Euz ar 7 d’an 13 a viz Eost 2022
Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
32 « N’ho-pet ket aon, tropell bihan, rag plijet eo bet d’ho Tad rei deoh ar Rouantèlèz.
33 « Gwerzit ar péz a zo deoh, ha roit anezañ en aluzenn. Grit evidoh yalhou ha na uzint ket, eun teñzor hag a bado en Neñvou : eno, na dosta laer e-béd, na grign preñv e-béd. 34 Rag el leh m’ema ho teñzor ganeoh, eno ive, ema ho kalon ».
35 « Chomit en ho kwiskamant-servij, ho kouriz en-dro d’ho kroazlez, hag ho lampou war-elum. 36 Bezit heñvel ouz tud o hortoz o mestr pa zistroio euz an eured, evid digeri dezañ kerkent ha ma tigouezo, ha ma skoio war an nor. 37 Eüruz ar zervicherien a vo kavet dihun gand o mestr pa zistroio. E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio e houriz, hag ober dezo azeza ouz taol ; hag e vezint servichet gantañ an eil goude egile.
38 « Ma teu dezañ distrei war-dro hanternoz, pe deir eur diouz ar mintin, ha ma kav anezo evel-se : eüruz an dud-se !
39 « Gouzoud a rit er-vad : ma ouezfe mestr an ti da béd eur e teuio al laer, ne laoskfe ket toulla moger e di.
40 « C’hwi ive, bezit prést : d’an eur na gav ket deoh, eo e teuio Mab an Dén ».
41 Neuze e lavaras Pèr :
— « Aotrou, evidom-ni eo e lavarez ar barabolenn-ze, pe evid an oll ?
42 Respont a reas an Aotrou :
— « Pehini eo ar merour féal ha fur a vo lakeet gand e vestr e penn e zervicherien, evid rei da bep hini, er poent, e lod gwiniz ? 43 Eüruz ar zervicher-ze a vo kavet gand e vestr oh ober evel-se, pa zistroio. 44 E gwirionez, e lavaran deoh : lakaad a raio anezañ da vestr war e oll vadou.
45 « Med, ma lavar ar zervicher-ze ennañ e-unan : « Dalea a ra va mestr da zond », ha ma stag da skei gand ar vevelien hag ar mitizien, da zebri, da eva, ha d’en em vezvi, 46 neuze, pa zigouezo ar mestr d’an devez n’ema ket e zervicher o hortoz, ha d’an eur ne oar ket, e kaso anezañ diwar e dro, hag e vo lakeet gantañ e-touez an dud difeiz.
47 « Paka a raio kalz taoliou ar zervicher, hag a anavez bolontez e vestr, ha n’e-neus aozet netra, na greet hervez e volontez.
48 « Med an hini ne anaveze ket e volontez, hag e-neus meritet kaoud taoliou, hennez ne bako nemed nebeud.
Goulennet e vo kalz digand an hini ez eus bet roet kalz dezañ ; goulennet e vo muioh digand an hini ez eus bet fiziet kalz ennañ ».
22 Pa oa Jezuz asamblez gand an diskibien bodet e Bro-Halilea, e lavaras dezo :
— « Bez’ ema Mab an Dén o vond da veza lakeet etre daouarn an dud ; 23 lazet e vo ganto, ha d’an trede deiz e savo a varo da veo ».
Glaharet braz e oent o kleved kement-se.
24 Pa oant o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas paotred a zastum an daou drakm evid an Templ da gaoud Pèr, hag e lavarjont dezañ :
— Paeet e vez an daou drakm gand ho mestr, neketa ? »
25 — « Ya ’vad », emezañ.
Pa oe digouezet Pèr en ti, e stagas Jezuz da gomz da genta, o lavared :
— « Petra eo da zoñj, Simon ? Rouaned an douar, diwar goust piou e savont gwiriou pe taillou ? Diwar goust o bugale pe diwar goust an dud all ? »
26 — « Diwar goust an dud all », emezañ.
