Euz an 21 d’ar 27 a viz Eost 2022
22 Oh ober hent war-zu Jeruzalem, e tremene Jezuz dre gêriou ha bourhadennou en eur gelenn.
23 Goulenn a reas eun dén outañ :
— « Aotrou, daoust ha nebeud a dud eo ar re a vo salvet ? »
24 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Poagnit da vond e-barz dre an nor striz, rag, lavared a ran deoh, gand kalz a dud e vo klasket mond tre, ha ne hellint ket.
25 « Pa vo savet mestr an ti da brenna an nor, ha c’hwi er-mêz, ma skoit war an nor en eur lavared :
— « Aotrou, digor deom ! »
e responto deoh :
— « N’ouzon ket a-beleh ez oh ».
26 Neuze e stagot da lavared :
— « Debret hag evet on-eus ganit, hag ez-peus kelennet war or plasennou ».
27 Respont a raio deoh :
— « N’ouzon ket a-beleh ez oh. Kit pell diouzin, c’hwi oll, mevelien an droug ».
28 « Eno e vo daelou ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaag ha Jakob hag an oll brofeted, e Rouantèlèz Doue, e-keid ha ma vezot-c’hwi taolet er-mêz. 29 Neuze e teuio tud euz ar zao-heol hag euz ar huz-heol, euz an hanter-noz hag euz ar hreisteiz, da gemered plas ouz taol, e Rouantèlèz Doue.
30 Ya, bez’ e vo lod euz ar re ziweza hag a vo da genta, ha lod euz ar re genta, da ziweza ».
26 D’ar c’hwehved miz, e oe kaset an êl Gabriel gand Doue d’eur gêr a Vro-Halilea, anvet Nazared, 27 da gaoud eur plah yaouank dimezet d’eun den anvet Jozef, euz lignez David, hag e oa Mari ano ar plah yaouank.
28 Digouezet beteg enni, e lavaras an êl dezi :
— « Béz laouen, leun a hras ! Ema an Aotrou ganit ».
29 O kleved seurt komzou, e oe hi strafuillet braz. Klask gouzoud e oa petra a dalveze ar zalud-se.
30 Lavared a reas an êl dezi :
— « Na gemer ket aon, Mari, rag plijet out bet da Zoue. 31 Setu emaout o vond da veza dougéréz, hag e hani eur mab, hag e roi dezañ an ano a Jezuz. 32 Braz e vo, hag e vo anvet Mab da Vestr an Uhel-Meurbed. Trôn David e dad a vo roet dezañ gand an Aotrou Doue. 33 Roue e vo war lignez Jakob da viken, hag e rouantèlèz ne vo fin e-béd dezi ».
34 Lavared a reas Mari d’an êl :
— « Penaoz e c’hoarvezo kement-se, peogwir n’em-eus darempred gand gwaz ebed ? »
35 Respont a reas an êl dezi :
— « Diskenn a raio ar Spered-Santel warnout, hag e vi goloet gand galloud Mestr an Uhel-Meurbed. Dre-ze, e vo santel ar hrouadur, hag e vo anvet Mab da Zoue. 36 Ha setu ema Elizabed da geniterv o tougen eur mab ive, daoust d’he oad, hag an hini a veze greet anezi ar « vaouez dizeh », setu ema gand he c’hwehved miz 37 Rag n’eus netra dreist galloud Doue. »
38 Lavared a reas Mari neuze :
— « Setu amañ servichéréz an Aotrou, ra hoarvezo ganin hervez da lavar ».
Hag ez eas an êl kuit diouti.
Lavared a ree Jezuz :
23 « Gwaz-a-ze deoh, Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a bae an deog war ar vent, ar fanouill hag ar houmin, e-keid ha ma rit fae war ar péz a zo ar pouezusa el Lezenn : ar justis, an drugarez hag al lealded. Setu ar péz e oa réd ober heb lezel a-gostez ar peurest. 24 Blenierien zall : diwall a rit da lonka eur huibuenn, e-keid ha ma lonkit eur hañval !
25 « Gwaz-a-ze deoh Skribed ha Farizianed faoz, c’hwi hag a gempenn an diavêz euz ar werenn hag euz ar plad, e-keid ha ma ’z eo leun an diabarz euz frouez al laeronsi hag al lontègèz. 26 Farizian dall ! Kempenn da genta diabarz ar werenn evid ma teuio an diavêz da veza nêt ive ».
45 Mond a ra Filip da gaoud Natanael, hag e lavar dezañ :
— « An hini a zo bet skrivet diwar e benn gand Moizez el Lezenn ha gand ar Brofeted, kavet on-eus anezañ : Jezuz eo, mab Jozef euz Nazared ».
Respont a ra Natanael dezañ :
— 46 Daoust hag euz Nazared e hell dond eun dra bennag a vad ? »
— « Deus hag e weli », eme Filip dezañ.
47 Pa wél Jezuz Natanael o tond war-zu ennañ, e lavar diwar e benn :
— « Setu evid gwir eun Izraelad : n’eus netra faoz ennañ ».
