Accueil  -  Pevare sizunvez ar Horaiz (A)

Pevare sizunvez ar Horaiz (A)

Euz an 19 d’ar 25 a viz Meurz 2023

Pevare sul ar Horaiz

Yn 9, 1-41 (A)

1 En eur vond er mêz euz an Templ, e welas Jezuz eun dén ganet dall. 2 Goulenn a reas e ziskibien outañ :

— « Rabbi, piou e-neus pehet, eñ pe e dud, evid ma vefe ganet dall ? »

3 Respont a reas Jezuz :

— « Nag eñ, nag e dud n’o-deus pehet. C’hoarvezet eo an dra-ze, evid ma vo diskouezet oberou Doue ennañ. 4 Red eo din kas da benn oberou an Hini on bet kaset gantañ keid ha m’eo deiz. Ema an noz o tond pa ne hell dén labourad.

5 « Keid ha m’emaon er béd, ez on sklêrijkenn ar béd ».

6 Goude ar homzou-ze, e tufas Jezuz d’an douar, hag e reas pri gand e grañch. Leda a reas ar pri-ze war zaoulagad an dén dall, 7 hag e lavaras dezañ :

— « Kee d’en em walhi e lenn Siloe (da lavared eo : Kannad) ».

Mond a reas eta d’en em walhi, ha pa zeuas en-dro, e wele sklêr.

8 Gand e amezeien hag ar re a oa boazet da weled anezañ a-raog (rag bez’e veze o klask e voued), e veze klevet :

— « Ha n’eo ket hemañ eo a veze azezet o klask e voued ? »

__ 9 « Hennez eo », a lavare lod. « Tamm e-béd, med unan heñvel outañ », a lavare lod all. 10 Eñ a-vad a lavare : « Me an hini eo ».

11 Hag e oe goulennet outañ : « Da zaoulagad, penaoz int bet digoret dit ? »

Respont a reas :

— « An dén m’eo Jezuz e ano, e-neus greet pri ha ledet anezañ war va daoulagad, hag e-neus lavaret din : « Kee da lenn Siloe d’en em walhi ». Eet on di eta, hag en em walhet em-eus ; neuze, on deuet da weled sklêr ».

12 Lavared a rejont dezañ :

— « Hag eñ, e peleh ema ? »

— « Ne ouzon dare », emezañ.

13 Kaset e oe d’ar Farizianed an dén-ze hag a oa bet dall.

14 Med eun deiz sabat e oa, p’e-noa Jezuz greet pri, ha digoret dezañ e zaoulagad.

15 D’o zro, e houlennas ar Farizianed outañ penaoz e oa deuet dezañ ar gweled sklêr. Respont a reas dezo :

— « Lakeet e-neus pri din war va daoulagad, eet on d’en em walhi, hag e welan sklêr ».

16 Lavared a ree lod euz ar Farizianed :

— « An dén-ze n’eo ket a-berz Doue, peogwir ne zent ket ouz lezenn ar zabat ».

Lavared a ree lod all :

— « Penaoz e hell eur dén hag a zo peher ober seurt sinou ? »

Dizemgleo a oa eta etrezo.

17 Neuze e rejont adarre goulennou ouz an dén dall.

— « Ha te, petra a lavarez euz an dén-ze, pa ’z eo bet digoret da zaoulagad gantañ ? »

— « Eur profet zo anezañ », emezañ.

18 Med ar Juzevien ne felle ket dezo kredi e oa bet dall an dén-ze, hag e oa deuet da weled sklêr bremañ. Neuze, e lakjont e dud da zond d’o haoud, 19 hag e houlennjont outo :

— « Ha bez’ ez eo hemañ ho mab, hag e lavarit e oa ganet dall ? Penaoz neuze e wél sklêr bremañ ? »

20 Respont a rejont :

« Gouzoud a reom eo hemañ or mab, hag eo bet ganet dall 21 Med penaoz eo deuet da weled sklêr bremañ, ne ouzom ket. Ha piou e-neus digoret dezañ e zaoulagad, ne ouzom ket muioh. Goulennit digantañ e-unan, oad a-walh e-neus ; dezañ da respont evitañ e-unan ».

