va Zad, em ano, a vo roet deoh gantañ. 24 Beteg-henn n’ho-peus goulennet netra em ano. Goulennit hag e resevot, hag e vo leun-barr ho levenez.

25 « Kement-se am-eus lavaret deoh e parabolennou. Med dond a ra an eur ha ne gomzin ket ouzoh e parabolennou, med komz a rin frêz diwar-benn va Zad.

26 « En deiz-se, e houlennot em ano ; ha ne lavaran ket e pedin an Tad evidoh, 27 rag an Tad e-unan a gar ahanoh, abalamour m’ho-peus karet ahanon, ha m’ho-peus kredet ez on deuet euz Doue.

28 « Eet on er-mêz euz an Tad, ha deuet on er béd. Bremañ e kuitaan ar béd, hag ez an da gaoud an Tad ».