(Heb. 110)
1 Lavaret e-neus an Aotrou d’am Aotrou :
Azez a-zehou din ma rin euz da enebourien
Eur skabell evid da dreid.
2 Baz da c’halloud a ro dit an Aotrou euz Sion,
Hag e komandi
Ekreiz da enebourien.
3 Te ’zo priñs e deiz da c’hanedigez, skeduz a zantelez,
Euz va c’halon, ’vel eur c’hlizenn da c’houlou-deiz
Am-eus da c’hanet !
4 Hen touet e-neus an Aotrou ha n’en-do ket a geuz :
Te ’zo beleg da viken
E doare Melkisedeg.
5 An Aotrou a zo a -zehou dit,
Brevet e-neus rouaned
Da zeiz e gounnar.
6 Barn a ra ar poblou ha bernia korvou maro,
E peb lec’h war an douar
E-neus brevet ar penn.
7 War an hent, ec’h ev euz ar froud,
Rag-se e sao e benn.
« Dezañ eo da ren beteg m’e-no lakeet e oll enebourien dindan e dreid. » (1 Kor. 15.25)