(Heb. 115)
1 N’eo ket deom-ni, Aotrou, n’eo ket deom-ni,
Med d’az Ano, ro gloar evid da garantez ha da fealded.
2 Perag e lavar ar broadou :
« Pelec’h emañ o Doue ? »
3 On Doue a zo en neñvou ;
Kement a fell dezañ a ra !
4 O idolennou a zo arhant hag aour,
Labour daouarn an den.
5 Eur genou o-deus ha ne gomzont ket,
Daoulagad o-deus ha ne welont ket.
6 Diouskouarn o-deus ha ne glevont ket,
Eur fri o-deus ha ne zantont ket.
7 Daouarn o-deus ha ne zornatont ket, *
Treid o-deus ha ne valeont ket,
mouskomz ebed en o c’horzaillenn.
8 Evelto ra vezo ar re o-deus greet anezo,
An neb a laka e fiziañs enno.
9 lzrael, lak da fiziañs en Aotrou,
Eñ eo da skoazell ha da skoed I
10 Tiegez Aharon, lak da fiziañs en Aotrou,
Eñ eo da skoazell ha da skoed !
11 Doujerien an Aotrou, lakit ho fiziañs en Aotrou,
Eñ eo ho skoazell hag ho skoed !
12 An Aotrou e-neus soñj ahanom : benniga a ray, *
Benniga a ray tiegez lzrael,
Benniga a ray tiegez Aharon,
13 Benniga a ray doujerien an Aotrou,
Ar re vihan hag ar re vraz.
14 Ra gendalho an Aotrou e vennoziou,
Warnoc’h ha war ho pugale.
15 Benniget ra viot gand an Aotrou,
E-neus greet an neñv hag an douar !
16 An neñv eo neñv an Aotrou,
Hag an douar e-neus roet d’an dud.
17 N’eo ket ar re a varv a veulo an Aotrou,
Rag oll e tiskennont da vro an dilavar.
18 Med ni eo a vennigo an Aotrou,
A-vremañ ha da virviken. Allelouia !
« Deuet oc’h da drei ouz Doue, o trei kein d’ar fals-kredennou evid servicha an Doue beo ha gwirion. » (1 Tes. 1,9)