(Heb. 19)
2 An neñvou a gont gloar Doue,
An oabl a embann oberenn e zaouarn.
3 An deiz he displeg d’an deiz,
Hag an noz c’her ro da anaoud d’an noz,
4 Hep lavar ebed, hep geriou,
Hep na glever o mouez !
5 Dre an douar a-bez ez a o c’hemennadurez,
Hag o homzou beteg penn ar bed.
6 Eno e-neus Doue lakeet eun deltenn evid an heol ;
Bez ez eo eur pried yaouank o tond er-mêz euz ar gambr ;
Bez ez eo eur c’hadour laouen o redeg e redadenn.
7 Euz eur penn euz an neñvou e sao,
Ha mond a ra da drei d’ar penn all,
Ha n’eus netra kuzet ouz e dommder.