Euz ar 1a d’ar 7 a viz Genver 2023
16 Pa en em gavas ar bastored e Betleem, e kavjont Mari ha Jozef, hag ar hrouadur gourvezet el laouer.
17 Goude beza gwelet anezañ, e rojont da houzoud ar pez a oa bet diskleriet dezo diwar-benn ar hrouadur-ze. 18 Ha souezet e veze an oll re a gleve anezo, gand ar pez a veze kontet dezo gand ar bastored.
19 Derhel a ree Mari a-vad, en he halon, kement a hoarveze, hag a zoñje enno.
20 En eur vond kuit, e rente ar bastored gloar ha meuleudi da Zoue, evid kement o-doa gwelet ha klevet, hervez ar pez a oa bet lavaret dezo.
21 D’an eizvzed devez war-lerh, e teuas ar mare da amdroha ar hrouadur, ha neuze e oe anvet Jezuz, ano bet roet dezañ gand an êl, a-raog ma oe douget e korv e vamm.
19 Setu amañ testeni Yann-Vadezour, pa oe kaset d’e gaoud euz Jeruzalem, gand ar Juzevien, beleien ha levited da ober outañ ar goulenn-mañ :
— « Piou out-te ? »
20 Diskeria a reas, ne nahas ket, diskleria a reas :
— « N’eo ket me eo ar Hrist ».
21 Neuze, e houlennjont outañ :
— « Piou out ’ta ? Ha bez’ ez out Elïaz ? »
— « N’on ket », emezañ.
— « Ha bez’ ez out ar Profet, neuze ? »
— « N’on ket », emezañ.
22 Neuze, e lavarjont dezañ :
— « Piou out-te ? ma kasim respont d’ar re o-deus kaset ahanom. Petra a lavarez ahanout-te da-unan ? »
23 — « Me, emezañ, eo mouez an dén o youhal en dezert : Kempennit an hent d’an Aotrou, evel m’eo bet lavaret gand ar profet Izaïaz ».
24 Farizianed avad, e oa lod euz ar re a oa bet kaset. 25 Ober e rejont outañ ar goulenn-mañ c’hoaz :
— « Perag neuze e vadezez, ma n’out nag ar Hrist, nag Elïaz, nag ar Profet ? »
26 Respont a reas Yann dezo :
— « Badezi en dour a ran-me, med en ho-touez, ema an hini ha n’anavezit ket, 27 an hini a zeu war va lerh, ha n’on ket dîn da ziskoulma dezañ lèrenn e zandalennou ».
28 Kement-se a hoarvezas e Betania, en tu all d’ar stèr Jordan, el leh m’edo Yann o vadezi.
29 O weled Jezuz o tond war-zu ennañ, e lavaras Yann-Vadezour :
— « Setu Oan Doue, an hini a zilam pehed ar béd ! 30 Hemañ eo an hini am-eus lavaret diwar e benn : « War va lerh e teu eun dén hag a zo eet e biou din, rag em-raog e oa anezañ ». 31 Ha me ne anavezen ket anezañ ; med deuet on da vadezi en dour evid ma vefe roet da Izrael da anaoud anezañ ».
32 Neuze e roas Yann an testeni-mañ :
— « Gwelet em-eus ar Spered, evel eur goulm, o tiskenn euz an Neñv, hag o chom warnañ. 33 Ha ne anavezen ket anezañ, med an hini e oan bet kaset gantañ da vadezi en dour, e-noa lavaret din : « An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennez eo a vadez er Spered-Santel ».
34 « Ya, gwelet em-eus, hag e roan an testeni-mañ : hennez eo Mab Doue ».
35 An deiz war-lerh, e oa Yann adarre er memez leh gand daou euz e ziskibien. 36 O veza sellet ouz Jezuz o tond hag o vond, e lavaras :
— « Setu Oan Doue ».
37 Kleved a reas an daou ziskib kement-se, ha mond da heul Jezuz. 38 Distrei a reas Jezuz outo, hag en eur weled e oant o tond d’e heul, e lavaras :
— « Petra emaoh o klask ? »
Respont a rejont dezañ :
— « Rabbi ! (da lavared eo : Mestr), e peleh emaout o chom ? »
39 Lavared a reas dezo :
— « Deuit ha gwelit ».
Mond a rejont gantañ hag e weljont e peleh e oa o chom, hag e chomjont gantañ en deiz-se. War-dro peder eur e oa.
40 Bez’ e oa Andre, breur Simon-Pèr, unan euz an daou ziskib o-doa klevet Yann-Vadezour, hag eet neuze da heul Jezuz.
41 En em gaoud a reas da genta gand Simon e vreur, hag e lavaras dezañ :
— « Kavet on-eus ar Mesiaz (da lavared eo : ar Hrist). 42 Hag e kasas anezañ da gaoud Jezuz. O veza sellet outañ, e lavaras Jezuz :
— « Te eo Simon, mab da Yann ; bez’ e vo « Kefaz » da ano (da lavared eo : Pèr).
