(Heb. 24)
1 D’an Aotrou an douar hag e binvidigez,
Ar bed ha kement a zo ennañ.
2 Gantañ eo bet diazezet war ar moriou,
Gantañ eo dalhet divrall war ar steriou.
3 Piou a bigno war venez an Aotrou,
Piou a zavo en e lec’h santel ?
4 Neb a zo dinamm e zaouarn ha glan e galon,
Neb n’eo ket douget d’ar gaou ha ne dou ket evid touella.
5 Warnom bennoz an Aotrou,
Ha justis e Zalver.
6 Setu pobl ar re a glask anezañ,
Ar re a glask da zremm, Doue Yaakob.
7 Doriou, savit ho talbennou,
Uhelloh, porastelliou ar peurbad :
Emañ o tond ar Roue a c’hloar !
8 Piou eo hennez, ar Roue a c’hloar ?
An Aotrou eo, kreñv ha gallouduz,
An Aotrou gallouduz en emgann.
9 Doriou, savit ho talbennou,
Uhelloc’h, porastelliou ar peurbad :
Emañ o tond ar Roue a c’hloar
10 Piou eo hennez, ar Roue a c’hloar ?
An Aotrou eo, Doue ar bed a-bez,
Eñ eo ar Roue a c’hloar.