Euz an 3 d’an 9 a viz Gouere 2022
1 E touez e ziskibien, e tibabas Jezuz daouzeg ha tri-ugent all, hag e kasas anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh m’e-noa e-unan da vond enno. 2 Lavared a reas dezo :
— « Braz eo an eost, med micherourien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso micherourien da ober an eost.
— 3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na sandalennou.
Arabad chom en hent da zaludi dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : Peoh d’an ti-mañ. 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.
7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar péz a vo roet deoh, rag gounid a ra ar micherour e voneiz. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.
8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’ar re glañv a vo er gêr-ze, ha lavarit dezo : Deuet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue.
10 « Med e kement kêr ma ’z eot, ha ne vo ket greet digemer deoh, it war ar plasennou, ha lavarit d’an dud : 11 « Ho poultrenn zokén, staget ouz on treid, a dennom kuit hag a laoskom ganeoh. Med intentit koulskoude : deuet eo tost ouzoh Rouantèlèz Doue ». 12 Lavared a ran deoh : D’an deiz diweza, ne vo ket barnet ken kriz Sodom hag ar gêr-ze.
17 Laouen braz e teuas en-dro an daouzeg diskib ha tri-ugent, hag e lavarent :
— « Aotrou, plega deom a ra an diaouled o-unan en da ano ».
18 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Gweled a reen Satan o koueza euz an neñv evel eur flamm-tan. 19 Roet am-eus deoh galloud da vale war an naered hag ar hruged, ha da drehi oll nerz an enebour, heb na hellfe noazoud deoh.
20 « Koulskoude, n’eo ket abalamour ma sent ouzoh ar sperejou eo ho-peus da veza laouen, med abalamour m’eo skrivet hoh ano en Neñvou ».
18 E keit ha ma oa Jezuz o komz ouz diskibien Yann-Vadezour, e tosteas outañ eun dén a reñk uhel, hag en eur stoui dirazañ, e lavaras dezañ :
— « Ema va merh o paouez mervel, med deus da astenn da zorn warni hag e vevo ».
19 Sevel a reas Jezuz ha mond d’e heul, e ziskibien asamblez gantañ.
20 Ha setu eur vaouez, klañv gand ar holl-gwad abaoe daouzeg vloaz, a dosteas a-dreñv dezañ, hag a douchas ouz bevenn e vantell. 21 Rag lavared a ree enni he-unan : Ma teuan a-benn, netra nemed da douch ouz e vantell, e vezin saveteet.
22 Med Jezuz o tistrei hag o weled anezi, a lavaras :
— « Bez fiziañs, va merh, saveteet out bet gand da feiz ».
Ha kerkent e oe saveteet ar vaouez.
23 Pa zigouezas Jezuz e ti an dén a reñk uhel, o weled ar fleüterien hag an dud, difred ganto, e lavaras dezo :
24— « It er-mêz ! N’eo ket maro ar plahig ; kousket eo ».
Hag e reent goap anezañ. 25 Pa oe lakeet an dud er-mêz, ez eas tre en ti. Kregi a reas e dorn ar plahig, hag e savas houmañ en he zav.
26 Dre an takad a-béz, e redas ar vrud a gement-se.
32 Digaset e oe da Jezuz eun dén dalhet gand an droug-spered hag a oa mud. 33 Eur wech kaset kuit an droug-spered, e stagas an hini mud da gaozeal. Estlammet e oe an dud, hag e lavarent :
— « Biskoaz n’eus bet gwelet kemend-all en Izrael ! ».
34 Lavared a ree ar Farizianed avad :
— « Dre briñs an droug-sperejou eo e kas kuit an droug-sperejou ».
35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn en o zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.
36 O weled kement-se a dud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel deñved hep pastor.
37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :
— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. 38 Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».
1 Gelver a reas Jezuz e zaouzeg diskib, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou evid kas anezo kuit, ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.
2 Setu amañ anoiou an daouzeg abostol : ar henta, Simon, anvet Pèr, hag Andre e vreur, Jakez mab Zebede, hag e vreur Yann, 3 Filip ha Berteleme, Tomaz ha Maze ar publikan, Jakez mab Alfe ha Tade, 4 Simon ar Greduz ha Judaz Iskariot, an hini end-eeün a werzas Jezuz.
