Accueil  -  Tregontved sizunvez war ar bloaz (C)

Tregontved sizunvez war ar bloaz (C)

Euz an 23 d’an 29 a viz Here 2022

Tregontved sul war ar bloaz (C)

Lk 18, 9-14

9 Lavared a reas Jezuz eur barabolenn evid ar re a gave dezo e oant just, ha n’o-doa nemed dispriz evid an dud all :

10 « Mond a reas daou zén d’an Templ evid pedi, unan anezo a oa farizian, egile, publikan.

11 « En e-zav, e pede ar Farizian ennañ e-unan evel-henn : « Va Doue, trugarekaad a ran ahanout, peogwir n’on ket e-giz ar re all : laer, disleal, avoultrer, pe c’hoaz evel ar publikan-mañ. 12 Yuni a ran diou wech ar zizun, ha rei a ran ive an degved euz kement a hounezan ».

13 « Pell alese a-vad, e oa ar publikan. Ne grede ket zokén sevel e zaoulagad war-zu an neñv. Med skei a ree war boull e galon en eur lavared : « Va Doue, bez truez ouzin, peher ma ’z on ! »

14 « Lavared a ran deoh : mond a reas hemañ d’ar gêr, deuet da veza-eñ eun dén just, kentoh eged egile.

« Rag izel e vo lakeet an néb en em laka uhel, hag uhel, an néb en em laka izel ».

Lun

Lk 13, 10-17

10 Bez’ e oa Jezuz o kelenn en eur zinagogenn, d’eun deiz sabat. 11 War al leh e oa eur vaouez dalhet gand eur spered a waske anezi abaoe triweh vloaz. Daou-bleget e oa, ha ne helle ket sevel plom he hein.

12 Pa welas Jezuz anezi, e savas e vouez da lavared dezi :

— « Maouez, dizammet out euz da zroug ».

13 Astenn a reas e zaouarn warni. Kerkent e savas ar vaouez en he zav, sonn he hein, hag e stagas da renta gloar da Zoue.

14 Neuze, ez eas mestr ar zinagogenn droug ennañ, abalamour ma oa bet roet ar pare gand Jezuz d’eun deiz sabat. Lavared a reas d’an dud :

— « C’hweh devez zo d’al labour ; deuit eta d’an deiziou-ze da glask ar pare, ha n’eo ket d’an deiz sabat ».

15 Respont a reas an Aotrou dezañ :

— « Sperejou faoz ! Daoust ha ne zistag ket pep hini ahanoh e ejenn pe e azen diouz e laouer, da zeiz ar zabat, evid kas anezañ da eva dour ? 16 Hag ar vaouez-mañ merh da Abraham, e dalh Satan abaoe triweh vloaz, daoust ha ne oa ket réd terri dezi heh ereou d’an deiz sabat ? »

17 War ar homzou-ze e oe karget e enebourien a véz, hag e oa an oll leun a levenez gand an oll vurzudou greet gand Jezuz.

Meurz

Lk 13, 18-21

18 Lavared a ree Jezuz d’an dud :

— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Petra a gavin da veza par dezi ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, kemeret hag hadet gand eun dén en e liorz. Kreski he-deus greet, deuet eo da wezenn, hag o-deus laboused an neñv greet o neiziou en he skourrou ».

20 Lavared a reas c’hoaz :

— « Ouz petra e hellan heñvellaad Rouantèlèz Doue ? 21 Heñvel eo ouz goell kemeret ha sanket gand eur vaouez e-barz tri muzuliad bleud, ken na vo goet an toaz a-béz ».

Merher

Lk 13, 22-30

22 Oh ober hent war-zu Jeruzalem, e tremene Jezuz dre gêriou ha bourhadennou en eur gelenn.

23 Goulenn a reas eun dén outañ :

— « Aotrou, daoust ha nebeud a dud eo ar re a vo salvet ? »

24 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Poagnit da vond e-barz dre an nor striz, rag, lavared a ran deoh, gand kalz a dud e vo klasket mond tre, ha ne hellint ket.

25 « Pa vo savet mestr an ti da brenna an nor, ha c’hwi er-mêz, ma skoit war an nor en eur lavared : « Aotrou, digor deom ! » e responto deoh : « N’ouzon ket a-beleh ez oh ». 26 Neuze e stagot da lavared : « Debret hag evet on-eus ganit, hag ez-peus kelennet war or plasennou ». 27 Respont a raio deoh : « N’ouzon ket a-beleh ez oh. Kit pell diouzin, c’hwi oll, mevelien an droug ».

28 « Eno e vo daelou ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaag ha Jakob hag an oll brofeted, e Rouantèlèz Doue, e-keid ha ma vezot-c’hwi taolet er-mêz. 29 Neuze e teuio tud euz ar zao-heol hag euz ar huz-heol, euz an hanter-noz hag euz ar hreisteiz, da gemered plas ouz taol, e Rouantèlèz Doue.

30 Ya, bez’ e vo lod euz ar re ziweza hag a vo da genta, ha lod euz ar re genta, da ziweza ».

Yaou

Lk 13, 31-35

31 D’ar mare-ze, Jezuz a dosteas outañ eun nebeud Farizianed da lavared dezañ :

— « Kee kuit, kerz ahalenn : ema Herodez o klask laza ahanout ».

32 Respont a reas dezo :

— « Kit da lavared d’al louarn-ze : Setu ma kasan er mêz an droug-sperejou, ha ma roan ar pare d’ar re glañv hirio ha warhoaz, ha d’an trede deiz e vo echu ganin.

33 « Hirio a-vad ha warhoaz, hag en deiz warlerh, e rañkan derhel gand va hent, rag ne hell ket eur profet beza lazet er-mêz euz Jeruzalem ».

34 « Jeruzalem ! Jeruzalem : Te hag a gas ar brofeted d’ar maro hag a laz a daoliou mein an dud kaset dit gand Doue, na péd kwech em-eus klasket boda da vugale, evel ma vod eur vamm-yar he neiziad dindan he diwaskell, ha n’eo ket bet fellet deoh !

35 Setu m’eo laosket ho Templ ganeoh, didud. Lavared a ran deoh : ne welot ket ken ahanon beteg an deiz ma vo lavaret ganeoh : « Ra vo benniget an hini a zeu en ano an Aotrou ! ».

Gwener 28 a viz Here
Sant Simon ha sant Jud, ebestel. Gouel

Lk 6, 12-19

12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez evid pedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.

13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.

17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.

18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ o rei dezo oll ar pare.

Sadorn

Lk 14, 1.7-11

1 D’eun deiz sabat, e oa eet Jezuz da zebri da di unan euz pennou braz ar Farizianed, hag e talhe ar re-mañ da zelled outañ.

7 O weled an dud bet pedet o tibab ar plasou kenta, e lavaras ar barabolenn-mañ dezo :

8 — « Pa vezez pedet gand unan bennag d’eul lein-eured, ne d-a ket da azeza er plas kenta, gand aon na vefe eun dén uhelloh egedout pedet ive gantañ. 9 Neuze e teufe an hini e-neus pedet ahanoh ho-taou da lavared dit : « Ro da blas da hemañ », hag ez afes, méz warnout, d’ar plas diweza.

10 « Er hontrol, pa vezi pedet, kee da azeza er plas diweza. Neuze, pa zigouezo an hini out bet pedet gantañ, e lavaro dit : « Va mignon, sav uhelloh », hag e vezo eun enor evidout dirag an oll dud ouz taol asamblez ganit.

11 « Rag kement hini en em laka uhel, a vo izelleet ; hag an hini en em laka izel, a vo uhelleet ».