— « Neuze ’ta, eme Jezuz, o-deus ar vugale diskarg anezo ? 27 Koulskoude evid ma ne vo ket gwall-skweriet an dud-se, kerz d’ar mor, taol an higenn, kemer ar pesk kenta a grogo, ha digor e henou. Kavoud a ri ennañ eur péz a bevar drakm. Kemer anezañ ha ro anezañ evidon hag evidout-te ».
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien diwar-benn e zonedigez ; lavared a ree ar barabolenn-mañ :
1 « Heñvel e vo Rouantèlèz Doue ouz dég plah yaouank pedet d’eur préd-eured, ha kemeret ganto lampeier evid mond da ziambroug an dén-nevez.
2 « Pemp anezo a oa dizoursi, ha pemp a oa fur. 3 Gand ar pemp dizoursi e oa eet o lampeier, med n’o-doa ket kaset eoul ganto. 4 Gand ar re fur avad e oa eet eoul e-barz podouigou, war eun dro gand o lampeier.
5 « O veza ma oa dale gand an dén-nevez, e teujont oll da voredi ha da gousked.
6 E-kreiz an noz, e savas eur hopadenn :
— « Setu an dén-nevez ! Kit er-mêz da ziambroug anezañ ! »
7 « Neuze, e tihunas an oll blahed yaouank, hag e krogjont da gempenn o lampeier. 8 Goulenn a reas ar re zizoursi digant ar re fur :
— « Roit deom ’ta euz hoh eoul, rag ema on lampeier-ni o vervel ».
9 « Respont a reas ar re fur dezo :
— « Ne raim ket, rag ne vefe biken tra-walh evidom hag evidoh. Kit kentoh da brena evidoh da di ar varhadourien ».
10 « En-dra ma oant o vond da brena, e tigouezas an dén-nevez. Ar re a oa prést a yeas tre gantañ er zal-eured, hag e oe serret an nor. 11 Diwezatoh, e teuas ive ar plahed all, hag e lavarjont :
— « Aotrou ! Aotrou ! digor deom ! »
12 « Med respont a reas dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : ne anavezan ket ahanoh ».
13 « Bezit war evéz eta, rag ne ouezit nag an deiz nag an eur ».
Eur pennadig amzer araog ar Pask, e lavare Jezuz d’e ziskibien :
24 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne varv ket ar hreunenn winiz kouezet en douar, e chom e-unan penn ; ma varv a-vad, e toug frouez e-leiz.
25 « An néb a gar e vuhez, a goll anezi ; an néb a zispriz anezi er béd-mañ, a viro anezi evid ar vuhez peurbaduz.
26 « An néb e-neus c’hoant servicha ahanon, ra zeuio d’am heul ; hag el leh ma vezin, e vezo ive va zervicher. An hini a vo servicher din, a vo enoret gand va Zad ».
21 Tostaad a reas Pèr ouz Jezuz evid goulenn outañ :
— « Aotrou, péd kwech, ma teu d’am breur mankoud ouzin, e rañkan pardoni dezañ ? Beteg seiz kwech ? »
22 Respont a reas Jezuz :
— « Ne lavaran ket dit beteg seiz kwech, med beteg deg-ha-tri-ugent kwech seiz kwech.
23 « Rag e gwirionez, heñvel eo Rouantèlèz an Neñvou ouz eur roue hag a fellas dezañ urzia e gonchou gand e zervicherien.
24 « Kroget e oa da urzia e gonchou, pa oe digaset dirazañ eun dén hag a oa dleour dezañ a zég mil talant.
25 « O veza ma n’e-noa ket hemañ peadra da baea e zle, e roas ar mestr urz da werza anezañ, e wrég hag e vugale ha kement e-noa, evid kaoud evel-se an diskarg euz e zle.
26 « Neuze, en em daolet ar zervicher e-harz e dreid, eh aspede e vestr en eur lavared :
— « Bez pasianted ganin, hag e paein kement a zlean dit ».
27 « Kroget an druez er mestr, e lezas e zervicher da vond kuit en eur rei dezañ an diskarg euz e zle.
