Accueil  -  Sul ar Bleuniou hag ar Basion (A)

Sul ar Bleuniou hag ar Basion (A)

Jezuz o tond da Jeruzalem

Mz 21, 1-11

Eun nebeud deveziou araog gouel ar Pask, 1 pa oa Jezuz o tostaad da Jeruzalem, e tigouezas Eñ hag e ziskibien e Betfaje e harz Menez an Olived. Neuze, e kasas Jezuz daou euz e ziskibien en eur lavared dezo :

2 — « Kit d’ar vourhadenn a zo dirazoh ; raktal, e kavot eun azenez ouz ar stag, ha ganti heh azenig. Distagit anezi, ha digasit anezo din. 3 Ma vez lavaret eun dra bennag deoh, respontit : « Ezomm e-neus an Aotrou anezo, med dioustu goude, e vezint digaset deoh en-dro ».

4 C’hoarvezoud a reas kement-mañ evid ma teufe da wir komzou ar profet :

5 « Lavarit da verh Sion :
« Setu da Roue o tond war-zu ennout,
« dilorh, azezet war eun azenez hag eun azenig,
« hini bihan eul loen-samm 
».

6 Mond a reas an diskibien da ober ar péz a oa bet kemennet gand Jezuz dezo. 7 Digas a rejont ganto an azenez hag heh azenig, ha lakaad o mantilli warno. Hag azeza a reas Jezuz warno.

8 Astenn a reas an darn vrasa euz an dud o mantilli war an hent ; gand lod all e veze trohet skourrou gwéz, ha ledet war an hent. 9 Ha gand an oll dud, koulz ar re a gerze a-raog Jezuz, hag ar re a zeue warlerh, e veze youhet a bouez-penn :

« Hozanna da Vab David !
« Benniget eo an hini a zeu en ano Doue !
« Hozanna e barr an neñvou ! »

10 Pa zigouezas Jezuz e kêr Jeruzalem, e teuas kêr a-béz da virvillad, en eur lavared :

— « Piou eo hennez ? »

11 Hag e responte an oll :

— « Bez’ ez eo ar profet Jezuz, euz a Nazared e Bro-Halilea ».

Pasion or Zalver Jezuz-Krist, hervez Sant Vaze

Mz 26, 14 – 27, 66
(lennadenn verreet : 27,11-54)

14 En amzer-ze, ez eas unan euz an daouzeg, Judaz Iskariot e ano, da gaoud ar Veleien-Vraz, 15 hag e lavaras dezo :

— « Petra a rofeh din a-walh, ma lakan Jezuz etre ho taouarn ? »

Rei a rejont dezañ tregont péz arhant.

16 Ha diwar neuze, e oa Judaz o klask an tu da rei Jezuz dezo.

17 Da zeiz kenta Gouel ar Bara-Dihoell, e teuas an diskibien da gaoud Jezuz, en eur lavared :

— « E peleh az-peus c’hoant e vefe aozet dit préd ar Pask ? »

18 Lavared a reas dezo :

— « It e kêr da di an dén-man-dén, ha lavarit dezañ : « Lavared a ra ar Mestr : « Tost eo va eur. En da di eo, ez an da ober ar Pask gand va diskibien ».

19 Ober a reas an diskibien evel m’e-noa Jezuz gourhemennet dezo, hag e oe aozet ar Pask ganto.

20 Deuet an noz, e oa Jezuz ouz taol gand an Daouzeg. 21 E-pad ma oant o tebri, e lavaras :

— « E gwirionez, e lavaran deoh : gwerzet e vin gand unan ahanoh ».

22 Glaharet braz e oent, ha pep hini d’e dro da houlenn outañ :

— « Daoust ha me e vefe, Aotrou ? »

23 Respont a reas Jezuz :

— « An hini e-neus lakeet e zorn er pladad asamblez ganin, hennez eo a werzo ahanon. 24 Mond a ra kuit Mab an dén, evel m’eo skrivet diwar e benn ; med gwaz-a-ze d’an dén ma ’z eo gwerzet Mab an dén gantañ ! Gwelloh e vefe bet d’an dén-ze chom heb dond war an douar ! »

25 D’e dro, e houlennas Judaz, an hini a oa o vond da werza anezañ :

— « Daoust ha me e vefe, Rabbi ?

Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Lavaret az-peus-te da-unan ! ».

(Jezuz o kroui Sakramant an Aoter)

26 E-pad ar préd, kemeret bara gand Jezuz, ha rentet bennoz, e torras ar bara hag e roas anezañ d’e ziskibien, en eur lavared :

— « Kemerit ha debrit : kement-mañ eo va Horv ».

27 Goudeze, kemeret gantañ eur haliriad, ha lavaret ar bedenn a drugarez, e roas anezañ dezo, en eur lavared :

— « Evit oll anezañ, 28 rag kement-mañ eo va Gwad, gwad an Emgleo, skuillet evid e-leiz a dud da bardoni ar pehejou. 29 Lavared a ran deoh : ne evin mui hiviziken euz ar frouez-mañ euz ar winienn, beteg an deiz ma evin euz an hini nevez, asamblez ganeoh e Rouantèlèz va Zad ».

30 Kanet ganto ar zalmou, ez ejont etrezeg Menez an Olived. 31 Neuze e lavaras Jezuz dezo :

— « Eur skoill e vezin, en noz-mañ, evidoh oll. Rag skrivet eo : Skei a rin gand ar mesaer hag e vo strewet dañvadezed an tropell. 32 Med goude ma vezin savet da veo, e vezin en ho-raog e Bro-Halilea ».

(Pèr a naho teir gwech e vestr)

33 Sevel a reas Pèr e vouez o lavared :

— « Ha goude ma teufe an oll da goueza abalamour dit, evidon-me ne gouezin biken ».

34 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « E gwirionez, e lavaran dit : en noz-mañ, a-raog m’e-no kanet ar hillog, ez-po nahet ahanon teir gwech ».

35 Ha Pèr dezañ :

— « Ha goude ma rañkfen mervel ganit, nann, ne nahin ket ahanout ! »

Hag e lavaras kemend-all an oll ziskibien.

(An angoni e liorz Jetsemani)

36 Neuze e tigouezas Jezuz asamblez gand e ziskibien, en eun dachenn, Jetsemani heh ano, hag e lavaras dezo :

— « Azezit amañ, e-keid ha ma ’z in pelloh da bedi ».

37 Kas a reas gantañ Pèr ha daou vab Zebede, Jakez ha Yann, hag e krogas ennañ tristidigez hag anken. 38 Lavared a reas dezo :

— « Glaharet eo va ene beteg mervel. Chomit amañ, ha beillit ganin ».

39 Hag eet eun tammig pelloh, e kouezas, e benn pleget gantañ beteg an douar, o pedi, hag e lavare :

— « Va Zad, ma hell kement-mañ beza, ra dremeno ar haliriad-mañ e-biou din. Koulskoude, n’eo ket evel ma fell din, med evel ma fell dit ».

40 Neuze e tistroas da gaoud e ziskibien, hag e kavas anezo kousket. Lavared a reas da Bèr :

41 — « Evel-se, n’ho-peus ket bet nerz a-walh da veilla eun eurvez hepkén a-unan ganin ? Beillit ha pedit, kuit da goueza e tentadur. Prim eo ar spered, gwan a-vad eo ar horv ».

42 Eet pelloh evid an eil gwech, e pedas :

— « Va zad, emezañ, ma ne hell ket ar haliriad-mañ mond e-biou din, heb beza evet ganin, da volontez bezet greet ».

43 Deuet en-dro beteg e ziskibien, e kav anezo kousket adarre, rag pounner e oa deuet da veza o daoulagad.

44 Lezel a reas anezo, hag ez eas en-dro da bedi evid an trede gwech, o lavared c’hoaz ar memez komzou. 45 Dond a reas neuze a-nevez war-zu e ziskibien, hag e lavaras dezo :

— « Kouskit bremañ ha diskuizit ! Deuet eo tost an eur ma vo lakeet Mab an dén etre daouarn ar beherien… 46 Savit ! Deom ! Setu m’ema tost an hini a werz ahanon ».

