(Heb. 125) Kanenn pirhirinaj.
1 An neb a lak e fiziañs en Aotrou
a zo heñvel ouz menez Sion :
Divrall eo, ha da viken e chomo.
2 Jeruzalem he-deus meneziou tro-dro dezi,
Hag an Aotrou a vez tro-dro d’e bobl
a-vremañ ha da viken.
3 Nann, biken ne blavo baz ar fallagr
war lodenn an dud just,
Gand aon na astennfe an dud just
o daouarn warzu an droug.
4 Gra vad, Aotrou, d’an dud vad,
d’an dud eeun a galon,
Med ar re a zach a-dreuz hag a-hed,
kas anezo Aotrou gand ar re fallagr !
Peoc’h war lzrael !
« Peoc’h ha trugarez da Izrael Doue ! » (Gal. 6,16)