22 Evel-se e komze e dud, abalamour m’o-doa aon rag ar Juzevien. Evid gwir, divizet o-doa dija ar re-mañ kenetrezo taoler er-mêz euz ar zinagogenn kement hini a anzavfe Jezuz evid ar Hrist. 23 Abalamour da-ze o-doa lavaret e dud : « Oad a-walh e-neus, goulennit digantañ e-unan ».

24 Evid an eilved gwech, e halvas ar Farizianed an dén bet dall dirazo, hag e lavarjont dezañ :

— « Rent gloar da Zoue ! Gouzoud a reom-ni eo an dén-ze eur peher ».

25 Respont a reas dezo :

— « Daoust hag eur peher zo anezañ ? N’ouzon dare. Eun dra a ouzon : dall e oan, ha bremañ e welan sklêr ».

26 Neuze, e lavarjont dezañ :

— « Petra e-neus greet dit ? Penaoz e-neus digoret dit da zaoulagad ? »

27 Respont a reas dezo :

— « Lavaret em-eus deoh dija, ha n’ho-peus ket selaouet. Perag ho-peus c’hoant kleved an dra-ze eur wech c’hoaz ? Ha c’hoant ho-pefe, c’hwi ive, dond da veza diskibien dezañ ? »

28 Taoler a rejont malloziou warnañ o lavared :

— « Te eo a zo diskibl dezañ. Ni a-vad a zo diskibien da Voizez. 29 Gouzoud a reom e-neus Doue komzet da Voizez ; méd hemañ, n’ouzom ket euz a beleh ez eo ».

30 Respont a reas an dén dezo :

— « Souezuz eo kement-se ! Ne ouezit ket euz peleh ez eo, ha koulskoude e-neus digoret din va daoulagad. 31 Gouzoud a reom : ne vez ket selaouet ar beherien gand Doue, med bez’ e vez selaouet gantañ kement hini a enor anezañ hag a ra e volontez. 32 Biskoaz n’eus bet klevet lavared e-nefe unan bennag digoret e zaoulagad d’eun dén ganet dall. 33 Ma ne vefe ket hemañ a-berz Doue, ne hellfe ober netra ».

34 Respont a rejont dezañ :

— « N’eus nemed pehed ahanout abaoe ma ’z out ganet, hag emaout oh ober skol deom ! »

Hag e oe taolet er-mêz ganto.

35 Dond a reas Jezuz da gleved e oa bet taolet er-mêz ganto. Neuze e teuas d’e gaoud, hag e lavaras dezañ :

— « Ha kredi a rez-te e Mab an Dén ? »

36 Respont a reas :

— « Ha piou eo, Aotrou, ma kredin ennañ ? »

37 Lavared a reas dezañ :

— « Gweled a rez anezañ, eñ eo a zo o komz ouzit ».

38 Respont a reas :

— « Kredi a ran, Aotrou »,

hag e stouas dirazañ.

39 Neuze e lavaras Jezuz :

— « Deuet on er béd-mañ evid dougenn eur varnedigez : ma teuio ar re na welont ket da weled, hag da veza dall ar re a wél ».

40 Klevet e oe e gomzou gand lod euz ar Farizianed a oa gantañ, hag e lavarjont dezañ :

— « Daoust ha dall ez om ni ive ? »

41 Respont a reas dezo :

— « Ma vefeh tud dall, n’ho-pefe ket a behed ; med peogwir e lavarit : « Gweled a reom sklêr », e chom ho pehed ennoh ».

Lun 20 a viz Meurz
Gouel-meur Sant Jozef, pried ar Werhez Vari

Mz 1, 16.18-21.24a

16 Tad eo bet Jakob da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz anvet ar Hrist.

18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.

