(Heb. 128) Kanenn pirhirinaj.
1 Eüruz an neb a zouj an Aotrou,
Hag a vale en e henchou.
2 Euz labour da zaouarn e trebi,
Hag e vi eüruz, hag e po eurvad !
3 Da wreg en da di, ’vel eur winienn Ieun a frouez,
Ha da vugale en-dro d’an daol ’vel broustail gwez olivez.
4 Ya, evelse ’vez benniget an den
en-dez doujañs e-keñver an Aotrou.
5 Benniget ra vezi gand an Aotrou euz Sion.
Ra weli en eurvad Jeruzalem oll zeiziou da vuhez,
6 Ra weli bugale da vugale I
Peoc’h war Izrael !
« An Aotrou Krist e-neus karet an Iliz hag en em roet eviti,
evid he lakaad da veza santel ha divlam. » (Ef. 5,25.27)