Laudato Si ! Meuleudi dit-te ! Al lizer-meur a gemer ano pedenn sant Frañsez « Meuleudi dit-te va Aotrou » euz Kantik ar Grouadurien, a zigas soñj eo an douar, on ti boutin, « vel eur c’hoar, on-eus perz ganti er beza, ha ’vel eur vamm, kaer, a zegemer ahanom gand he divrec’h digor braz » (1). Ni on-unan « a zo douar » (Gn 2,7). Or c’horv e-unan a zo greet gand elemañchou euz ar blanedenn, « he êr a ro deom an alan hag he dour a ro deom huez ’vel ma renevez ahanom » (2).
Ral eo d’eul lizer-meur beza bet gortozet kement, ha zokén displeget araog beza bet embannet, zokén diwar skridou da-c’hortoz ! Eur zin eo euz ar pouez roet d’ar pab Frañsez. E gomz hirio a ra berz.
Bez’ ez-eus kalz gourhemennou, o tond euz tud hag a zo e-diavêz euz an Iliz hag a anavez he c’harg evid heñcha talvoudegeziou an den hervez an aviel. Ne zalhin nemed daou euz ar gourhemennou-se. Da genta hini Jean Jouzel, ispisialour brudet an hin : « lizer ar pab a ro eun hollad a gemennadou sklêr kement diwar-benn an diouganadenn ha diwar-benn efedou an hin o tomma diwar goust labouriou an den ha diwar-benn an diskoulmou da ober evid lakaad eun harz d’an efedou fall. Plijet on ive gand ar zell ledan kenañ e-keñver eun diorroadur paduz hag an ekologiez, hag e vijem galvet da jeñch or sell penn-da-benn war ar bed, pe ’vefem tud a feiz pe get ». Gourhemenn ive ar sosiologer ha filozof Edgar Morin : « eun eienenn penn-da-benn hervez an aviel eo al lizer-meur diweza. Kemennad ar pab a c’halv d’eur cheñchamant, d’eur zevenadur nevez, hag on plijet kalz gand an dra-ze. An akt kenta eo marteze euz ar galv evid eur zevenadur nevez.»
Peogwir ema er bed, ha nann euz ar bed. Peogwir pell diouz ar cheñchamañchou heb aliez a jeñchamant gwirion en on teknikachou liberal, e kinnig eur cheñch-tu a-bez euz or bueziou : frigasa kalz euz on idolennou evid en em drei ouz an Doue hepkén a ro frankiz.
Laudato si’ ! Ar veuleudi-ze d’ar C’hrouer eo ar c’henta doare-beza ekologel. On darempred gwirion gand ar bed a grog end-eeun gand an anaoudegez-vad, hervez an daou ster euz ar ger-se : anaoud eo ar bed eur vad prisiuz fiziet ennom ha beza leun a anaoudegez-vad evid Doue a zo an eienenn anezañ. Lakeet eo bet an den er bed ’vel en eul liorz da labourad. Bez’ eo e-unan eun donezon a-berz Doue, hag e-neus da anaoud e nesa ’vel eun donezon a-berz Doue. Evelse, hervez ar Breur Frañsez, med ive hervez oll hengoun an Iliz, e kinnig deom ar Pab Frañsez eur zell euz ar bed unanet, ar grouadelez a-bez o tond euz ar memez jestr a garantez a-berz Doue, euz e gomz krouer, a ro buez ha ster da bep tra. On darempred gand ar bed a zastum er memez sell a estlamm hag a zoujañs ar c’hrouaduriou a zeblant beza an disterra hag ar re a zeblant beza an uhella. Hag an doujañs evid on nesa, dreist-oll an hini izella hag an hini gloazeta gand ar vuez, a zo ar memez doare-beza ekologel hag an doujañs evid an natur. Ar pab Frañsez a ziskouez eienenn an oll zigempoueziou, ’vel allouzou da zigas : kalon an den eo. Ablamour da ze eo e lizer-meur eul lizer a bastor : gervel a ra da zistro ar galon. Hag e tiskouez heñchou eun « distro ekologel ». An distro-se eo hini pep hini ahanom, en on doareou kustum da veza.
