Accueil  -  Seizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (C)

Seizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (C)

Euz an 2 d’an 8 a viz Here 2022

Seizved sul warn-ugent war ar bloaz (C)

Lk 17, 5-10

5 Lavared a reas an ebestel d’an Aotrou :

— « Laka da greski ennom ar feiz ! ».

6 Respont a reas an Aotrou :

— « Ma vefe ken braz ho feiz hag eur hreunenn zezo, e lavarfeh d’ar wezenn-vouar-mañ : « Diframm da wriziou, ha kee da blanta anezo er mor », hag e sentfe ouzoh ».

7 « Pehini ahanoh, dezañ eur zervicher bet oh arad, pe o vêsa al loened, a lavaro dezañ, pa vo distro euz ar park : « Deus buan ouz taol » ? 8 Daoust ha ne lavaro ket dezañ kentoh : « Aoz din va hoan, ha stard da houriz da zervicha ahanon, ken n’am-bo debret hag evet. Goude-ze, e helli debri, hag eva ».

9 « Daoust hag anaoudègèz vad e-no d’ar zervicher-ze evid beza sentet outañ ?

10 « Evel-se, c’hwi ive, greet ganeoh kemend a vo bet gourhemennet deoh, lavarit : « N’om nemed servicherien, o-deus greet nemed ar péz a rañkem ober ».

Lun

Lk 10, 25-37

25 O klask lakaad Jezuz da veza nehet, e lavaras dezañ eun doktor war al Lezenn :

— « Mestr, petra ’m-eus da ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz ? »

26 Goulenn a reas Jezuz outañ :

— « Al Lezenn, petra zo skrivet enni ? Petra a lennez enni ? »

27 Respont a reas egile :

— « Kared a ri an Aotrou da Zoue a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll nerz, ha da oll spered, ha da nesa eveldout-te da unan ».

28 — « Mad ez-peus respontet, eme Jezuz dezañ, gra kement-se, hag e vevi ».

29 Hemañ a-vad, o klask derhel penn, a lavaras da Jezuz :

— « Ha piou eo va nesa ? »

30 Ha Jezuz da lavared :

— « Bez’ e oa eun dén o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko. Koueza a reas etre daouarn laeron : lemel a reas ar re-man digantañ kement e-noa, gwall-gas anezañ ha mond kuit o laosker anezañ hanter-varo.

31 « C’hoarvezoud a reas gand eur beleg diskenn dre ar memez hent ; gweled a reas an dén hag e tremenas dre an tu-all d’an hent. 32 Evel-se ive, e tigouezas eur levïad eno ; gweled a reas anezañ, hag e tremenas dre an tu-all.

33 « Med eur Samaritan, o veaji, en em gavas gand an dén ; gweled a reas anezañ hag e oe gounezet gand an druez. 34 Tostaad a reas da liena dezañ e houliou, en eur skuill warno eoul ha gwin. Goude-ze, e lakeas anezañ war gein e loen, ha kas anezañ gantañ d’eun ostaleri ; hag eno eh ententas outañ.

35 « An deiz war-lerh, e tennas daou béz-arhant euz e yalh da rei d’an ostiz, en eur lavared : Entent mad outañ, ha ma vez brasoh ar mizou, e paein dit pa vezin distro.

36 « Pehini euz an tri dén-ze, a gav dit, a zo bet nesa d’an dén kouezet etre daouarn al laeron ? »

37 Respont a reas an doktor war al Lezenn :

— « An hini a zo bet trugarezuz en e-geñver ».

— « Kee, eme Jezuz, ha te ive, gra evel-se ».

Meurz 4 a viz Here
Sant Frañsez a Asiz

Mz 11, 25-30

25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :

— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.

27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».

28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.

29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».

Meurz

Lk 10, 38-42

38 E-pad ma oa Jezuz hag e ziskibien oh ober hent, e tigouezas dezañ mond en eur gêriadenn, hag e oe digemeret gand eur vaouez, Marta heh ano, en he zi.

39 Bez’ he-doa houmañ eur hoar, Mari heh ano : azezet e oa e-harz treid Jezuz, evid selaou e gomzou, 40 e-keid ha ma oa Marta oh ober war-dro an ti, prés warni e-leiz. Chom a reas a-zav, hag e lavaras :

— « Aotrou, ha n’out ket nehet o weled va hoar o lezel ahanon va-unan da ober ar zervich ? Lavar dezi ’ta, dond da zikour ahanon ».

