(Heb. 80)
2 Pastor lzrael, selaou,
Te hag a ren Yosef evel eur vandenn-zeñved ;
Te azezet war ar Gerubined, en em ziskouez
3 Dirag Efraim, Binyamin ha Menashe,
Dihun da c’halloud
Ha deus d’or sikour !
4 Doue, gra deom dond en-dro ;
Ra skedo da zremm hag e vim salvet !
5 Aotrou Doue oll-c’halloudeg,
Beteg peur e vi entanet a-eneb pedennou da bobl,
6 Hag e roi dezi da vevañs bara a zaelou
Ha da evach eur mor a zaelou ?
7 Eul luziadenn ez om-ni evid on amezeien,
Hag on enebourien a ra goap ouzom.
8 Doue, gra deom dond en-dro ;
Ra skedo da zremm hag e vim salvet !
9 Eur winienn euz an Ejipt ’poa tennet,
Ha skarzet broadou d’hec’h adplanta ;
10 Riñset poa ar vro dirazi,
Dezi da ober gwriziou ha da leunia ar vro.
11 Goloet e oe ar meneziou gand he skeud,
Ha gand he skourrou sedrez Doue.
12 Astenn a reas he brankou beteg ar mor,
Hag he broustennou beteg ar Stèr.
13 Perag ’peus freuzet he girzier,
Ma kutuill diouti kement hini a dremen war an hent ?
14 Turiet eo gand moc’h-gouez ar c’hoajou,
Ha peuret gand loened ar parkeier.
15 Aotrou Doue oll-c’halloudeg, deus en-dro !
Euz Iein an neñvou, sell ha gwel :
Deus da weladenni ar winienn-mañ ;
16 Evesa ouz an hini bet plantet gand da zorn dehou
Hag ouz ar mab bet kennerzet ganit.
17 Setu ma ’z eo devet ha trohet :
Gand da zremm kounnaret, ra vezint kaset da get !
18 Ra vezo da zorn war den da zorn dehou,
War mab an den az-peus kennerzet.
19 Biken mui ne bellaim diouzit ;
Gra deom beva hag e pedim da Ano.
20 Aotrou Doue oll-c’halloudeg, gra deom dond en-dro,
Ra skedo da zremm hag e vim salvet !