Tri dra a zo en em gavet asamblez evid rei muioc’h a nerz d’al lizer-meur-se :
• An dud o-deus en em rentet kont euz an efedou fall hag an dismantrou evid an den o tond euz an hin o tomma hag euz saotradur ar blanedenn.
• Bodadeg-Veur ar Broadou-Unanet hag he-deus greet, e miz gwengolo diweza, ar bilans euz an O.M.D. (Paliou ar Milved evid an Diorroadur) hag he-deus embannet Paliou eun Diorroadur Paduz (ODD) evid ar pennad 2015-2030. Ar paliou-se a zo dond a-benn da ziwrizienna ar gwasa paourentez, ober gwelloc’h evid digreski an dizingalded, ha rei muioc’h a bias da gudennou an en-dro.
• E du-kerzu 2015, 21ved bodadeg ar Broadou-Unanet diwarbenn cheñchamañchou an hin (COP 21) hag a zo en em vodet e Pariz.
Pa lenner al lizer-meur-se, war eun dro ken uhel ha ken frêz, aberz eur pab anad eo en e afer, e teu da zoñj eun draig euz e vuez, ha n’eo ket bet meneget aliez, ’vel ma vefe bet eun taol-esa e-kichenn heb efed goude-ze : araog mond d’ar c’hloerdi, e-neus Jorge Mario Bergoglio greet studiou kimiez hag e-neus bet eun diplom a deknikour war an dachenn-ze. Ema an istor o paouez diskouez ne vedo ket eur fazi hervez raktres Doue.
Al lizer-meur Laudato Si’ ’neus an dra-mañ ispisial : skrivet eo d’an oll dud. N’eo ket hepkén evid pobl ar grederien, na zokén evid an oll dud a volontez vad : bez’ eo evid kement gwaz ha kement maouez, peogwir eo diwar-benn on ti boutin. Diskouezet eo an degemererien en eun doare sklêr azaleg ar penn-kenta : « dirag labezadur olleg an endro, e fell din komz gand kement den a zo o chom war ar blanedenn » (3).
N’eo ket koulskoude ar wech kenta ma fellfe d’eun diell a-berz ar pab komz d’an oll dud. Bep tro·ma ’z-eus bet eur gudenn a-bouez-dreist evid an den, o-deus ar pabed klasket mond pelloc’h eged kumuniez ar gatoliked ha rei da gleved d’an ollved.
Doare ollvedel degemererien al lizer-meur a ziskouez pegen grevuz ha malluz zokén eo ar gudenn displeget, n’eo ket hepkén evid ar gristenien, med evid an oll dud. Aze e welom pegen pouezuz eo ouz daoulagad ar pab Frañsez stad an den gwasket gand eun enkadenn ekologel ha sosial ollvedel a lake dañjer amzer da zond « on ti boutin ». Zokén m’o-deus e ziaraogerien nevez ’zo greet ano dija euz ekologiez, ez eo ar c’henta da skriva eul lizer-meur penn-da-benn war an danvez-se.
Kerzadenn ar pab Frañsez er c’hwec’h pennad a gaver el lizer-meur a zo anaoud ha dibab. Komañs a ra ’n eur istima ar stad a-vremañ hervez dizohou an enklask skiantel (pennad 1). Goude-ze e tispleg an hengoun juzeo-kristen evid diskouez perag emouestla evid an en-dro (pennad 2). Kinnig a ra goude-ze mond pelloc’h eged selled ouz sinou an enkadenn ekologel evid displega ar pez a zo penn-kaoz e gwirionez (Pennad 3). Goude-ze e ra eur c’hinnig a ekologiez klok, er memez amzer endroel, ekonomikel ha sosial (Pennad 4). Alese e termen (e spisa) heñchou da zibab ha da gas da benn (Pennad 5). Echui a ra e gerzadenn en eur rei da anaoud an danveziou speredel a c’hell sikour an den da jeñch (Pennad 6).
N’emaom ket o vond da zelled dre vraz ouz ar pez a zo e peb pennad. Tri zoare pouezuz a zacho on evez, tri dra a houez braz : breskadurez, ekologiez klok, donezon. An tri zoñj-se a gas da zeir galvadenn malluz : en em zigeri muioc’h-mui d’an diviz, ober er memez amzer eun distro ekologel hag eur cheñchamant sevenadurel don.
Armand GUEZINGAR
(Brezoneg gand Job an Irien)