(Trubarderez Judaz)

47 O kaozeal e oa c’hoaz, pa zigouezas Judaz, unan euz an Daouzeg, ha d’e heul eur vandennad vad a dud, klezeier ha bizier ganto, kaset gand ar Veleien-Vraz ha Pennou-Braz ar bobl. 48 Roet e oa bet eur zîn dezo gand an hini a werze Jezuz : « An hini a bokin dezañ, hennez eo, tapit krog ennañ ».

49 Kerkent, o tostaad ouz Jezuz, e lavaras dezañ :

— « Salud ! Rabbi ».

Hag e roas eur pok dezañ.

50 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Va mignon, gra da labour ».

Kerkent e teujont war-raog ; taoler a rejont o daouarn war Jezuz, ha tapoud krog ennañ.

51 Ha setu ma astennas unan euz ar re a oa gand Jezuz, e zorn da denna e gleze. Skei a reas gand mevel ar Beleg-Braz, ha troha dezañ e skouarn.

52 Neuze e lavaras Jezuz dezañ :

— « Laka da gleze en-dro en e blas, rag mervel gand ar hleze a hoarvezo gand ar re a hoari gand ar hleze. 53 Kavoud a ra dit ne hellfen ket goulenn sikour digand va Zad, hag e tigasfe din dioustu ouspenn daouzeg strollad êlez ? 54 Med penaoz e teuio neuze da wir ar Skrituriou hag a lavar e rañk beza kont evel-se ».

55 D’ar mare-ze e lavaras Jezuz d’an dud :

— « Deuet oh evel pa vefen eul laer, gand klezeier ha bizier, da dapoud krog ennon ? Bemdez, e vezen en Templ, azezet o kelenn, ha n’ho-peus ket tapet krog ennon. 56 Med c’hoarvezet eo kement-se evid ma vo sevenet Skrituriou ar brofeted ».

Neuze, e oe dilezet Jezuz gand an oll ziskibien, hag e tehas ar re-mañ kuit.

(Jezuz dirag Kaifaz)

57 Kaset e oe Jezuz gand ar re o-doa paket krog ennañ, da di Kaifaz, ar Beteg-Braz, el leh ma oa bodet ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl.

58 Mond a ree Pèr avad, d’e heul, euz a bell, beteg porz ar Beleg-Braz. Mond a reas e-barz da azeza e-touez ar vevelien, evid gweled peseurt fin a vefe d’an afer.

59 Klask a ree ar Veleien-Vraz hag ar Huzul-Meur en e béz eur falz-testeni bennag a-eneb Jezuz, evid kaoud digarez da gas anezañ d’ar maro. 60 Ne gavjont ket avad, daoust ma oa en em gavet meur a dest faoz.

A-benn ar fin e teuas daou, 61 o lavared :

— « Disklêriet e-neus an dén-ze : « Bez’e hellan diskar santual Doue hag adsevel anezañ en eur ober tri devez ».

62 Sevel a reas neuze ar Beleg-Braz en e-zav, ha lavared da Jezuz :

— « Ne respontez netra d’ar péz a damall dit ar re-mañ ? »

63 Med chom a ree Jezuz sioul. Lavared a reas ar Beleg-Braz dezañ :

— « Aspedi a ran ahanout, en ano an Doue-Beo, da lavared deom ha bez’ ez out ar Hrist, Mab Doue ?

64 Respont a reas Jezuz dezañ :

« Ar wirionez zo ganez ! Ouspenn-ze, e lavaran deoh : a-vremañ, e welot Mab an Dén azezet en tu dehou d’an Oll-Halloudeg, hag o tond war goabrennou an neñv ».

65 Neuze e rogas ar Beleg-Braz e zillad, en eur lavared :

— « Blasfemet e-neus ! Da betra on-eus ezomm a destou c’hoaz ? Klevet ho-peus ar blasfem ? 66 Petra a zoñjit ? »

Respont a rejont :

— « Bez’ e rañk mervel ! »

67 Neuze e tufjont outañ war e vizaj, hag e rojont dezañ taoliou-dorn, ha lod all c’hoaz flahajou, 68 en eur lavared :

— « Gra ar profet, Krist ! Piou eo an hini e-neus skoet ganit ? »

(Naha a ra Pèr e vestr)

69 E-keid-se, e oa Pèr er-mêz, azezet er porz. Tostaad a reas eur vatez yaouank outañ, hag e lavaras dezañ :

— « Te ive a oa gand Jezuz ar Galilean. »

70 Med nah a reas dirag an oll en eur lavared :

— « N’ouzon ket petra emaout o lavared ».

71 Pa oa o vond war-zu an nor, e oe gweled gand eur vatez all, hag a lavaras d’ar re a oa war al leh :

— « Bez’ e oa hennez ive gand Jezuz an Nazarean ».

72 Med adarre e nahas en eur doui :

— « Ne anavezan ket an dén-ze ».

73 Prestig goude, e tosteas ar re a oa eno, hag e lavarjont da Bèr :

— « A-dra-zur ez out te ive euz an dud-se. Gand da zoare komz, ez out gwerzet ».

74 Neuze en em roas da vallozi ha da doui : « Ne anavezan ket an dén-ze ».

Ha raktal e kanas ar hillog. 75 Hag e teuas soñj da Bèr euz ar gomz lavaret dezañ gand Jezuz : « A-raog ma kano ar hillog, ez-po nahet ahanon teir gwech ».

Mond a reas Pèr er-mêz, hag e skuillas daelou c’hwero.

(Maro Judaz)

27. 1 Deuet ar mintin, en em vodas an oll Veleien-Vraz ha Pennou-Braz ar bobl kenetrezo, a-eneb Jezuz, evid kas anezañ d’ar maro. 2 Ereet e oe ganto ha kaset evid beza lakeet etre daouarn Pilat, ar gouarnour.

3 Neuze, o weled e oa Jezuz barnet d’ar maro, e savas keuz gand Judaz, an hini e-noa gwerzet Jezuz. Digas a reas en-dro an tregont péz-arhant d’ar Veleien-Vraz ha da Bennou-Braz ar bobl, 4 en eur lavared :

— « Pehet em-eus en eur werza eur gwad didamall ! »

Respont a rejont :

— « Ne ra mann e-béd deom. Dit da weled da-unan ! »

5 Stlepet gantañ ar péziou-arhant e diabarz an Templ, en em dennas kuit, hag ez eas d’en em grouga.

6 Neuze, dastumet ganto ar peziou-arhant, e lavaras ar Veleien-Vraz :

— « N’eo ket aotreet lakaad an arhant-se e teñzor an Templ, peogwir ez eo priz ar gwad.

7 Ha war-lerh, dalhet kuzul ganto, ez ejont gand an arhant-se da brena park ar poder, da ober gantañ eur vered evid an diavêzidi. 8 Setu perag, beteg-bremañ c’hoaz, e vez greet euz ar park-se « Park ar Gwad ». 9 Evel-se, e teuas da wir komzou ar profed Jeremiaz :

« Hag e kemerjont an tregont pez arhant,
« ar priz o-doa bugale Izrael
« divizet paea evitañ.
10 « Hag e rojont anezo, evid park ar poder,
« hervez m’e-noa gourhemennet an Aotrou din 
».

(Penn-kenta al lennadenn verreet 🙂

(Jezuz dirag Pilat)

11 Kaset e oe Jezuz dirag ar gouarnour, hag e houlennas hemañ outañ :

— « Ha bez’ ez out-te roue ar Juzevien ? »

12 Respont a reas Jezuz :

— « Ar wirionez a lavarez ».

Med goude-ze, ne respontas netra d’an tamallou greet dezañ gand ar Veleien-Vraz ha Pennou-Braz ar bobl. 13 Neuze e lavaras Pilat dezañ :

— Ne glevez ket kement a lavaront a-eneb dit ? »

14 Med ne respontas mui dezañ war boent e-béd, ken na oe souezet braz ar gouarnour.

(Barabaz)

15 Da geñver peb gouel Pask, e oa ar hiz gand ar gouarnour da rei, war houlenn ar bobl, e frankiz d’eur prizoniad, d’an hini a garent.