5 Kas a reas Jezuz an daouzeg-se en hent en eur rei dezo ar gourhemennou-mañ :
– « Arabad deoh mond gand an hentchou a gas war-zu ar bayaned, ha chomit hep mond e kêriou ar Zamaritaned. 6 It kentoh war-zu an deñved dianket euz pobl Izrael. 7 Dre ma’z eot gand ho hent, embannit eo tostig-tost Rouantèlèz Doue ».
Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :
7 « Dre ma ’z eot gand ho hent, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, roit ar vuhez en-dro d’ar re varo, glannait an dud lor, kasit kuit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra.
9 « Na gasit ganeoh nag aour nag arhant, na moneiz en ho kouriz, 10 na sah evid an hent, na diou vantell, na boutou, na baz, rag ar micherour eo dleet dezañ e voued.
11 « Kement kêr ha kement kêriadenn ma ’z eot enno, goulennit piou a zo dîn da zigemer ahanoh, ha chomit eno beteg ma ’z eot kuit.
12 « En eur vond tre en ti, saludit an dud a zo o chom ennañ. 13 Mar d-eo dîn an ti-ze, ra ziskenno ho peoh warnañ. Ma n’eo ket dîn avad, ra zistroio ho peoh warnoh ».
14 « Ma ne ’fell ket d’an dud digemered ahanoh, na selaou ho komzou, it er-mêz euz an ti-ze, pe euz ar gêr-ze, en eur heja ar boultrenn euz ho treid. 15 E gwirionez, e lavaran deoh, ne vezor ket ken rust, da zeiz ar Varn, e-keñver bro-Sodom ha Gomor, hag e-keñver ar gêr-ze ».
Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :
16 « Setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. Bezit eta war evez braz evel naered, ha didroidell a galon evel koulmed.
17 « Diwallit diouz an dud ! kas a raint ahanoh dirag al lezvarn, skourjeza a raint ahanoh en o zinagogennou. 18 Kaset e vezot dirag ar gouarnourien hag ar rouaned, abalamour din. Eun testeni e vo kement-se evito, hag evid ar bayaned.
19 « Pa vezot evel-se lakeet etre o daouarn, na vezit ket nehet o klask petra pe benaoz lavared. Roet e vezo deoh da houzoud ar péz ho-po da lavared d’ar mare-ze. 20 Ha n’eo ket c’hwi eo a gomzo, med Spered ho Tad eo a vo o komz ennoh.
21 « Kas e vreur a raio ar breur evid beza lakeet d’ar maro, hag an tad, e grouadur, sevel a raio ar vugale a-eneb o zud, ha kas anezo d’ar maro.
22 « Kasoni o-do an oll ouzoh abalamour d’am ano ; an hini avad, a zalho beteg penn, hennez a vo saveteet.
23 « Ma vez klasket war ho lerh e kêr pe gêr, tehit d’eur gêr all. E gwirionez, e lavaran deoh, n’ho-pezo ket greet tro kêriou Izrael, a-raog distro Mab an Dén ».
Lavared a ree Jezuz d’an daouzeg abostol :
24 « N’eo ket an diskib uhelloh eged e vestr, nag ar zervicher uhelloh eged e aotrou. 25 Tra-walh eo d’an diskib beza par d’e vestr, ha d’ar zervicher beza par d’e aotrou. M’o-deus an dud greet Beelzeboul euz ar penn-tiègèz, petra ne lavarint ket euz e dud ?
26 « Arabad kaoud aon rag an dud-se ; n’eus netra goloet ha na zeufe ket da veza dizoloet, netra kuzet ha na zeufe ket da veza anavezet.
27 « Kement a lavaran deoh en deñvalijenn, lavarit anezañ er sklêrijenn ; kement a glevit e plég ho skouarn, embannit anezañ diwar an toennou.
28 « Arabad kaoud aon rag ar re a laz ar horv, ha ne hellont ket laza an ene. Ho-pet aon kentoh ouz an hini a hell kas da goll ar horv koulz hag an ene er jehen.
29 « Daoust ha ne vez ket gwerzet daou filip evid eur gwenneg ? Koulskoude, ne gouez hini anezo war an douar, heb asant ho Tad.
30 « Ha c’hwi, kontet eo kement blevenn a zo war ho penn.31 Bezit dienkrez eta ; talvezoud a rit muioh eged oll filiped an neñv.
32 « Kement hini a zisklêrio dirag an dud beza a-du ganin, a vo disklêriet ganin-me ive dirag va Zad a zo en Neñv, beza a-du gantañ. 33 Med kement hini am naho dirag an dud, a vo nahet ganin-me ive dirag va Zad a zo en Neñv ».