(Heb. 102)
2 Doue selaou ouz va fedenn
Ouz va garmou beteg ennout o tond.
3 Na guz ket da zremm diouzin,
En deiz m’am-bez anken !
Tro ouzin da skouarn, en deiz ma pedan,
Hast respont ahanon.
4 E moged e ya va deiziou,
Va eskern ’zo evel eun tantad o tevi.
5 Skoet eo va c’halon, evel geot o tizeha,
Ken ec’h ankounac’haan da zrebi va boued ;
6 Kement e tifronkan o c’hirvoudi
Ma ’z eo peg va eskern ouz va c’hig.
7 Heñvel on ouz pilikan ar gouelec’h,
Ouz ar gaouenn er rivinou :
8 Ne gouskan mui, hag e c’huanadan
‘Vel ar golvan e-unan war eun doenn.
9 A-hed an deiz e vezan kunujet gand va enebourien
O sodi en-dro din hag o toui.
10 Ludu a zreban e-giz bara,
Va evaj gand daelou a veskan.
11 Rag fuloret, kounnaret ouzin
‘Peus tapet ha taolet ahanon kuit :
12 Va deiziou evel ar skeud a ziskenn,
Hag evel geot o tizeha.
*
13 Te, Aotrou, da viken a bado,
Da Ano a rumm da rumm.
14 Te a zavo da gaoud truez ouz Sion,
Poent eo kaoud truez outi : deuet eo ar c’houlz.
15 Da zervicherien a gar he mein,
Ouz he foultrenn o-deus truez.
16 Hag e toujo ar baganed Ano an Aotrou,
Ha rouaned an douar da c’hloar ;
17 Pa adsavo an Aotrou Sion,
Ec’h en em ziskouezo en e c’hloar,
18 Hag ec’h en em droio ouz pedenn ar re c’hlaharet
Heb disprizoud o fedenn.
19 Ra vezo skrivet kement-mañ evid ar rummadou da zond ;
Hag ar bobl, krouet a-nevez, ra veulo an Aotrou.
20 War evez, euz uhelder e zantelez emañ an Aotrou.
Euz an neñv, e-neus sellet etrezeg an douar :
21 Kleved a ra huanad ar prizonier,
Ha rei ar frankiz d’ar re gondaonet d’ar maro.
22 Embannet e vo e Sion Ano an Aotrou,
E veuleudiou e Jeruzalem,
23 P’en em vodo ar poblou hag ar rouanteleziou
Da zervicha an Aotrou.
*
24 Teuzet eo va nerz gand an hent,
Bereet va deiziou.
25 Lavared a ran : « Va Doue,
Na gemer ket ahanon da hanter va deiziou.
A rumm-da-rumm eo da vloaveziou-Te !
26 Gwechall eo bet diazezet an douar ganit,
Ha labour da zaouarn eo an neñvou.
27 Ar re-mañ a yelo da get, ha Te a zalho ;
Oll, evel dillad, en em uzont,
Evel eur gwiskamant e cheñchez anezo,
Hag e vezont cheñchet.
28 Evidout-Te, Te a zo bepred heñvel,
Da vloaveziou n’echuont ket.
29 Bugale da zervicherien a gavo eul Iec’h-diskuiz,
O ouenn a bado dirazout.
« Frealz a ro deom an Aotrou en on oll drubuillou. » (2 Kor. 1.4)