Euz ar 4 d’an 10 a viz Kerzu 2022
1 En deiziou-ze, e tigouez Yann-Vadezour ; bez’ e ema e dezert Bro-Judea oh embann :
2 — « Troit ho kalon ouz Doue, rag tostig-tost ema Rouantèlèz Doue.
3 Bez’ ez eo Yann an hini e-noa ar profet Izaïaz greet ano anezañ o lavared :
« Mouez an hini a youh en dezert :
« Kempennit hent an Aotrou,
« Eünit dezañ e wenojennou ».
4 Yann e oa gantañ dillad greet gand reun kañval, hag eur gouriz-lèr en-dro d’e groazléz. Mond a ree gantañ killeien-raden ha mél gouez. 5 Dond a ree neuze d’e gaoud tud euz Jeruzalem, oll dud Bro-Judea hag oll dud euz tro-war-dro ar Jordan, 6 hag e vezent badezet gantañ er stèr Jordan, en eur anzao o fehejou.
7 O weled kalz Farizianed ha Saduseaned o tond evid beza badezet gantañ, e lavaras Yann dezo :
— « Gorad naered, piou e-neus roet deoh ar zoñj da dehed araog ar gounnar a zo o tond ? 8 Lakait war wél ar frouez a ziskouez ho-peus greet pinijenn. 9 N’it ket da lavared ennoh hoh-unan : « Abraham eo on tad ». Rag lavared a ran deoh : euz ar vein-mañ e hell Doue sevel bugale da Abraham. 10 Ema dija ar vouhal gand gwriziou ar gwez : trohet ha stlapet en tan e vo kement gwezenn na daol ket frouez mad.
11 « Badezi ahanoh en dour a ran-me, deoh-c’hwi trei ho kalon ouz Doue. Med galloudusoh egedon eo an hini a zo o tond war va lerh, ha n’on ket dîn da denna dezañ e zandalennou. Gantañ e viot badezet er Spered Santel hag en tan.
12 « Ema ar bal-wenta gantañ en e zorn, skuba a raio e leur, hag e vo dastumet gantañ e winiz er hrignol. Ar pell a-vad, taolet e vo gantañ en tan na varv ket ».
17 Eun deiz m’edo Jezuz o kelenn, e oa azezet ouz e zelaou Farizianed ha Doktored war al Lezenn, deuet euz oll gêriadennou Bro-Halilea, Bro-Judea ha Jeruzalem. Ha bez’ e oa gantañ galloud an Aotrou da barea ar re glañv.
18 Digouezoud a reas tud o tougenn, war e wele, eun den seizet. Klask a reent e zigas en ti evid e lakaad dirazañ.
19 Ablamour ma oa leun an ti a dud, ne gavent tu e-béd da gas tre an den, hag e pignjont war al leurenn doenn, hag en eur lemel an teol, e tiskennjont anezañ, gand e wele, e-kreiz an dud dirag Jezuz.
20 O weled o feiz, e lavaras Jezuz dezañ :
— « Pardonet eo dit da behejou ».
21 En em lakaad a reas ar Skribed hag ar Farizianed da zoñjal enno o-unan :
— « Piou eo hemañ gand e zoñjou dizakr ? Piou a hell pardoni ar pehejou nemed Doue hepkén ? »
22 Med o houzoud petra a oa en o spered, e respontas Jezuz dezo :
— « Perag maga seurt soñjou en ho kalon ? 23 Petra eo an êsa da lavared : « Pardonet eo dit da behejou », pe lavared : « Sav ha kerz » ? 24 Ahanta ! Evid ma ouezoh e-neus Mab an Den galloud war an douar da bardoni ar pehejou : « Me ’lavar dit », emezañ d’an den seizet, « sao en da-zav, kemer da wele ha distro d’ar gêr ».
25 Kerkent e savas hemañ en e-zav dirazo, e kemeras e wele, hag ez eas d’ar gêr en eur veuli Doue.
26 Kregi a reas ar spont neuze enno oll, hag e veulent Doue. Leun a zoujañs, e lavarent :
— « Traou burzuduz on-eus gwelet hirio ».
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
12 « Petra a zoñjit euz kement-mañ ? M’e-neus eun dén kant penndeñved, ha ma teu unan da zianka, daoust ha ne lezo ket an naonteg ha pevar-ugent all war ar menez, evid mond war glask an hini dianket ?
13 « Ha ma teu a-benn d’e gavoud en-dro, e gwirionez m’hel lavar deoh, e-no muioh a joa diwar-benn hennez, eged diwar-benn an naonteg ha pevar-ugent, ha n’int ket bet dianket.
14 « Evel-se, ne fell ket d’ho Tad a zo en neñv, ez afe da goll hini ebéd euz ar re vihan-ze.
En amzer-ze, e lavaras Jezuz ar homzou-mañ :
28 « Deuit davedon, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.
29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz ebed ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.
Lavared a ree Jezuz an homzou-mañ d’an dud :
16 « Ouz petra eo heñvel ar rummad tud-mañ ? Heñvel eo ouz bugale, azezet war ar blasenn, o huchal da reou all : 17 Sonet on-eus deoh gand ar fleüt, ha n’ho-peus ket dañset. Kanet on-eus deoh gwerziou kañv, ha n’ho-peus ket skoet war ho peultrin.
18 « Deuet eo Yann, o chom héb drebi nag eva, hag e vez lavaret diwar e benn : e dalh an droug-spered ema. 19 Deuet eo Mab an Dén, o trebi hag oh eva, hag e vez lavaret : eul lonteg a zo anezañ, eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien.
Med, anavezet eo bet ar furnez diwar heh oberou ».
(9 a viz Kerzu, memor Sant Budog, lidet e Eskopti Kemper ha Leon : Mz 16,24-27)
10 Goulenn a reas an diskibien ouz Jezuz :
— « Perag eta e lavar ar skribed e rank Elïaz dond da genta ? ».
11 Respont a reas Jezuz :
— « Gwir eo e rank Elïaz dond evid reñka pep tra. 12 Med, m’hel lavar deoh, deuet eo Elïaz dija, ha n’o-deus ket e anavezet, ha greet o-deus dezañ ar pez a garent. Med ema Mab an Dén, eñ ive, o vond da houzañv euz o ferz ».
13 Neuze, eh intentas e ziskibien, e komze dezo euz Yann-Vadezour.