Euz an 23 d’an 29 a viz Ebrel 2023
13 D’an trede deiz goude maro Jezuz, e oa daou ziskib o vond war-zu eur gêriadenn, heh ano Emmaüz, hag a zo div eurvez bale diouz Jeruzalem. 14 Ha komz a reent etrezo euz kement a oa c’hoarvezet eno.
15 Pa oant o komz hag o lavared o zoñjou an eil d’egile, e tosteas Jezuz e-unan outo, hag e reas hent ganto. 16 Med ne oa ket o daoulagad evid anaoud anezañ. 17 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Diwar-benn petra emaoh o kaozeal, en eur vale ? »
Neuze, e chomjont a-zav, teñval o fenn. 18 Respont a ra unan anezo, Kleofaz e ano :
— « N’eus nemedout, diavezour e Jeruzalem, o chom hep gouzoud ar péz a zo c’hoarvezet, e kêr, en deveziou-mañ ».
19 — « Petra ? » emezañ dezo.
Respont a rejont dezañ :
— « Ar péz a zo c’hoarvezet gand Jezuz a Nazared, hag a oa eur profet, braz e halloud en e oberou hag en e gomzou dirag Doue ha dirag ar bobl a-béz. 20 Penaoz ez eo bet roet gand ar Veleien-Vraz hag or renerien, evid beza kondaonet d’ar maro ha beza staget ganto ouz ar groaz.
21 Ni, avad, a gave deom e oa eñ o vond da zavetei Izrael. Ha goude kement-se, ez eo hirio an trede devez abaoe m’eo bet c’hoarvezet an traou.
22 « Gwir eo, ez eus merhed euz or re-ni, hag om bet lakeet nehet ganto : eet int, mintin mad, d’ar béz. 23 N’eo ket bet kavet e gorv ganto, ha deuet int en-dro. Lavaret o-deus zokén deom o-deus gwelet Elez ha klevet ganto ez eo beo.
24 « Eet ez eus unan bennag ahanom beteg ar béz, hag o-deus kavet pep tra evel m’o-doa lavaret ar merhed ; med eñ, n’o-deus ket gwelet anezañ ».
25 Neuze, e lavaras Jezuz dezo :
— « O tud poud a spered, ha dale ganto o kredi kement a zo bet lavaret gand ar brofeted ! 26 Daoust ha ne rañke ket ar Mesïaz gouzañv ar poaniou-ze evid mond en e hloar ? »
27 Hag o staga gand Moïzez hag an oll Brofeted, e tisplegas dezo, en oll Skrituriou, kement a oa diwar e benn.
28 Tostaad a rejont evel-se ouz ar gêriadenn, el leh ma oant o vond, hag e reas Jezuz an neuz da gerzed pelloh. 29 Med pourchu a rejont warnañ, en eur lavared :
— « Chom ganeom, rag deuet eo an abardaez, hag ema serr-noz o tond ». Hag ez eas tre evid chom ganto.
30 Eet Jezuz ouz taol gand e ziskibien, e kemeras ar bara, hag e lavaras ar bedenn a drugarez da Zoue : torret gantañ ar bara, e roas anezañ dezo.
31 Neuze, e tigoras o daoulagad, hag eh anavezjont anezañ. Med mond a reas kuit diwar o gwél. 32 Hag e lavarjont an eil d’egile :
— « Ha n’eo ket gwir e oa or halon o virvi ennom, pa oa o komz ouzom en eur ober hent, hag o tisplega deom ar Skrituriou ? »
33 Sevel a rejont raktal, ha distrei da Jeruzalem. Eno, e kavjont bodet an unneg abostol hag ar re a veze ganto. Hag ar re-mañ da lavared :
34 — « Gwir mad eo ! Adsavet eo an Aotrou, hag en em ziskouezet e-neus da Zimon-Pèr».
35 Hag an daou ziskib, d’o zro, da gonta petra a oa c’hoarvezet war an hent, ha penaoz o-doa anavezet anezañ p’e-noa torret ar bara.
Treizet e-noa Jezuz lenn Tiberiad o kerzed war an dour.
22 Antronoz, e welas an dud a oa chomet en tu all, ne oa bet eno nemed eur vag, hag ne oa ket eet Jezuz enni gand e ziskibien : eet e oa kuit ar re-mañ o-unan.
23 Padal, o tond euz Tiberiad e oa digouezet bagou all e-kichenn al leh ma oa bet debret ar bara goude m’e-noa an Aotrou lavaret ar bedenn a drugarez.
24 Pa welas an dud ne oa mui eno na Jezuz nag e ziskibien, e savjont er bagou evid mond da Gafarnaom war glask euz Jezuz.
