(Heb. 99)
1 An Aotrou a ren : krena a ra ar poblou.
Trôna a ra war an êlez : bralla a ra an douar.
2 An Aotrou e Sion a zo braz,
Hag a-uz d’an oll boblou.
3 Ra vezo meulet da Ano, braz ha spontuz,
Rag santel eo !
4 Roue gallouduz, ar justis a garez, *
Krouet az-peus ar gwir,
Justis ha reizded a rez e Yaakob.
5 Meulit braster an Aotrou on Doue, *
Stouit ouz skabell e dreid,
Rag santel eo !
6 Moshe hag Aaron a zo bet euz e veleien, *
Ha Schmouel euz ar re a bede e Ano ;
An Aotrou a bedent hag Eñ a responte dezo.
7 En eur peul-koumoul e komze outo, *
Miroud a raent e urziou,
Al lezennou e-noa roet dezo.
8 Aotrou on Doue, respont a reer anezo, *
Eun Doue a bardon a oas evito,
Med a gastize ivez o faziou.
9 Meulit braster an Aotrou on Doue, *
Stouit dirag e Venez santel,
Rag Santel eo an Aotrou on Doue.