(Heb. 122) Kanenn pirhirinaj.
1 Pebez Ievenez p’eo bet lavaret deom :
« Da di an Aotrou ez eom I
2 Bez emañ on treid
Ouz da zorojou, Jeruzalem !
3 Jeruzalem savet evel eur gêr
Lec’h m’eo unanet kement tra.
4 Daveti e pign meuriadou, meuriadou an Aotrou,
Testeni en lzrael evid meuli Ano an Aotrou.
5 Rag eno emañ kadoriou ar varn,
Kadoriou tiegez David.
6 Pedit evid peoc’h Jeruzalem :
« Peoc’h d’ar re a gar ahanout I »
7 Ra vezo ar peoc’h en da vogeriou,
Hag an diskuiz en da baleziou.
8 Evid va breudeur ha mignoned
E lavaran : « Peoc’h warnout ! »
9 Ablamour da di an Aotrou on Doue,
E hetan eurvad evidout.
« Deuet avad oc’h da dostaad ouz Menez Sion, ouz kêr an Doue beo, Jeruzalem an neñv. » (Heb. 12,22)