16 Bez’ e oa d’ar mare-ze eur prizoniad brudet, Barabbaz e ano.

17 Pa oe bodet an dud gantañ, e lavaras Pilat dezo :

— « Pehini euz an daou-mañ a garfeh e rofen dezañ e frankiz, Barabaz pe Jezuz, an hini a vez greet ar Hrist anezañ ? »

18 Rag gouzoud a ree e oa dre warizi e oa bet gwerzet. 19 En-dra ma oa Pilat en e lezvarn, e kasas e wrég eun dén da lavared dezañ :

— « Arabad eo e vefe tra pe dra etrezout-te hag an dén just-se, rag hirio em-eus bet kalz poan spered, en eun huñvre, abalamour dezañ ».

20 Gand ar Veleien-Vraz ha Pennou-Braz ar bobl e oe poulzet an dud da houlenn Barabaz, ha da gas Jezuz d’ar maro. 21 Lavared a reas ar gouarnour dezo :

— « Pehini eta, euz an daou-mañ, ho-peus c’hoant e rofen dezañ e frankiz ? »

Hag e lavarjont :

— « Barabaz ! »

22 Ha Pilat dezo :

— « Ha petra a rin eta euz Jezuz a vez greet anezañ ar Hrist ? »

An oll neuze da lavared :

— « Ouz ar groaz ! »

Ha Pilat adarre :

23 — « Peseurt droug e-neus greet ?»

Hag e youhent c’hoaz kreñvoh :

— « Ouz ar groaz ! »

24 O weled e kolle e amzer hag e kreske kentoh an trouz, e kemeras Pilat dour da walhi e zaouarn, dirag an dud, en eur lavared :

— « Direbech on euz maro an dén-ze ! Deoh da weled ! »

25 Ar bobl a-unan da lavared :

— « Ra gouezo e wad warnom ha war or bugale ! »

26 Neuze e lezas ganto Barabaz, hag e lakeas skourjeza Jezuz, hag e roas anezañ evid beza staget ouz ar groaz.

(Jezuz dismegañset)

27 Kaset e oe neuze Jezuz gand soudarded ar gouarnour e porz al lezvarn, hag e teuas en-dro dezañ ar gompagnunez en he féz.

28 Diwisket e oe ganto ha taolet warnañ eur vantell ruz-moug. 29 Blansona a rejont eur gurunenn spern, ha lakaad anezi war e benn, hag en e zorn dehou eur vaz korz. Daoulina a reas an oll dirazañ, en eur lavared dre hoapèrèz :

— « Salud, roue ar Juzevien ! »

30 Hag en eur dufa ouz e fas, e kemerent ar vaz korz da skei war e benn.

31 Goude beza greet goap anezañ, e lamont diwarnañ e vantell, e wiskont dezañ e zillad en-dro, hag e kasont anezañ ganto da veza staget ouz ar groaz.

(Jezuz staget ouz ar groaz)

32 E-sèr bale er-mêz, e teuas war wél eun dén euz kêr Siren, Simon e ano. Urz a rojont dezañ da zougenn kroaz Jezuz.

33 Digouezet el leh a vez greet Golgota anezañ, da lavared eo « leh ar Halvar », 34 e rojont dezañ da eva gwin mesket gand bestl. Tañvaad a reas Jezuz, med ne fellas ket dezañ eva.

35 P’o-doa staget anezañ ouz ar groaz, e rejont lodennou kenetrezo gand e zillad, ha tenna anezo d’ar zort. 36 Hag e oant eno azezet, evid diwall anezañ. 37 A-uz d’e benn o-doa lakeet eur skritell merket warni perag e oa kondaonet ha skrivet evel-henn : « Jezuz eo hemañ, roue ar Juzevien ».

38 Staget ouz ar groaz war eun dro gantañ, e oa daou laer, unan a zehou, egile a-gleiz.

(Jezuz dismegañset ouz ar groaz)

39 Dismegañset e veze gand an dremenidi o heja o fenn, 40 hag o lavared :

— « Te hag a ziskar an Templ hag a laka anezañ en e-zav e tri devez, en em zavete da unan mar d-out Mab Doue, ha diskenn euz ar groaz ».