41 Med, respont a reas an Aotrou dezi :

— « Marta ! Marta ! nehet out ha tregaset gand eur bern traou. Unan hepkén a zo ezomm anezañ. 42 Dibabet he-deus Mari al lodenn wella, ha ne vo ket lamet diganti ».

Merher 5 a viz Here, Sant Maoriz, abad
Memor e Eskoptiou Kemper ha Sant-Brieg

Mz 7, 21-25

Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz war ar menez, e lavare dezo :

21 « N’eo ket kement hini a lavar din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo a yelo e Rouantèlèz an Neñvou, med an hini a ra bolontez va Zad a zo en neñvou.

22 « En deiz-se, e lavaro din kalz a dud : « Aotrou ! Aotrou ! daoust ha n’eo ket en da ano eo on-eus komzet ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus kaset kuit an droug-sperejou ? ha n’eo ket en da ano eo on-eus greet kalz burzudou ? »

23 « Disklêria a rin dezo neuze : « N’em-eus biskoaz anavezet ahanoh. Kit pell diouzin, c’hwi hag a ra an droug. 24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant vad, savet ti gantañ war ar garreg. 25 Deuet eo ar glao, diruillet o-deus ar stèriou, c’hwezet o-deus an aveliou war an ti gand kounnar. N’eo ket pilet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.

Merher

Lk 11, 1-4

1 Eun devez, e oa Jezuz o pedi, en eul leh bennag. Pa oe echu gantañ e bedenn, e lavaras dezañ unan euz e ziskibien :

— « Aotrou, desk deom pedi, evel m’e-neus Yann-Vadezour e-unan desket d’e ziskibien ».

2 Lavared a reas Jezuz dezo :

« – Pa vezot o pedi, lavarit :

« Tad, da ano bezet santelleet,
« Da Rouantèlèz deuet deom.
3 « Ro deom ar bara on-eus ezomm bemdez.
4 « Pardon deom or pehejou, rag on-unan e pardonom da gement-hini e-neus greet gaou ouzom.
« Ha mir ouzom da goueza en tentadur ».

Yaou

Lk 11, 5-13

5 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :

— « Lakom e-nefe unan bennag ahanoh, eur mignon hag a zeufe d’e gaoud e-kreiz an noz da lavared dezañ : « Va mignon, prest din teir varaenn, 6 rag eur mignon din o veaji, a zo digouezet du-mañ, ha n’em-eus netra da ginnig dezañ ». 7 Ha ma respont egile euz diabarz an ti : « Laosk ahanon e peoh. Prennet eo bremañ an nor ; va bugale, koulz ha me, zo eet da gousked. Ne hellan ket sevel da rei eun dra bennag dit ». 8  Mad ! Lavared a ran deoh : goude ma ne zavje ket da rei dezañ e houlenn abalamour ma ’z eo e vignon, e savo koulskoude dre forz beza tregaset gantañ, hag e roio dezañ kement e-neus ezomm.

9 « Lavared a ran deoh : Goulennit, hag e vo roet deoh ; klaskit, hag e kavot ; skoit, hag e vo digoret deoh. 10 Rag an neb a houlenn, a reseo ; an neb a glask, a gav ; d’an neb a sko, e vez digoret dezañ.

11 « Peseurt tad, en ho-touez, ma teu e vab da houlenn eur pésk digantañ, a rofe dezañ eun naer e leh eur pésk ? 12 Ha ma houlenn eur vi, daoust hag e rofe dezañ eur grug ?

13 « Rag-se ’ta, ma ouezit c’hwi, daoust d’ar fall ma ’z oh, rei traou mad d’ho pugale, na pegement muioh ne roio ket an Tad euz an Neñv ar Spered-Santel d’ar re a houlenno digantañ ».

Gwener 7 a viz Here
Intron Varia ar Rozera

Lk 1, 26-38

26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.

28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :

— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».

29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.

30 Lavared a reas an êl dezi :

— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».

34 Lavared a reas Mari d’an êl :

— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz ebed ? »

35 Respont a reas an êl dezi :

— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz. 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »

38 Lavared a reas Mari neuze :

— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».

Hag ez eas an êl kuit diouti.

Sadorn

Lk 11, 27-28

27 Pa oa Jezuz o komz, e savas eur vaouez he mouez a-douez an dud da lavared dezañ :

— « Eüruz ar vamm he-deus douget ahanout enni, hag out bet maget gand he lêz ! »

28 Neuze e lavaras Jezuz dezi :

— « Eüruz kentoh ar re a zelaou komz Doue, hag a vir anezi ».