(Heb. 147b)
13 Starteet e-neus moraillou da zoriou,
Ha benniget ar vugale a zo ennout.
14 Lakeet ar peoc’h war da harzou,
Da walh a vleud gwiniz a ro dit
15 Pa gas e Gomz d’an douar,
Na pegen buan e red e lavariou ;
16 Rei a ra erc’h evel gloan,
Ha tamoeza reo gwenn evel Iudu.
17 Teurel a ra skorn dre dammou.
Dirag e yenienn, piou a zalc’h ?
18 Kas a ra e Gomz : Hag e vez diskorn ;
C’hweza a ra e avel : hag e red an doureier.
19 Diskleria a ra e Gomz da Yaakob,
E Lezenn ha setañsou da lzrael.
20 N’e-neus ket greet kemend-all evid an oll boblou,
E volontez n’e-neus ket desket dezo.
Allelouia I
« Deus, ma tiskouezin dit ar plac’h nevez, pried an Oan. » (Disk. 21,9)