28 « Med, a-boan eet er-mêz, e kavas hemañ unan euz e gompagnuned-labour, hag a oa dleour dezañ euz a gant diner. Tapoud a reas krog ennañ, ha gwaska war e houzoug beteg beza prést da vouga anezañ, en eur lavared :
— « Paee da zle ! »
29 « Neuze, en em daolas ar zervicher e-harz e dreid en eur aspedi anezañ :
— « Bez pasianted ganin, hag e paein dit va dle en e-béz ».
30 « Egile a-vad, ne fellas ket dezañ. Mond a reas da lakaad taoler anezañ er prizon, beteg m’e-nefe paeet e zle.
31 « O weled kement-se, e oe glaharet braz ar zervicherien all, hag e teujont da gonta d’o mestr kement a oa bet c’hoarvezet.
32 « Neuze, e lakeas e vestr gervel anezañ, hag e lavaras dezañ :
— « Servicher fallagr, kement ha ma oas dleour din, am-eus roet-me an diskarg anezañ dit, o veza m’az-poa aspedet ahanon. 33 Daoust ha ne oa ket réd dit d’az-tro kaoud truez ouz da gompagnun, evel m’am-eus bet-me truez ouzit ? »
34 « Ha fuloret braz, e lakeas ar mestr anezañ etre daouarn ar vourrevien, beteg m’e-nefe paeet e zle penn-da-benn.
35 « Evel-se, e raio en ho-keñver va Zad hag a zo en Neñv, ma ne bardonit ket pep hini ahanoh d’e vreur, a-greiz ho kalon ».
19 1 P’e-noa Jezuz echu ar prezegennou-ze, e kuiteas Bro-Halilea hag ez eas da Vro-Judea, en tu all d’ar Jordan.
3 Tostaad a reas Farizianed ouz Jezuz evid paka anezañ en e gomzou ; goulenn a rejont outañ :
— « Daoust hag aotreet eo ar gwaz da gas e wrég kuit, diwar bep seurt digarez ?
4 Respont a reas Jezuz :
— « Daoust ha n’ho-peus ket lennet ? Er penn kenta, e reas Doue anezo gwaz ha maouez, ha lavaret : 5 « Rag-se, e kuitaio ar gwaz e dad hag e vamm, hag en em stago ouz e wrég, hag e teuint o-daou da veza eur horv kepkén ». 6 Evel-se, n’eus ket mui daou anezo, med eur horv kepkén. Arabad d’an dén eta dispartia ar péz a zo bet unanet gand Doue ».
7 Respont a reas ar Farizianed dezañ :
— « Perag eta, e-neus Moïzez roet urz da rei eur paper a dorr-dimezi, pa gaser kuit ar wrég ? »
8 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Abalamour d’ar haledet m’eo ho kalon, e-neus Moizez roet an aotre deoh da gas kuit ho kwragez. Med er penn kenta, ne oa ket evel-se.
9 « Lavared a ran deoh avad : Kement hini a gas kuit e wrég, – nemed e vefe eur falz-dimezi, – hag a gemer unan all, a ra avoultriez ».
10 Lavared a reas an diskibien dezañ :
— « Mar d-ema evel-se stad ar gwaz e-keñver e wrég, eo gwelloh chom dizimez ».
11 Respont a reas dezo :
— « N’eo ket an oll a intent kement-se, med hepkén ar re a zo roet dezo da intent.
12 « Bez’ ez eus tud ha ne zimezont ket, rag ne hellont ket, o veza m’int bet ganet evel-se gand o mamm. Bez’ ez eus re all ha ne hellont ket dimezi, rag mahagnet int bet gand an dud. Ha bez’ ez eus re all hag a zo chomet dizimez abalamour da Rouantèlèz Doue. An hini a hell intent, ra intento ! ».
13 Digaset e oe bugale da Jezuz, dezañ da astenn e zaouarn warno gand eur bedenn. Med kaset e oent buan diwar e dro gand an diskibien.
14 Lavared a reas Jezuz :
— « Laoskit ’ta ar vugale, na virit ket outo da zond d’am haoud, rag d’ar re a zo heñvel outo eo Rouantèlèz Doue ».
15 Ha goude beza astennet warno e zaouarn, ez eas kuit ahano.