Accueil  -  Eizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (C)

Eizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (C)

Euz an 9 d’ar 15 a viz Here 2022

Eizved sul warn-ugent war ar bloaz (C)

Lk 17, 11-19

11 Bez’ e oa Jezuz oh ober hent da vond da Jeruzalem, hag e tremenas war harzou Bro-Zamaria ha Bro-Halilea.

12 Pa oa o tigouezoud en eur gêriadenn, e teuas dég dén lor en arbenn dezañ. Chom a rejont pellig a-walh dioutañ, hag hopal dezañ :

13 — « Mestr Jezuz, ho-pet truez ouzom ! ».

14 Kerkent ha ma welas Jezuz anezo, e lavaras dezo :

— « It d’en em ziskouez d’ar veleien ».

E-keid ha ma oant o vond, e tigouezas dezo beza pareet. 15 Unan anezo, o weled e oa pare, a zeuas war e giz en eur gana meuleudi da Zoue a vouez kreñv. 16 En em deurel a reas, e dal d’an douar, e-harz treid Jezuz, o trugarekaad anezañ. Hogen, eur Zamaritan e oa anezañ.

17 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Daoust ha n’eo ket bet pareet an dég ? An nao all, e peleh emaint ? 18 N’eus ket bet eta nemed hemañ, eun estren anezañ, da zond en-dro da veuli Doue ».

19 Hag e lavaras dezañ :

— « Sav en da zav ha kerz : da feiz he-deus saveteet ahanout ».

Lun

Lk 11, 29-32

29 O veza ma kreske an dud en-dro dezañ, e stagas Jezuz da lavared :

— « Eur rummad fall eo ar rummad-mañ : goulenn a ra eur zîn ; med sîn e-béd ne vo roet dezañ nemed sîn ar profed Jonaz.

30 « Rag evel ma oe Jonaz eur zîn evid tud Niniv, evel-se ive e vo Mab an Dén eur zîn evid ar rummad-mañ.

31 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreizteiz gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo ; rag deuet eo euz ar penn pella euz ar béd da zelaou furnez Salomon. Ahanta ! Brasoh eged Salomon a zo amañ.

32 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv gand ar rummad-mañ, hag e kondaonint anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegèrèz Jonaz. Ahanta ! brasoh eged Jonaz a zo amañ.

Meurz

Lk 11, 37-41

37 E keid ha ma oa Jezuz o komz, e teuas eur Farizian da bedi anezañ da vond da leina gantañ. Mond a reas Jezuz d’e di, ha ez eas ouz taol.

38 Souezet e oa ar Farizian o weled n’e-noa ket Jezuz en em walhet da genta, a-raog ar préd. 39 Lavared a reas an Aotrou dezañ :

— « Evel-just, kempenn a rit, c’hwi ar Farizianed, an diavêz euz ar werenn hag euz ar plad, med an diabarz ahanoh n’eus netra ennañ nemed laeroñsi ha fallagriez.

40 « Tud diskiant ! Daoust hag an hini e-neus greet an diavêz, n’e-neus ket greet ive an diabarz ?

41 « Roit kentoh en aluzenn kement a zo deoh, ha neuze e vo glan pep tra evidoh.

Merher

Lk 11, 42-46

Lavared a ree Jezuz d’ar Farizianed :

42 « Gwaz-a-ze deoh, Farizianed ! Rag paea a rit an deog diwar kement a zav el liorz, evel ar vent hag ar ruz, hag e laoskit a-gostez ar justiz ha karantez Doue. An dra-mañ a oa da ober hep lakaad a-gostez an dra-ze.

43 « Gwaz-a-ze deoh, Farizianed ! Rag plijoud a ra deoh kaoud ar plasou kenta er zinagogennou, ha beza saludet war ar plasennou.

44 « Gwaz-a-ze deoh ! Rag heñvel oh ouz ar beziou na weler ket, hag a vale an dud warno hep gouzoud dezo ».

45 Neuze, e lavaras unan euz an doktored war al Lezenn :

— « Mestr, o komz evel-se, warnom-ni ive e taolez dismegañs ».