43 Antronoz e lakeas Jezuz en e zoñj mond da Vro-Halilea. En em gavoud a ra gand Filip hag e lavar dezañ :
— « Deus d’am heul ».
44 Hogen, Filip a oa euz Betsaida, kêr Andre ha Pèr. 45 Mond a ra Filip da gavoud Natanael, hag e lavar dezañ :
— « An hini a zo bet skrivet diwar e benn gand Moizez el Lezenn ha gand ar Brofeted, kavet on-eus anezañ : Jezuz eo, mab Jozef euz Nazared ».
Respont a ra Natanael dezañ :
— 46 Daoust hag euz Nazared e hell dond eun dra bennag a vad ? »
— « Deus hag e weli », eme Filip dezañ.
47 Pa wél Jezuz Natanael o tond war-zu ennañ, e lavar diwar e benn :
— « Setu evid gwir eun Izraelad : n’eus netra faoz ennañ ».
48 Goulenn a ra Natanael outañ :
— « A-beleh eh anavezez-te ahanon ? »
Respont a ra Jezuz dezañ :
— « Araog ma ’z out bet galvet gand Filip, pa oas dindan ar wezenn-fïez, em-eus gwelet ahanout ».
49 Ha Natanael dezañ :
— « Rabbi, bez’ ez out Mab Doue ! Bez’ ez out Roue Izrael ! »
50 Respont a ra Jezuz dezañ :
–-« Abalamour m’em-eus lavaret dit : « Gwelet em-eus ahanout dindan ar wezenn-fiez », e kredez ! Brasoh eged-se e weli. »
51 Hag e lavar c’hoaz :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Gweled a reot an Neñv digor, hag Êlez Doue o sevel hag o tiskenn a-uz da Vab an Dén ».
7 En amzer-ze, eh embanne Yann-Vadezour en eur lavared :
— « Dond a ra war va lerh an hini a zo kreñvoh egedon, ha n’on ket dîn, en eur blega, da ziskoulma lèrenn e zandalennou. 8 Badezet em-eus-me ahanoh en dour ; gantañ avad e viot badezet er Spered-Santel ».
9 Hag en deiziou-ze, e teuas Jezuz euz Nazared, kêriadenn euz Bro-Halilea, hag e oe badezet gand Yann e stèr Jordan.
10 Kerkent ha ma teuas Jezuz er-mêz euz an dour, e welas an Neñv o tigeri hag ar Spered-Santel, evel eur goulm, o tiskenn warnañ. 11 Hag e teuas eur vouez euz an Neñv o lavared : « Te eo va Mab muia kared, ennout e kavan va dudi ».
23 Pa stagas Jezuz da brezeg, e oa war-dro tregont vloaz.
War ar péz a veze kredet, e oa mab da Josef, mab Héli
24 mab Mazat, mab Levi,
mab Melki, mab Yannaï, mab Josef,
25 Mab Mataziaz, mab Amos, mab Nahoum, mab Ezli, mab Nagaï,
26 mab Maaz, mab Mataziaz,
mab Semein, mab Yozeh, mab Yoda,
27 mab Yoanan, mab Resa,
mab Zorobabel, mab Salaziel, mab Neri,
28 mab Melhi, mab Addi,
mab Kôsam, mab Elmadam, mab Er,
29 mab Jezuz, mab Eliezer,
mab Yorim, mab Mazat, mab Levi,
30 mab Simeon, mab Youda,
mab Josef, mab Yônam, mab Eliakim,
31 mab Melea, mab Menna,
mab Mataza, mab Nazam,
mab David,
32 mab Yese, mab Yobed, mab Booz,
mab Sala, mab Naason,
33 mab Aminadab, mab Admin, mab Arni,
mab Ezrom, mab Farez, mab Youda,
34 mab Jakob, mab Izaaq,
mab Abraham, mab Tara, mab Nahor,
35 mab Serouk, mab Ragau,
mab Faleq, mab Eber, mab Sala,
36 mab Kainam, mab Arfaksad,
mab Sem, mab Noé, mab Lameh,
37 mab Mazousala, mab Enoh,
mab Yared, mab Maleleel, mab Kaïnam,
38 mab Enoz, mab Sez,
mab Adam,
mab Doue.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :
17 — « N’it ket da gredi ez on deuet da ziskar al Lezenn hag ar Brofeted : n’on ket deuet da ziskar anezo, med da beurechui anezo.
18 « Rag e gwirionez e lavaran deoh : keid ha ma pado an neñv hag an douar, na pik, na lizerenn ne vo lamet kuit diouz al Lezenn, ken na vo sevenet pep tra.
19 « An hini a dorro unan euz an disterra gourhemennou-ze, hag a zougo ar re all da ober kemend-all, a vo lakeet e-touez ar re zisterra e Rouantèlèz Doue. Med an hini a heuillo anezo hag a zougo ar re all da ober kemend-all, hennez a vo lakeet uhel e Rouantèlèz Doue.