(Heb. 16)
1 Mir ahanon o va Doue,
Va gwarez a zo ennout.
2 Lavaret ’m eus d’an Aotrou : « Va Doue,
N’eus ket a eurvad evidon nemed en da gichenn. »
3 Ar zent a zo er vro, ar re-ze eo an noblañs,
Va oll blijadur a vez ganto.
4 Niveruz eo ar falsdoueou ha war o lerc’h e haster *
Ne ginnigan ket dezo gwad ar zakrifisou,
Ne zao ket o ano war va muzellou.
5 An Aotrou eo va lod, va c’halirad :
Te eo gwarant va lod.
6 Al lodenn a deu din a ra va dudi ;
Ya, va c’herez a zo eur splannder evidon.
7 Bennoz d’an Aotrou a guzuill ahanon :
Beteg en noz e kelenn ahanon em diabarz.
8 Lakaad a ran an Aotrou bepred dirazon ;
a-zehou din emañ, hag ez on divrall.
9 Hag ez eo laouen va halon, hag e trid va ene,
Ha va horv a ziskuiz e peoc’h :
10 Ne zilezi ket ahanon d’ar maro,
Ne lezi ket da vignon da weled ar vreinadurez.
11 Diskouez a rez din hent ar vuhez *
Dirag da zremm eur gwalc’h a levenez,
Eun dudi a-zehou dit bepred.