46 Respont a reas Jezuz :

— « C’hwi ive, doktored war al Lezenn, gwaz-a-ze deoh ! Rag lakaad a rit sammou ponner war diskoaz an dud, ha c’hwi, ne douchit ket zokén hoh-unan ouz ar zammou-ze gand unan euz ho pizied ».

Yaou

Lk 11, 47-54

Lavared a ree Jezuz d’an doktored war al Lezenn :

47 « Gwaz-a-ze deoh ! Rag sevel a rit beziou ar brofeted, pa vezont bet avad, lazet gand ho tadou-koz.

48 Evel-se, e roit testeni e kavit mad an droug o-deus greet ho tadou-koz, peogwir o-deus int-i lazet ar brofeted, hag e savit-c’hwi beziou dezo.

49 « Setu perag ez eo bet lavaret gand Furnez Doue heh-unan : Kas a rin dezo profeted hag ebestel ; darn anezo a vo lazet ganto, darn all heskinet. 50 Dre-ze, e vo goulennet kont digand ar rummad-mañ euz gwad an oll brofeted a zo bet skuillet abaoe penn kenta ar béd, 51 azaleg gwad Abel beteg hini Zakariaz, bet lazet etre an aoter hag ar zantual. Ya, lavared a ran deoh : kont a vo goulennet digand ar rummad-mañ.

52 « Gwaz-a-ze deoh, Doktored war al Lezenn ! Rag skrapet eo bet ganeoh alhwez ar ouiziègèz ; c’hwi hoh-unan n’oh ket eet enni, hag ar re a glaske mond, ho-peus miret outo ».

53 Pa oa eet Jezuz er-mêz euz an ti, en em lakeas ar Skribed hag ar Farizianed da dregasi c’hwero anezañ, ha da ober goulennou ha goulennou outañ, 54 o stigna pechou dezañ evid paka anezañ en e gomzou.

Gwener

Lk 12, 1-7

1 En amzer-ze, pa oa tud bodet a vilierou beteg bresa an eil re ar re all, e stagas Jezuz da genta da lavared d’e ziskibien :

— « Diwallit ouz goell ar Farizianed, da lavared ouz o filpouzèrèz. 2 N’eus netra holoet ha ne vo dizoloet, ha n’eus netra guzet ha ne vo ket anavezet. 3 Ha kement ho-peus lavaret en deñvalijenn a vo klevet er sklêrijenn, splann, hag ar péz ho-po lavaret e plég ar skouarn, er hao, a vo embannet war an toennou.

4 « Lavared a ran deoh, c’hwi va mignoned : Arabad deoh kaoud aon ouz ar re a laz ar horv, ha ne hellont, goude-ze, ober netra ouspenn.

5 « Mond a ran da ziskouez deoh rag piou ho-peus da gaoud aon : ho-pet aon rag an hini e-neus galloud, goude beza lazet, da stlepel er jehenn. Ya, lavared a ran deoh : hennez eo ho-peus da gaoud aon razañ.

6 « Daoust ha ne vez ket gwerzet pemp filip evid daou wenneg ? Koulskoude, ne vez ankounaheet hini e-béd anezo gand an Aotrou Doue.

7 « Gwelloh c’hoaz : bleo ho penn zo oll kontet. Tamm aon e-béd eta da gaoud : talvezoud a rit muioh eged eun nijad filiped ».

Sadorn

Lk 12, 8-12

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

8 « Lavared a ran deoh : Piou bennag e-no anzavet ahanon dirag an dud, a vo anzavet ive gand Mab an Dén dirag Êlez Doue. 9 Med an néb e-no nahet ahanon dirag an dud, a vo nahet d’e dro dirag Êlez Doue.

10 « An néb a lavaro eur gomz a-eneb Mab an Dén, a vo pardonet dezañ ; med an hini a vlasfemo a-eneb ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezañ.

11 « Pa vezot kaset dirag ar zinagogennou, ar gouarnourien hag an dud e karg, na vezit ket nehet evid gouzoud penaoz en em zifenn ha petra da lavared, 12 rag ar Spered-Santel a zesko deoh, d’ar poent-se, petra ho-po da lavared ».