Euz an 10 d’ar 16 a viz Gouere 2022
25 O klask lakaad Jezuz da veza nehet, e lavaras dezañ eun doktor war al Lezenn :
— « Mestr, petra ’m-eus da ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz ? »
26 Goulenn a reas Jezuz outañ :
— « Al Lezenn, petra zo skrivet enni ? Petra a lennez enni ? »
27 Respont a reas egile :
— « Kared a ri an Aotrou da Zoue a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll nerz, ha da oll spered, ha da nesa eveldout-te da unan ».
28 — « Mad ez-peus respontet, eme Jezuz dezañ, gra kement-se, hag e vevi ».
29 Hemañ a-vad, o klask derhel penn, a lavaras da Jezuz :
— « Ha piou eo va nesa ? »
30 Ha Jezuz da lavared :
— « Bez’ e oa eun dén o tiskenn euz Jeruzalem da Jeriko. Koueza a reas etre daouarn laeron : lemel a reas ar re-man digantañ kement e-noa, gwall-gas anezañ ha mond kuit o laosker anezañ hanter-varo.
31 « C’hoarvezoud a reas gand eur beleg diskenn dre ar memez hent ; gweled a reas an dén hag e tremenas dre an tu-all d’an hent. 32 Evel-se ive, e tigouezas eur levïad eno ; gweled a reas anezañ, hag e tremenas dre an tu-all.
33 « Med eur Samaritan, o veaji, en em gavas gand an dén ; gweled a reas anezañ hag e oe gounezet gand an druez. 34 Tostaad a reas da liena dezañ e houliou, en eur skuill warno eoul ha gwin. Goude-ze, e lakeas anezañ war gein e loen, ha kas anezañ gantañ d’eun ostaleri ; hag eno eh ententas outañ.
35 « An deiz war-lerh, e tennas daou béz-arhant euz e yalh da rei d’an ostiz, en eur lavared : Entent mad outañ, ha ma vez brasoh ar mizou, e paein dit pa vezin distro.
36 « Pehini euz an tri dén-ze, a gav dit, a zo bet nesa d’an dén kouezet etre daouarn al laeron ? »
37 Respont a reas an doktor war al Lezenn :
— « An hini a zo bet trugarezuz en e-geñver ».
— « Kee, eme Jezuz, ha te ive, gra evel-se ».
27 Lavared a reas Pèr da Jezuz :
— « Dilezet on-eus-ni pep tra evid mond d’az heul : petra a dalvezo kement-se deom-ni eta ?
28 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e lavaran deoh : pa vo renevezet ar béd a-béz, pa azezo Mab an Dén war e drôn a hloar, e vezot, c’hwi ive hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzeg trôn evid barn an daouzeg meuriad euz Izrael.
29 « Ha kement hini e-no dilezet tïez, breudeur, c’hoarezed, tad ha mamm, bugale pe barkeier, abalamour d’am ano, a resevo kant kwech muioh, hag e-nevo da lod ar vuhez peurbaduz ».
20 Staga a reas Jezuz da ober rebechou d’ar hêriou m’e-noa greet enno an darn vrasa euz e vurzudou, ha ma oant chomet hep trei o halon ouz Doue :
21 — « Gwaz-a-ze dit, Korozain ! Gwaz-a-ze dit Betsaida ! rag ma vije bet en em gavet gwechall, e Tir hag e Sidon, ar burzudou en em gavet en ho-touez, e vefe bet ar hêriou-ze troet ouz Doue, en dillad reun hag el ludu.
22 « Ya, lavared an ran deoh : da zeiz ar varn, ne vezo ket ken rust evid Tir ha Sidon hag evidoh-c’hwi.
23 « Ha te Kafarnaom, daoust ha savet e vezi eta beteg an neñv ? Ne vezi ket, diskenn a ri beteg an iverniou. Rag ma vije bet en em gavet e Sodom ar burzudou bet en em gavet ennout, e vije bet ar gêr-ze en he-zav hirio c’hoaz. 24 Ya, lavared a ran deoh : da zeiz ar varn, ne vezo ket Bro-Zodom kastizet ken rust hag ar péz a vo greet en da geñver dit-te ».
25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :
— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.
27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».
En amzer-ze, e lavaras Jezuz ar homzou-mañ :
28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.
29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».
1 En amzer-ze, d’eun deiz sabat, e oa Jezuz o treuzi parkajou gwiniz ; e ziskibien deuet naon dezo en em lakeas da gutuill pennou-éd, ha debri anezo. 2 O weled kement-se, e lavaras ar Farizianed dezañ :
— « Ema da ziskibien oh ober eun dra ha n’eo ket aotreet ober d’an deiz sabat ».
3 Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « Ha n’ho-peus ket lennet ar péz a reas David p’e-noe naon, eñ hag ar re a oa asamblez gantañ ? 4 Mond a reas tre e ti Doue ha debri baraennou ar hinnig ; ne oa ket avad aotreet debri anezo, na dezañ na d’ar re a oa gantañ, med d’ar veleien hepkén.
5 « Pe c’hoaz, n’ho-peus ket lennet el Lezenn, e torr ar veleien ar zabat, da zeiz ar zabat, en Templ, heb ober pehed e-béd ?
6 « Hogen, lavared a ran deoh : bez’ ez eus amañ brasoh eged an Templ. 7 M’ho- pefe komprenet ar homzou-mañ : « An drugarez eo a glaskan, ha n’eo ket ar zakrifis », n’ho-pefe ket kondaonet tud didamall. 8 Rag mestr eo Mab an Dén war ar zabat ».
14 Derhel a reas ar Farizianed kuzul a-eneb Jezuz war an doare da gas anezañ da goll. 15 Med bet anaoudègèz dezañ a gement-se, en em dennas Jezuz ahalese. Mond a reas e-leiz a dud d’e heul, hag e pareas anezo oll. 16 Med divenn a reas krenn outo kaozeal diwar e benn. 17 Evel-se, e vefe sevenet komzou ar profet Izaïaz :
18 « Setu va zervicher bet dibabet ganin,
Va mui-karet, a gavan va dudi ennañ.
« Va Spered a lakain warnañ,
« hag e roio da anaoud ar gwir d’ar poblou payan.
19 « Ne glasko ket afer ouz an dud, ne youho ket,
« ne vo ket klevet e vouez war ar plasennou.
20 « Ne flastro ket ar raosklenn vrevet,
« ne vougo ket ar vechenn a zo c’hoaz o tivogedi,
« ken na vo kaset gantañ ar gwir beteg an treh.
21 « En e ano, e lakaio ar poblou o esperañs ».