19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.

20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :

— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.

21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».

24 Goude beza savet euz e gousk, e reas Jozef evel m’e-noa lavaret dezañ Êl an Aotrou.

pe : Lk 2, 41-51a

41 Bep ploaz, ez ee tud Jezuz da Jeruzalem, da geñver gouel Pask.

42 Deuet Jezuz d’e zaouzeg vloaz, ez ejont da Jeruzalem, evel kustum, evid ar gouel.

43 Pa oe echu ar gouel, ez ejont gand an hent war-zu ar gêr. Med chom a reas o mab Jezuz e Jeruzalem, hep gouzoud d’e dud.

44 Dre ma kredent edo gand ar re all euz ar gompagnunez, e rejont evel-se eun deveziad hent, araog klask war e lerh e-touez o herentiez hag o anaoudègèz. 45 Pa ne gavent ket anezañ, e teujont war o hiz da Jeruzalem, evid klask anezañ.

46 A-benn tri devez, e kavjont anezañ en Templ, azezet e-kreiz an Doktored, o selaou anezo hag oh ober goulennou outo. 47 Souezet e chome kement hini a gleve anezañ gand e spered hag ar respontou a ree.

48 Sebezet e oe e dud o weled anezañ, hag e lavaras e vamm dezañ :

— « Va mab, perag beza greet deom kement-se ? Setu ma oa da dad ha me, leun a enkrez, o klask war da lerh ».

49 Lavared a reas dezo :

— « Perag beza klasket ahanon ? Ha ne ouieh ket, eo red din beza e ti va Zad ? »

50 Med ne intentjont ket ar péz a lavare dezo.

51 Mond a reas Jezuz ganto, evid distrei da Nazared, hag e veze dalhmad sentuz outo.

Meurz

Yn 5, 1-16

1 Da-geñver eur gouel evid ar Juzevien, ez eas Jezuz da Jeruzalem.

2 E Jeruzalem, e-tal dor an deñved, ez eus eul lennad-dour, Bedzata heh ano en hebreeg, hag a zo pemp porched dezi.

3 Dindan ar re-mañ, e veze war o gourvez e-leiz a dud klañv, tud dall, re gamm, tud seizet.

5 Bez e oa eno eun dén, klañv abaoe eiz vloaz ha tregont. 6 O weled anezañ war e hourvez, hag o kleved e oa er stad-se abaoe hir amzer dija, e lavaras Jezuz dezañ :

— « Ha c’hoant ez-peus da barea ? »

7 — « Aotrou, eme ar hlañvour dezañ, n’em-eus dén e-béd da daoler ahanoun el lenn kerkent ha ma vez bourbouill gand an dour ; hag amzer din da vond, e tiskenn unan all en dour em-raog ».

8 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Sav, kemer da hravaz ha kerz ».

9 Kerkent e oe pareet an dén. Kemer a reas e hravaz : kerzed a ree ! Hogen, eun deiz sabat oa an deiz-se. 10 Setu ma lavaras ar Juzevien d’an hini a oa bet pareet :

— « Sabat a zo ; n’eo ket aotreet dit dougen da hravaz ».

11 Med respont a reas dezo :

— « An hini e-neus pareet ahanon eo e-neus lavaret din : « Kemer da hravaz, ha kerz ! ».

12 Goulenn a rejont outañ :

— « Piou eo an dén e-neus lavaret dit : « Kemer da hravaz, ha kerz » ?

13 Med an hini a oa bet pareet ne ouie ket piou e oa ; hag e oa eet Jezuz pelloh, rag e-leiz a dud a oa war al leh-se.

14 Diwezatoh, e kavas Jezuz anezañ en Templ, hag e lavaras dezañ :

— « Setu te pareet. Arabad dit pehi hiviziken, gand aon na zigouezfe gwasoh ganit ».