48 Goulenn a ra Natanael outañ :
— « A-beleh eh anavezez-te ahanon ? »
Respont a ra Jezuz dezañ :
— « Araog ma ’z out bet galvet gand Filip, pa oas dindan ar wezenn-fïez, em-eus gwelet ahanout ».
49 Ha Natanael dezañ :
— « Rabbi, bez’ ez out Mab Doue ! Bez’ ez out Roue Izrael ! »
50 Respont a ra Jezuz dezañ :
–-« Abalamour m’em-eus lavaret dit : « Gwelet em-eus ahanout dindan ar wezenn-fiez », e kredez ! Brasoh eged-se e weli. »
51 Hag e lavar c’hoaz :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : Gweled a reot an Neñv digor, hag Êlez Doue o sevel hag o tiskenn a-uz da Vab an Dén ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez :
42 « Bezit war evez eta, rag n’ouzoh ket pe da zeiz e teuio ho Mestr.
43 « Intentit mad : m’e-nefe gouezet mestr an ti, da béd eur euz an noz e oa al laer da zond, e vefe chomet war héd, ha n’e-nefe ket laosket toulla moger e di. 44 Bezit eta prést, c’hwi ive : dond a raio Mab an Dén d’an eur na zoñjit ket deoh ».
45 Pehini eo eta ar zervicher féal ha fur, bet karget gand ar mestr da rén war dud e di, ha da rei dezo o boued d’ar mare ?
46 « Eûruz ar zervicher a vo kavet hoh ober evel-se, gand e vestr pa zigouezo ! 47 E gwirionez, e lavaran deoh : rei a raio dezañ ar garg euz e oll vadou.
48 « Med ma lavar ar zervicher fall-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr » 49 ha ma stag da skei gand e gompagnuned, da zebri ha da eva gand al lonkerien, 50 neuze, pa zistroio ar mestr d’an deiz n’ema ket e zervicher o hortoz anezañ ha d’an eur ne oar ket, 51 e kaso ar zervicher-ze kuit, hag e raio dezañ evel d’an dud faoz. Eno e vo daelou ha skrignadeg dent ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :
1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.
2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.
5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.
6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :
— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »
7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :
— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».
9 « Respont a reas ar re fur dezo :
— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».
10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :
— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »
12 « Med respont a reas dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».
13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :
14 « Bez’ e vo kont evel gand eun dén o vond da bell-bro : gelver a reas e zervicherien, hag fizioud e vadou enno.
15 « Da unan, e roas pemp talant, da unan all, daou, d’an trede, unan hepkén ; da bep hini diouz e ampartiz. Hag e kuiteas ar vro.
16 « Raktal, an hini a oa bet roet dezañ pemp talant a yeas da lakaad anezo da dalvezoud, hag e hounezas pemp all. 17 Evel-se ive, an hini e-noa bet daou dalant a hounezas daou all. 18 Med an hini n’e-noa bet nemed unan a yeas da ober eun toull en douar, hag e kuzas ennañ arhant e vestr.
19 « Pell amzer goude-ze, e teuas en-dro mestr ar zervicherien-ze, hag e reas e gonchou ganto.
20 « Tostaad a reas an hini e-noa bet pemp talant, hag e kinnigas pemp talant all, en eur lavared :
— « Mestr, pemp talant az-poa fiziet ennon, setu pemp all gounezet ganin ».
21 « Lavared a reas e vestr dezañ :
— « Mad-tre, servicher mad ha féal. Féal out bet war nebeud a dra ; fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».
22 « Tostaad a reas ive an hini e-noa bet daou dalant, hag e lavaras :
— « Mestr, daou dalant az-poa fiziet ennon, setu daou all gounezet ganin ».
23 « Lavared a reas e vestr dezañ :
— « Mad-tre, servicher mad ha féal. Féal out bet war nebeud a dra ; fizioud a rin kalz ennout. Deus da gemer perz e levenez da vestr ».
24 « Tostaad a reas ive an hini e-noa bet eun talant hepkén, hag e lavaras :
— « Mestr, gouzoud a reen ez out eur rust a zén : eosti a rez el leh ma n’ez-peus ket hadet, ha dastum el leh ma n’ez-peus ket strewet greun. 25 Aon zo kroget ennon, hag ez on eet da guzad da dalant en douar. Setu-eñ amañ. Bez’ ez-peus ar péz a zo dit ».
26 Respont a reas e vestr dezañ :
— « Servicher fall ha lezireg. Gouzoud a ouiez eh eostan el leh ma n’em-eus ket hadet, hag e tastuman ar greun el leh ma n’eo ket bet strewet ganin. 27 Neuze e oa réd dit lakaad va arhant en eun ti-bank ; hag o tond en-dro, em-befe kavet va feadra gand an interest diwarnañ.
28 Lamit eta digantan e dalant, ha roit anezañ d’an hini e-neus dég. 29 Rag an hini e-neus, e vo roet dezañ c’hoaz, hag e-no kalz ; med an hini n’e-neus netra, e vo lamet digantañ ar péz e-neus zokén. 30 Evid ar zervicher didalvez-man, stlapit anezañ er-mêz, en deñvalijenn. Eno, e vo daelou ha skrignadeg dent ».