Euz ar 4 d’an 10 a viz Gwengolo 2022
25 Bez’ e oa eur maread a dud oh ober hent gand Jezuz. Distrei a reas war-zu enno ha lavared dezo :
26 –- « An néb a zeu d’am heul hep kared ahanon muioh eged e dad, e vamm, e wrég, e vugale, e vreudeur ha c’hoarezed, hag e vuhez e-unan zokén, hennez ne hell ket beza diskib din.
27 « An hini ne zoug ket e groaz evid dond d’am heul, ne hell ket beza diskib din ».
28 « Pehini ahanoh, c’hoant dezañ sevel eun tour, ne azez ket da genta da ober ar gont euz ar mizou, da weled ha peadra a-walh e-neus da gas al labour da benn ? 29 Rag ma ra an diazez ha n’eo ket gouest da beurechui e labour, e vo greet goap anezañ gand kement hini a welo anezañ, o lavared : 30 « Setu aze eun dén, staget gantañ da zevel eun tour, ha n’eo ket bet gouest da echui al labour ! »
31 « Pe c’hoaz : Peseurt roue, o vond da ober brezel d’eur roue all, ha ne azez ket da genta, evid gweled ha gouest eo, gand deg mil dén, da zelher penn ouz an hini a zeu dezañ gand ugent mil ? 32 Ma n’eo ket gouest, e-keid ha m’ema egile pell c’hoaz, e kas kannaded d’e gaoud evid goulenn digantañ ober ar peoh.
33 « Evel-se eta, an néb piou bennag ahanoh ha ne zilez ket kement a zo dezañ, ne hell ket beza diskib din ».
6 Eun deiz sabat all, ez eas Jezuz d’ar zinagogenn, hag e stagas da gelenn. Bez’ e oa eno eun dén seizet e zorn dehou. 7 Selled a ree ar Skribed hag ar Farizianed gand evez ouz Jezuz, da weled hag ober a rafe eur pare da zeiz ar zabat, evid kaoud peadra da damall dezañ. 8 Anavezoud a ree Jezuz avad, o zoñjou. Lavared a reas d’an dén seizet e zorn :
— « Sav en da-zav, ha deus amañ e-kreiz ».
Sevel a reas, ha chom en e-zav.
9 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Goulenn a ran ouzoh : Hag aotre a zo, da zeiz ar zabat, da ober ar mad pe da ober an droug ? da zavetei eur vuhez pe da zistruja anezi ? »
10 Neuze, goude beza selled outo oll, tro-dro, e lavaras d’an dén :
— « Astenn da zorn ».
Ober a reas, ha pareet e oe e zorn.
11 Evito avad, fuloret braz e oent, hag e komzent kenetrezo da weled petra e hellfent ober da Jezuz.
12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez da bedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.
13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.
17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.
18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ, o rei dezo oll ar pare.
Chomet e oa Jezuz a-zav er gompezenn, hag e oa e-leiz a dud en-dro dezañ.
20 Neuze, o sevel e zaoulagad war-zu e ziskibien, e lavaras :
— « Eüruz oh, c’hwi ar re baour, rag deoh eo Rouantèlèz Doue.
21 « Eüruz oh, c’hwi hag ho-peus naon bremañ, rag ho kwalh a vo roet deoh.
« Eüruz oh, c’hwi hag a ouel bremañ, rag c’hoarzin a reot.
22 « Eüruz e vezit, p’o-devez an dud kas ouzoh, pa lakeont ahanoh er-mêz, pa ’z eo dismegañset ha distaolet hoh ano evel disprizuz, abalamour da Vab an Dén.
23 « Bezit laouen en deiz-se, ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en Neñv.
« Evel-se ive, e ree o zadou-koz d’ar brofeted ».
24 « Med gwaz-a-ze deoh, tud pinvidig, rag bez’ ho-peus dija ho frealzidigez !
25 « Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag ho-peus ho kwalh bremañ, rag bez’ ho-po naon ! Gwaz-a-ze deoh, c’hwi hag a zo o c’hoarzin bremañ, rag doan ha daelou a vo ho lod !
26 « Gwaz-a-ze deoh, pa vez an oll dud o komz brao diwar ho penn ! Rag evel-se e ree o zadou-koz d’ar falz-profeted ».
1 Lignez Jezuz-Krist, mab da Zavid, mab da Abraham.
2 Tad eo bet Abraham da Izaag, Izaag, da Jakob, Jakob, da Juda ha d’e vreudeur.
3 Juda tad da Farez ha da Zara, dre ar vaouez Tamar. Farez tad da Esron, Esron, da Aram,
4 Aram tad da Aminadab, Aminadab, da Naason, Naason, da Zalmon.
5 Salmon tad da Vooz, dre ar vaouez Rahab, Booz tad da Obed, dre ar vaouez Ruth, hag Obed, da Jesse,
6 Jesse tad d’ar roue David, ha David, tad da Zalomon, dre an hini a oa bet gwrég Uri.
7 Salomon, tad da Roboam, Roboam, da Abiaz, Abiaz, da Asaf.
8 Asaf, tad da Jozafad, Jozafad, da Joram, Joram, da Oziaz,
9 Oziaz, da Joatam, Joatam, da Akaz, Akaz, da Ezekiaz,
10 Ezekiaz, da Vanase, Manase, da Amon, Amon, da Josiaz.
11 Joziaz, da Jekoniaz ha d’e vreudeur, da vare an harlu e Babilon.
12 Ha goude an harlu e Babilon, eo bet Jekoniaz, tad da Zalatiel, Salatiel, tad da Zorobabel.
13 Zorobabel, tad da Abiud, Abiud, da Eliakim, Eliakim, da Azor.
14 Azor, tad da Zadok, Sadok, da Akim, Akim, da Eliud,
15 Eliud da Eleazar, Eleazar, da Vatan, Matan, da Jakob,
16 Jakob tad da Jozef, pried Mari, an hini a zo bet mamm da Jezuz, anvet ar Hrist.
18 Evel-henn en em gavas ganedigez Jezuz-Krist : dimezet e oa Mari, e vamm, da Jozef, med a-barz m’o-doa bevet asamblez, e c’hoarvezas ganti beza dougéréz, dre vertuz ar Spered-Santel.
19 Jozef, he fried, dén just anezañ, pa ne felle ket dezañ he dizenori, a lakeas en e benn dispartia diouti dre guz.
20 Trei a ree ar zoñjou-ze en e spered, pa zeuas eun êl d’an Aotrou da bara dirazañ e-kreiz e gousk, hag e lavaras dezañ :
— « Jozef, mab da Zavid, arabad dit kaoud aon o kemer Mari da bried en da di, rag euz ar Spered-Santel eo ar vuhez a zo diwanet enni.
21 « Genel a raio eur mab. Rei a ri dezañ an ano a Jezuz (da lavared eo : Salvi a ra an Aotrou), rag eñ eo a zalvo e bobl euz he fehejou ».
22 C’hoarvezoud a reas kement-se, evid ma teufe da wir ar pez e-noa lavaret an Aotrou dre vouez ar Profet :
23 « Setu ar Werhez o tond da veza dougéréz ; ha genel a raio eur mab a vo anvet Emmanuel, da lavared eo : « Doue ganeom ».
39 Lavared a reas Jezuz ar barabolenn-mañ d’e ziskibien :
— « Daoust ha gelloud a ra eun dén dall heñcha eun dén dall ? Daoust ha ne gouezint ket o-daou en eun toull ?
40 « Ne vez ket an diskib dreist e vestr, med an diskib a vez bet peurzesket, a vo par d’e vestr.
41 « Perag emaout o selled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur, pa ne welez ket an treust a zo en da lagad-te ?
42 « Penaoz e hellez lavared da da vreur : « Va breur, laosk ahanon da denna ar blouzenn a zo en da lagad », te ha ne welez ket an treust a zo en da hini ? Dén faoz ma ’z out ! Tenn da genta an treust a zo en da lagad ; ha neuze, e weli sklêr, evid tenna ar blouzenn a zo e lagad da vreur ».
En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :
43 « N’eus ket a wezenn vad o rei frouez brein ; nag a wezenn o vreina o rei frouez mad.
44 « Anavezet e vez pep gwezenn diouz he frouez : ne vez ket kutuillet fïez war ar spern, na rezin kennebeud war an dréz.
45 « An dén mad a denn ar mad euz teñzor mad e galon ; hag an dén fall a denn ar fallentez euz e deñzor fall : rag euz ar galon eo e tarz ar homzou a zeu war ar muzellou.
46 « Ha perag eh anvit ahanon : « Aotrou ! Aotrou ! » ha ne rit ket ar péz a lavaran ?
47 « Mond a ran da ziskouez deoh ouz piou eo heñvel an hini a zo deuet war-zu ennon, hennez a zelaou va homzou hag a heuill anezo : 48 Heñvel eo ouz eun dén o sevel ti : kleuzet e-neus, eet eo don, ha lakeet an diazez war ar roh. Pa ’z eo deuet an doureier braz, eo bet skoet an ti-ze gand ar froud, med n’e-neus ket gellet bralla anezañ, rag savet mad e oa bet.
49 « An hini a-vad a zelaou va homzou ha ne zent ket outo a zo heñvel ouz eun dén savet e di gantañ war an douar, hep tamm diazez e-béd. Deuet eo ar froud da skei outañ, ha kerkent ez eo bet dizahet ; diskaret eo bet an ti-ze en e béz ».