15 Mond a reas an dén da gonta d’ar Juzevien e oa Jezuz an hini e-noa pareet anezañ. 16 Setu perag e klaske ar Juzevien heskina Jezuz, abalamour m’e-noa greet kement-se eun deiz sabat.

Merher

Yn 5, 17-30

Pareet eun dén seizet gand Jezuz eun deiz sabat, e lavaras d’ar Juzevien :

17 — « Beteg-henn ema va Zad o labourad, hag emaon-me o labourad ive ».

18 Setu perag, muioh-mui c’hoaz, e klaske ar Juzevien kas anezañ d’ar maro, rag ne oa ket tra-walh dezañ terri lezenn ar zabat, lavared a ree ouspenn e oa Doue tad dezañ e-unan, oh en em lakaad evel-se par da Zoue.

19 Kement-mañ a lavare Jezuz dezo :

— E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Ne hell ar Mab ober netra anezañ e-unan, ne ra nemed ar pez a wél an Tad oh ober. Rag ar péz a ra an Tad, a vez greet gand ar Mab en heveleb doare.

20 « Rag an Tad a gar ar Mab, ha diskouez a ra dezañ kement a ra eñ e-unan. Diskouez a raio dezañ oberou brasoh c’hoaz, ma vezot estlammet ganto.

21 « Evel ma lak an Tad ar re varo da zevel euz ar béz ha da veva, evel-se ive e roio ar Mab buhez d’an neb a gar.

22 « Ne vez barnet dén e-béd gand an Tad. Roet e-neus hemañ d’ar Mab pep galloud evid barn, 23 ma vo enoret ar Mab gand an oll, evel ma ’h enoront an Tad. An neb na rent ket enor d’ar Mab, ne rent ket enor kennebeud d’an Tad m’eo bet kaset gantañ.

24 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : An hini a zelaou va homzou, hag a gréd en Hini e-neus kaset ahanon, hennez ema ennañ ar vuhez peurbaduz, ha ne gouez ket dindan ar varnedigez, rag tremenet eo dija euz ar maro d’ar vuhez.

25 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Dond a ra an eur, ha bremañ eo, ma klevo ar re varo mouez Mab Doue, hag e vevo ar re o-do klevet anezi.

26 « Evel m’ema an Tad ar vuhez ennañ e-unan, evel-se e-neus greet d’ar Mab beza ar vuhez ennañ e-unan, 27 hag e-neus roet dezañ ar galloud da zisklêria ar varnedigez, peogwir ez eo Mab an Dén.

28 « Arabad deoh beza souezet a gement-se : ema an eur o tond, ma klevo e vouez an oll re a zo er beziou. 29 Dond a raint er-mêz anezo : ar re o-do greet ar mad a zavo a varo da veo evid ar vuhez, ar re o-do greet an droug, evid sevel a varo da veo ha beza barnet.

30 « Ahanon va-unan, ne hellan-me ober netra. Barn a ran diouz ar péz a glevan ; hag ez eo just va barnedigez, rag ne glaskan ket va bolontez din-me, med bolontez an Hini e-neus kaset ahanon.

Yaou

Yn 5, 31-47

Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :

31 Ma roan-me testeni din-me va-unan, n’eo ket gwirion va zesteni.

32 « Med unan all a zo hag a zoug testeni diwar va fenn, ha gouzoud a ran ez eo gwirion an testeni-ze.

33 « Kaset ho-peus kannaded da gaoud Yann-Vadezour, hag e-neus roet testeni d’ar wirionez.

34 « N’em-eus ket ezomm-me euz testeni eun dén, med ne lavaran kement-se nemed evid ma hellot beza salvet.

35 « Bez’ e oa Yann-Vadezour ar houlaouenn war elum, dezi da rei sklêrijenn, ha plijet eo bet ganeoh kemer joa eur pennadig amzer ouz ar sklêrijenn-ze.