41 Goap a ree kemend-all ar Veleien-Vraz, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl :

42 « Saveteet e-neus reou all, ha ne hell ket en em zavetei e-unan. Roue Izrael eo. Dezañ bremañ diskenn diwar e groaz, hag e kredim ennañ. 43 Doue eo an hini e-neus fiziet ennañ. Ma ’z eo karet gand Doue, ra zeuio Doue da frankiza anezañ, rag lavaret e-neus : « Mab Doue on-me ! »

44 Diouz o zu ive, e tismegañse anezañ al laeron staget eveltañ ouz ar groaz.

(Maro Jezuz)

45 Azaleg kreisteiz beteg teir eur, e oe goloet an douar a-béz gand teñvalijenn. 46 War-dro teir eur, e youhas Jezuz a vouez keñv :

— « Eli ! Eli ! lama sabaktani », da lavared eo : « Va Doue ! Va Doue ! Perag beza dilezet ahanon ? »

47 En eur gleved anezañ, e lavare lod euz an dud a oa war al leh :

— « Setu ema o helver Eliaz ».

48 Raktal e redas unan anezo da gemer eun tamm spoue. Karga a reas anezañ a winègr ha lakaad anezañ e bég eur vaz-korz da rei dezañ da eva. 49 Lavared a ree ar re all :

— « Gortoz ’ta ! ha gwelom ha dond a raio Eli da zavetei anezañ ! »

(Amañ e taouliner, hag eh ehaner eur pennadig)

50 Med goude beza youhet adarre a vouez kreñv, e rentas Jezuz e spered.

51 Neuze e oe freuzet gouel an Templ etre daou damm, euz an neh beteg an traon ; krena a reas an douar, faouta ar rehier ; 52 digeri a reas ar beziou ; sevel da veo a reas meur a zant eet da anaon ; 53 dond a rejont er-mêz euz o beziou, goude adsao Jezuz da veo, ha dond er gêr zantel, hag en em ziskouez da veur a hini.

54 Kregi a reas ar spont en ofiser e-gant-soudard hag er re a oa gantañ o tiwall Jezuz, pa weljont ar hrén-douar hag ar péz a oa o tremen, hag e lavarjont :

— « E gwirionez, Mab Doue e oa hemañ ! »

(Fin al lennadenn verreet)

55 Bez’ e oa eno ive meur a vaouez o selled euz a-bell. Deuet e oant da heul Jezuz azaleg Bro-Halilea da ober war e dro.

56 En o-zouez e oa Mari-Madalen, Mari, mamm Jakez ha Jozef, ha mamm paotred Zebede.

(Jezuz lakeet er béz)

57 Deuet an abardaez, e teuas eun dén pinvidig euz Arimati, Jozef e ano, eñ ive diskib da Jezuz.

58 Mond a reas da gaoud Pilat da houlenn korv Jezuz. Rei a reas Pilat urz da rei anezañ dezañ.

59 Kemer a reas Jozef ar horv, ha gronna anezañ en eul liñser gwenn-kann. 60 Lakaad a reas anezañ en eur béz nevez-flamm, e-noa greet toulla er roh evitañ e-unan. Ruillet gantañ eur mên braz da stanka ar béz, ez eas kuit.

61 E keid-se, e oa Mari-Madalen eno hag an eil Vari, azezet dirag ar béz.

(Ar béz diwallet)

62 An deiz war-lerh, hag a oa eun deiz sabat, en em vodas ar Veleien-Vraz hag ar Skribed evid mond e ti Pilat.

63 — « Aotrou, emezo dezañ, deuet eo deom da zoñj e oa bet lavaret gand an toueller-ze, pa oa c’hoaz beo : « Goude an trede deiz, eh adsavin da veo ». 64 Ro urz eta ma vo diwallet ar béz beteg an trede deiz, gand aon na zeufe e ziskibien da laerez e gorv, ha da lavared d’ar bobl : « Savet eo a-douez ar re varo ». Hag e vefe an touellèrèz-se gwasoh eged an hini kenta ».

65 Lavared a reas Pilat :

— « Bez’ ho-peus gwarded, it, ha lakait diwall ar béz evel ma karit ».

66 Mond a rejont da lakaad diwall ar béz, en eur ziella ar mên hag en eur lakaad gwarded.