Euz ar 27 a viz Du d’an 3 a viz Kerzu 2022
Komz a ree Jezuz gand e ziskibien diwar-benn e zonedigez : 37 « Evel ma oe kont en amzer Noe, evel-se e vo ive pa zeuio Mab an dén.
38 « En deiziou-ze, a-raog an dour-beuz, e oa an dud o tebri hag oh eva, o kemer gwrég hag o kemer gwaz, beteg an deiz ma ’z eas Noe en arh. 39 N’o-doa an dud douetañs a netra, beteg m’ en em gavas an dour-beuz, ma oent oll lonket gantañ : bez’ e vo ive evel-se, pa zeuio Mab an Dén.
40 « Bez’ e vo, neuze, daou zén er park : paket e vo unan, ha lezet egile. 41 Bez’ e vo diou vaouez o vala er vilin : paket e vo unan, ha lezet e-bén.
42 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da zeiz e teuio hoh Aotrou.
43 « Komprenit mad : m’e-nefe gouezet mestr an ti, da beseurt mare euz an noz e teufe al laer, e chomfe war héd, ha n’e lezfe ket toulla moger e di. 44 Bezit prést eta, c’hwi ive, rag dond a raio Mab an Dén d’an eur na zoñj ket deoh ».
5 O veza m’edo Jezuz o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas eun ofiser d’e gaoud hag e reas outañ ar bedenn-mañ :
6 — « Aotrou, ema va zervicher war e wele, em zi, seizet e izili, ha diwaska a ra poaniou kriz ».
7 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Mond a rin hag e parein anezañ ».
8 Respont a reas an ofiser :
— « Aotrou, n’on ket dîn e teufeh em zi, med lavarit eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher. 9 Rag me a zo dindan galloud tud all, hag am-eus soudarded dindannon, hag e lavaran da unan mond hag ez a, da unan all dond hag e teu, d’am zervicher ober an dra-mañ-dra, hag e ra ».
10 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz, hag e lavaras d’ar re a oa ouz e heul :
— « E gwirionez, e lavaran deoh, n’em-eus ket kavet eur seurt feiz e Bro-Izrael, 11 ha lavared a ran deoh e teuio kalz tud euz ar Zao-Heol, hag euz ar Huz-Heol, hag a gemero plas ouz taol gand Abraham, Izaag ha Jakob, e Rouantèlèz Doue.
21 D’an ampoent, e tridas kalon Jezuz gand al levenez, er Spered-Santel, hag e lavaras :
— « Da veuli a ran, va Zad, Aotrou an Neñv hag an douar, ablamour m’az-peus kuzet an traou-ze ouz an dud desket ha speredeg, ha m’az-peus o roet da anaoud d’ar re vihannig. Ya, Tad, evel-se eo bet plijet ganit.
22 « Pep tra a zo bet roet din gand va Zad, ha den e-béd ne oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na kennebeud piou eo an Tad, nemed ar Mab, ha kement hini a zo plijet gand ar Mab henn diskleria dezañ ».
23 O trei neuze war-zu e ziskibien, e lavaras dezo en o fart-o-unan :
— « Eüruz an daoulagad a wél ar pez a welit. 24 Rag m’hel lavar deoh, stank eo bet ar brofeted hag ar rouaned o-defe karet gweled ar pez a welit, ha n’o-deus ket gwelet, kleved ar pez a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».
18 O tremen a-héd ar Mor-Galilea, e welas Jezuz daou vreur : Simon, lesanvet Pèr, hag Andre e vreur, o taoler o rouejou er mor, rag pesketerien e oant.
19 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Deuit d’am heul hag e rin pesketerien tud ahanoh ».
20 Ha raktal, dilezet ganto o rouejou, ez ejont d’e heul.
21 Pelloh, e welas daou vreur all : Jakez, mab da Zebede ha Yann e vreur, en o bag, gand Zebede o zad, o kempenn o rouejou.
22 Gelver a reas anezo, ha kerkent e tilezjont o bag hag o zad evid mond d’e heul.
Lavared a ree Jezuz d’ar Juzevien :
11 « Me eo ar Pastor Mad.
Rei e vuhez evid e zeñved a ra ar Pastor Mad.
12 « An hini n’eo nemed mevel avad,
n’eo ket eñ ar pastor :
pa n’eo ket an deñved e re dezañ :
ma wél ar bleiz o tond,
e tilez an deñved
hag e teh kuit.
Hag e vezont skrapet gand ar bleiz
a ra dezo mond amañ hag ahont.
13 « Tehel kuit a ra ar pastor-ze,
peogwir n’eo nemed mevel,
ha n’eo ket chalet gand an deñved.
14 « Me eo ar Pastor Mad.
Anaoud a ran va deñved,
hag anaoud ahanon a ra va deñved,
15 « evel ma’h anavez an Tad ahanon,
ha ma’h anavezan, me ive, an Tad.
Ha va buhez a roan evid va deñved.
16 « Deñved all am-eus c’hoaz,
ha n’emaint ket er park-deñved-mañ.
Ar re-ze ive am-eus da rén.
Kleved a raint va mouez,
ha ne vo nemed eun tropell
hag eur pastor hepkén ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, e lavare dezo :
21 « N’eo ket o lavared din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo ez eer e Rouantèlèz an neñv, med oh ober bolontez va Zad a zo en neñv.
24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant-vad savet ti gantañ war ar garreg. 25 Kouezet eo ar glao, dirollet eo an dour-beuz, c’hwezet o-deus gand kounnar an aveliou war an ti. N’eo ket kouezet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.
26 « Bez’ ez eo an dén a zelaou va homzou, ha na zent ket outo, heñvel ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Deuet eo ar glao, savet eo an aveliou ha c’hwezet o-deus war an ti. Koueza a ra en e boull, hag e koll an dén pep tra ».
27 O veza m’edo Jezuz o vond gand e hent, e teuas war e lerh daou zen dall en eur grial :
— « Bez truez ouzom, Mab da Zavid ! »
28 Pa oe eet Jezuz en ti, e tosteas an daou zen dall outañ, hag e lavaras Jezuz dezo :
— « Ha kredi a rit, e hellan ober kement-se ? »
— « Ya, Aotrou, emezo ».
29 Neuze, e touchas ouz o daoulagad en eur lavared :
— « Ra vo greet deoh hervez ho feiz ».
30 Hag e tigoras raktal dezo o daoulagad. Med Jezuz, rust dezo :
— « Diwallit na ve gouezet kement-se gand dén e-béd ! »
31 Med a-veh er-mêz, e komzas ar re-mañ diwar e benn dre ar vro a-béz.
35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn er zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.
36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel deñved hep pastor.
37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :
— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».
1 Gelver a reas neuze, e zaouzeg diskibl, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou, evid o has kuit ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.
6 « It kentoh, emezañ, war-zu an deñved dianket euz pobl Izrael.
7 « Dre ma’z eot gand ho hent, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, glannait an dud lor, roit ar vuhez d’ar re varo, argasit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra ».