Accueil  -  Pevare sizunvez warn-ugent war ar bloaz (C)

Pevare sizunvez warn-ugent war ar bloaz (C)

Euz an 11 d’ar 17 a viz Gwengolo 2022

Pevare sul warn-ugent war ar bloaz (C)

Lk 15, 1-32

1 Bez’ e veze an oll bublikaned hag an oll beherien o klask mond tost da Jezuz evid selaou anezañ ; 2 grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed, en eur lavared :

— « Digemer vad a ra an dén-ze d’ar beherien, ha drebi ganto ».

3 Neuze, e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ dezo :

4 — « Piou ahanoh, hag e-neus kant dañvadez, ma teu dezañ koll unan anezo, na laosk ket an naonteg ha pevar-ugent all en dezert, evid mond war glask an hini a zo dianket, beteg ma vo kavet.

5 « Pa ’z eo kavet, e lak anezi gand levenez war e ziskoaz, 6 ha digouezet er gêr, e halv e vignoned hag e amezeien, hag e lavar dezo : « Bezit laouen ganin, rag kavet am-eus va dañvadez, an hini a oa kollet ».

7 « Evel-se, e lavaran deoh : Bez’ e vo brasoh levenez en Neñv, evid eur peher hepken troet e galon gantañ ouz Doue, eged evid naonteg ha pevar-ugent dén just ha n’o-deus ket ezomm trei o halon ».

8 « Pe c’hoaz, peseurt maouez dezi dég péz arhant, ma tigouez ganti koll unan anezo, ne elum ket ar goulou, ne skub ket he zi, ha ne glask ket gand evez beteg ma vo kavet ganti.

9 « P’he-deus kavet anezañ, e halv he mignonezed hag he amezegézéd, hag e lavar dezo : « Bezit laouen ganin, rag kavet em-eus ar péz arhant bet kollet ganin ».

10 « Evel-se, e lavaran deoh : Bez’ ez eus levenez e-touez êlez Doue diwar eur peher hepkén hag a dro e galon ouz Doue ».

Lavared a reas Jezuz c’hoaz :

11 — « Eun dén a oa dezañ daou vab.

12 Lavared a reas an hini yaouanka d’e dad :

— « Va zad, ro din ar péz a dle dond din d’am lod ».

« Hag e rannas an tad e oll vadou etrezo o-daou.

13 « Eun nebeud deveziou goude, dastumet gantañ e oll beadra, e kerzas ar mab yaouanka d’eur vro bell, hag eno e foetas e arhant o rén eur vuhez diroll. 14 Foranet gantañ kement e-noa, e tigouezas eur gernez vraz war ar vro, hag e krogas an diénéz ennañ ive. 15 Hag eñ en hent, ha mond da vevel gand eun dén euz ar vro, hag e oe kaset gand hemañ da ziwall ar moh en e barkeier. 16 C’hoant a-walh e-nefe bet da garga e gov gand ar hlosou a zebre ar moh, med dén e-béd ne roe anezo dezañ.

17 « Neuze, en em lakeas da zoñjal ennañ e-unan : Nag a vevelien o-deus bara o gwalh e ti va zad, hag emaon-me amañ o vervel gand an naon ! 18 Sevel a rin, ha mond da gaoud va zad, hag e lavarin dezañ : Va zad, pehet am-eus a-eneb an Neñv hag a -eneb dit. 19 N’on ket dîn mui da veza anvet da vab. Kemer ahanon evid unan euz da vevelien ».

20 « Sevel a reas eta, ha mond da gaoud e dad. Pell e oa c’hoaz, pa welas e dad anezañ, hag e oe rannet e galon. Redeg a reas an tad da vriata e vab, ha da bokad dezañ.

21 « Neuze, e lavaras ar mab :

— « Va zad, pehet am-eus a-eneb an Neñv hag a-eneb dit. N’on ket dîn mui da veza anvet da vab ».

22 Med lavared a reas an tad d’e vevelien :

— « Buan, it da gerhad kaerra dillad a zo da lakaad en-dro dezañ, gand eur walenn war e viz ha boutou-lèr en e dreid. 23 Digasit al leue lard, ha lazit anezañ. Drebom ha greom fést a joa. 24 Rag va mab amañ hag a oa maro, setu eñ deuet beo en-dro. Kollet e oa, ha setu m’eo kavet ».

« Hag e krogjont da ober fést.

25 «Hogen, bez’ e oa ar mab hena er park. En eur zond d’ar gêr, dre ma tostae ouz an ti, e kleve trouz soniou ha dañsou. 26 Gelver a reas unan euz ar vevelien, hag e houlennas outañ petra a oa o c’hoarvezoud.

27 — « Digouezet eo da vreur, eme ar mevel, ha da dad e-neus lakeet laza al leue lard, o veza m’e-neus kavet anezañ yah ha dibistig ».

28 « Neuze, ez eas ar mab hena e kounnar ruz, ha ne felle ket dezañ mond d’an ti. Rañkoud a reas an tad dond er-mêz da boursu warnañ.

29 Med respont a reas d’e dad :

— « Setu nousped a vloavez a zo emaon en da zervich, hep dizenti ouzit morse, ha gwech e-béd, n’ez-peus roet din-me eur havrig da ober fést gand va mignoned. 30 Med kerkent ha m’eo deuet en-dro ar mab-se dit, foetet gantañ da vadou dit gand merhed diroll, ez-peus lakeet laza evitañ al leue lard ».

31 Lavared a reas an tad dezañ :

— « Va mab, te a vez dalhmad ganin, ha kement tra am-eus, a zo dit. 32 Med réd e oa ober fést ha beza laouen, rag ar breur-ze dit a oa maro, hag ez eo beo adarre ; kollet e oa, hag ez eo adkavet ».

Lun

Lk 7, 1-10

1 Echu e brezegenn dirag an dud, ez eas Jezuz e Kêr Gafarnaom.

2 Eun ofiser e-noa eur zervicher hag a oa klañv ha dare da vervel ; kared kenañ a ree anezañ avad.

3 Klevet gantañ ano euz Jezuz, e kasas an ofiser eun nebeud euz pennou-braz ar Juzevien d’e gaoud, evid pedi anezañ da zond da zavetei e zervicher.

4 Digouezet e-kichenn Jezuz, eh aspedjont anezañ stard en eur lavared : « Meritoud a ra e rafes kement-se evitañ, 5 rag kared a ra or pobl : gantañ eo bet lakeet sevel deom ar zinagogenn ».

6 Ober a ree Jezuz hent ganto, ha dija ne oa ket pell ken diouz an ti, pa zeuas mignoned d’an ofiser da lavared dezañ euz e berz :

— « Aotrou, arabad dit kemer ar boan-ze, rag n’on ket dîn e teufes dindan va zoenn. 7 Abalamour da ze, n’em-eus ket kredet me va-unan mond beteg ennout, med lavar eur gér, ha ra vo pare va zervicher ! 8 Bez’ ez on-me dindan galloud unan all, med soudarded am-eus dindannon ; pa lavaran da unan : Kee ! ez a, da unan all : Deus ! e teu, ha d’am zervicher : Gra an dra-mañ ! hag e vez greet gantañ ».

9 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz. Trei a reas war-zu an dud a oa ouz e heul :

— « Lavared a ran deoh, eme Jezuz : en Izrael zokén n’em-eus ket kavet ken braz feiz ».

10 Pa zistroas ar gannaded d’an ti, e kavjont ar zervicher yah-pesk.

Meurz

Lk 7, 11-17

11 Bez’ e oa Jezuz o vond d’eur gêr, Naïm heh ano, e ziskibien hag e-leiz a dud oh ober hent gantañ. 12 En em gaoud a reas tost da zor-kêr, d’ar mare ma oad o kas eun dén maro d’ar véred. Intañvez e oa e vamm, ha n’he-doa nemetañ. Kalz tud a oa ouz he heul. 13 O weled an intañvez, e-noe Jezuz truez outi, hag e lavaras dezi :

— « Paouez da ouela ! »

14 Tostaad a reas hag e touchas ouz an arched. Ar re a zouge ar horv a jomas a-zav, hag e lavaras Jezuz :

— « Paotr yaouank, me a lavar dit, sao ! ».

15 Neuze, e savas an dén maro e gein, azeza war e hoazez, ha staga da gaozeal. Hag e roas Jezuz anezañ d’e vamm.

16 Kregi a reas aon enno-oll, hag e veulent Doue en eur lavared :

— « Savet ez eus eur profet braz en on-touez, ha deuet eo Doue da weled e bobl ».

17 Hag e redas ar homzou-ze diwar-benn Jezuz dre Vro-Judea a-béz, ha dre ar broiou tro-war-dro.

Merher 14 a viz Gwengolo
Gouel ar Groaz Savet

Yn 3, 13-17

13 « Dén n’eo savet d’an Neñv, nemed an hini a zo diskennet euz an Neñv, Mab an Dén.

14 « Evel ma oe savet en uhel an naer arem gand Moïzez, en dezert, evel-se ive e rañko Mab an Dén beza savet en uhel, 15 evid m’e-no drezañ ar vuhez peurbaduz kement hini a gréd ennañ.

16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.

17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ ».

Yaou 15 a viz Gwengolo
Gouel Seiz Glahar ar Werhez

Yn 19, 25-27

25 E kichenn kroaz Jezuz, e oa e vamm, ha c’hoar e vamm, Mari, gwrég Kleofaz, ha Mari-Madalen.

26 O weled e vamm, hag en he hichenn an diskib karet gantañ, e lavaras Jezuz dezi :

— « Maouez, setu amañ da vab ».

27 Goude-ze, e lavaras d’an diskib :

— « Setu amañ da vamm ».

Hag diwar an eur-ze, e kemeras an diskib anezi en e di.

Pe : Lk 2, 33-35

33 Souezet e oa e dad hag e vamm, gand kement a glevent diwar e benn. 34 Rei a reas Simeon e vennoz dezo, hag e lavaras da Vari, e vamm :

— « Setu m’ema ar hrouadur-mañ o kas da goll hag o kas da veza salvet kalz a dud en Izrael ; bez’ e vo eur zîn, hag a lakaio enebiez da zevel war e goust, 35 ken na vo da galon dit-te treuzet gand eur hleze. Evel-se, e vo diskuliet ar zoñjou kuzet e kalon eur halz a dud ».

Gwener

Lk 8, 1-3

1 C’hoarvezoud a reas gand Jezuz tremen a-dreuz kêriou ha bourhadennou, o prezeg hag oh embann Kelou-Mad Rouantèlèz Doue. Ouz e heul e oa an Daouzeg, 2 hag ive eun nebeud merhed, bet pareet gantañ diouz droug-sperejou ha kleñvejou : Mari, anvet Madalen, kaset kuit seiz diaoul diouti, 3 Janed, gwreg Kouza, merour Herodez, Suzanna ha meur a hini all a zikoure anezo diwar o madou.

Sadorn

Lk 8, 4-15

4 Dond a ree tud euz pep kêr war-zu Jezuz, hag o veza ma oa e-leiz anezo bodet en-dro dezañ, e lavaras ar barabolenn-mañ :

5 — « Eet e oa an hader da hada e had, ha dre ma ’z ee o hada, e kouezas euz ar greun war bord an hent. Breset e oent gand an treid, ha debret gand laboused an Neñv.

6 « Koueza a reas eul lodenn all war ar vein ; diwan a rejont ha dizeha dre ziouer a hlebor.

7 « Koueza a reas eul lodenn all c’hoaz e-touez an dréz, hag e oent mouget gand an dréz o kreski d’o heul.

8 « Koueza a reas ive lod euz ar greun en douar mad ; sevel a rejont ha teuler frouez : kant evid unan.

Ha Jezuz neuze, a vouez kreñv :

— « An neb e-neus diskouarn da gleved, ra glevo ! ».

9 Goulenn a reas e ziskibien outañ petra a oa da intent gand ar barabolenn-ze. 10 Respont a reas dezo :

— « Deoh-c’hwi eo roet da anaoud misteriou Rouantèlèz Doue ; d’ar re all a-vad eo dre barabolennou hepken. Evel-se : Selled a reont hep gweled, kleved a reont heb intent.

11 « Setu petra a dalvez ar barabolenn : an had eo Komz Doue.

12 « Bez’ ez eus lod tud hag a zo war bord an hent : ar re-ze o-deus klevet ; neuze e teu an diaoul, hag e lam kuit ar Gomz euz o halonou, gand aon na zeufent da gredi ha da veza salvet.

13 « Bez’ ez eus lod hag a zo war ar vein : pa glevont, e tigemeront ar Gomz gand levenez. Med n’o-deus ket a wriziou ; e-pad eur pennad amzer e kredont, med da vare an trubuillou, e troont kein d’ar feiz.

14 « Ar péz a zo kouezet e-mesk an dréz eo ar re a glèv, med diwar goust an trubuillou, ar binvidigez ha plijaduriou ar vuhez, e vezont mouget en hent ha ne zeuont ket da zarevi ».

15 « Hag ar péz a zo kouezet en douar mad eo ar re o-deus klevet ar Gomz gand eur galon eün ha mad, a vir anezi, hag a daol frouez en eur zerhel stard ».