25 Hag o veza kavet anezañ en tu all d’ar mor, e lavarjont dezañ :
— « Rabbi, pe da vare out deuet amañ ? »
26 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : War glask ahanon emaoh, n’eo ket abalamour m’ho-peus gwelet sînou burzuduz, med abalamour m’ho-peus debret bara diouz ho c’hoant.
27 « Grit eta oberou, n’eo ket evid ar vagadurez a ya da fall, med evid ar vagadurez a jom er vuhez peurbaduz, an hini a ro deoh Mab an Dén, rag Eñ eo e-neus Doue, an Tad, merket gand e ziell ».
28 Lavared a reas an dud dezañ neuze :
— « Petra on-eus da zeveni evid ober oberou Doue ? »
29 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Setu amañ oberenn Doue : Kredi en hini e-neus kaset er béd ».
15 Lavared a reas Jezuz savet a varo da veo d’an unneg abostol :
— « It dre ar béd ar-béz, embannit Kelou-Mad an Aviel d’an oll dud. 16 An hini a gredo hag a vezo badezet, a vo salvet ; an hini a zinaho kredi a vo kondaonet.
17 Setu amañ ar zînou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : em ano, e kasint kuit an droug-sperejou ; yezou nevez a gomzint ; tapoud krog a raint en naered, 18 ha goude m’o-defe evet eur poezon marvel bennag, ne raio droug e-béd dezo ; astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag ar re-mañ a wellaio dezo ».
19 Goude beza komzet d’e eskibien, e oe douget an Aotrou Jezuz d’an Neñv, hag eh azezas en tu dehou da Zoue. 20 Evito a-vad, ez ejont da brezeg ar Helou-Mad e pep leh. A-unan ganto e laboure an Aotrou, hag e roe nerz d’ar Gomz dre ar burzudou a zigoueze d’he heul.
Goude burzud ar bara kresket, 35 e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :
— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no naon biken ; an hini a gred ennon, n’e-no sehed biken ».
36 « Med lavaret am-eus deoh dija : gwelet ho-peus, ha koulskoude ne gredit ket.
37 « Kement hini a ro va Zad din, a zeuio d’am haoud, hag an hini a zeu d’am haoud, ne daolin ket anezañ er-mêz.
38 « Rag diskennet on euz an Neñv evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an hini e-neus kaset ahanon. 39 Ha bolontez an hini e-neus kaset ahanon eo ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo d’an deiz diweza. 40 Rag bolontez va Zad eo m’e-nefe ar vuhez peurbaduz kement hini a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza ».
Goude burzud ar bara kresket, e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :
44 « Ne hell dén dond d’am haoud nemed ha sachet e vefe gand an Tad e-neus kaset ahanon, ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza.
45 « Skrivet ez eus bet gand ar brofeted : « Kelennet e vezint oll gand Doue e-unan ».
Kement hini e-neus klevet an Tad, ha resevet e gelennadurez, a zeu d’am haoud.
46 « Moarvad, ne-neus dén e-béd gwelet an Tad biskoaz, nemed an hini a zeu a Zoue : hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.
47 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gred ennon, e-neus ar vuhez peurbaduz.
48 « Me eo bara ar vuhez. 49 Ho tadou-koz o-deus drebet ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50 Med ar bara a ziskenn euz an Neñv zo evel-henn : an hini a zebr anezañ ne varvo ket. 51 Me eo ar bara beo-buezeg diskennet euz an Neñv : an hini a zebr euz ar bara-mañ a vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va horv, roet evid buhez ar béd ».
25 En o zav, e kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwreg Kleofaz, ha Mari-Madalen. 26 O weled evel-se e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz d’e vamm :
— « Maouez, setu aze da vab ».
27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :
— « Setu aze da vamm ».
Hag adaleg an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.
52 Tabutal a ree ar Juzevien kenetrezo o lavared :
— « Penaoz e hell hennez rei deom e gorv da zebri ? »
53 Lavared a reas Jezuz dezo eta :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv Mab an Dén, ha ma ne evit ket e wad n’ho-pezo ket ar vuhez ennoh. 54 An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz, ha me a adsavo anezañ da veo d’an deiz diweza. 55 Rag gwir vagadur eo va horv, ha gwir evaj eo va gwad. 56 An hini a zèbr va horv hag a év va gwad a jom ennon ha me a jom ennañ.
57 « Hag evel m’eo beo-buhezeg va Zad e-neus kaset ahanon, ha m’em-eus buhez dre va Zad, evel-se ive, an hini a zèbr ahanon, hennez ive e-no buhez drezon.
58 « Evel-henn eo ar bara diskennet euz an Neñv : n’eo ket heñvel ouz an hini a zébras ho tadou-koz. Maro int, int-i ; an hini a zebro euz ar bara-mañ a vevo da viken ».
59 Setu aze ar gelennadurez a roas Jezuz er zinagogenn, e Kafarnaom.
25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :
— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.
27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».
28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.
29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».