36 « Med, bez’ ez eus ganin eun testeni brasoh eged hini Yann : an oberou a ran, ar re-ze end-eün e-neus roet va Zad din da ober ; an oberou o-unan a ran a ziskouez ez on bet kaset gand an Tad.

37 « Hag an Tad, ma ’z on bet kaset gantañ, a ro testeni ive em heñver. C’hwi avad, biskoaz n’ho-peus klevet e vouez, na gwelet e fas ; 38 ne virit ket e Gomzou en o kalon, peogwir ne gredit ket en hini a zo bet kaset gantañ.

39 « Studia a rit dôn ar Skrituriou, dre ma kav deoh kavoud ar vuhez peurbaduz enno ; ar re-man eo a ro testeni ahanon ; 40 koulskoude, ne fell ket deoh dond war-zu ennon evid kaoud ar vuhez peurbaduz.

41 « Ar hloar, n’eo ket digand an dud e resevan anezi.

42 « Ha forz penaoz, anaoud a ran ahanoh : n’ema ket karantez Doue ennoh.

43 « Deuet on-me a-berz va Zad, ha ne fell ket deoh digemer ahanon. Ma teu unan bennag all en e ano dezañ e-unan, hennez avad, e tigemerot anezañ !

44 « Penaoz e hellfeh kredi, c’hwi hag a denn ho kloar an eil re euz ar re all, c’hwi ha n’emaoh ket o klask ar hloar o tond euz Doue hepkén ?

45 « N’it ket da zoñjal e vo me an hini a damallo ahanoh dirag an Tad. Ho tamaller eo Moïzez, ho-peus lakeet hoh esperañs ennañ.

46 « Ma kredfeh e Moïzez, e kredfeh ennon ive, rag diwar va fenn eo e-neus skrivet.

47 « Med ma ne gredit ket er péz e-neus skrivet, penaoz e kredot va homzou ? »

Gwener

Yn 7, 2.10.14.25-30

2 Tostaad a ree gouel ar Juzevien, gouel an Teltennou.

10 Pa oe en em gavet breudeur Jezuz e Jeruzalem evid ar gouel, ez eas eñ ive di, med n’eo ket war-wél d’an dud, med e kuz.

14 Pa oe dija eet e-biou eun hanter euz ar gouel, ez eas Jezuz d’an Templ, hag e stagas da gelenn.

25 Lavared a ree eun nebeud tud euz Jeruzalem :

— « Daoust ha n’eo ket hemañ an hini a glaskont kas d’ar maro ? Setu ema o prezeg war-wél d’an oll, ha ne lavar dén e-béd netra dezañ. 26 Daoust hag e vije deuet ar Pennou-Braz da anaoud eo eñ ar Hrist ? 27 Hemañ, koulskoude, e ouezom euz a beleh ez eo. Ha pa zeuio ar Hrist, ne ouezo dén e-béd euz a beleh ez eo ».

28 E-keid ma oa Jezuz o kelenn en Templ, e lavaras a vouez kreñv :

— « Anaoud a rit ahanon ! Ha gouzoud a rit euz a beleh ez on ! N’on ket deuet ahanon va-unan : med ar wirionez a zo gand an hini e-neus kaset ahanon, Eñ ha na anavezit ket. 29 Anaoud a ran-me anezañ, rag dond a ran dioutañ, ha gantañ eo on bet kaset ».

30 Klask a rejont neuze tapoud krog ennañ, med ne zeuas dén e-béd a-benn anezañ, rag ma ne oa ket deuet e eur c’hoaz.

Sadorn 25 a viz Meurz, Gouel Maria Veurz
(Gouel Jezuz kemennet d’ar Werhez)

Lk 1, 26-38

26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.

28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :

— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».

29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.

30 Lavared a reas an êl dezi :

— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».

34 Lavared a reas Mari d’an êl :

— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz e-béd ? »

35 Respont a reas an êl dezi :

— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab Doue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »

38 Lavared a reas Mari neuze :

— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».

Hag ez eas an êl kuit diouti.