Euz an 29 a viz Mae d’ar 4 a viz Mezeven 2022
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e pede evel-henn :
20 « N’eo ket evid ar re-mañ hepkén e pedan, med ive evid ar re a gredo ennon diwar o Homz. 21 Ra vezint oll unan, evel m’emaout-te, va Zad, ennon, ha me ennout. Ra vezint unan ennom, int-i ive, evid ma kredo ar béd ez eo ganit on bet kaset.
22 « Ha roet em-eus-me dezo ar hloar az-peus roet din, evid ma vezint unan hepkén evel ma ’z om-ni unan : 23 me enno, ha te ennon. Ra zeuint da veza unan da vad evel-se, evid ma ouezo ar béd eo ganit on bet kaset, hag ez-peus karet anezo evel m’ez-peus karet ahanon.
24 « Va Zad, ar re az-peus roet din, felloud a ra din e vefent ganin el leh m’emaon, dezo da weled va gloar, an hini am-eus bet diganit, abalamour m’ez-peus karet ahanon a-raog krouidigez ar béd.
25 « Va Zad just, n’e-neus ket ar béd anavezet ahanout, med me am-eus anavezet ahanout, hag ar re-mañ o-deus anavezet eo ganit on bet kaset.
26 « Roet em-eus da ano dezo da anaoud, hag ober a rin c’hoaz, evid ma vo enno ar garantez az-peus evidon, ha ma vezin enno, me ive ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, 29 e lavare e ziskibien dezañ :
— « Setu ma komzez frêz bremañ, hag hep parabolennou. 30 Bremañ eh ouzom eh anavezez pep tra, ha n’ez-peus ket ezomm e rafe dén goulennou ouzit : abalamour da-ze, e kredom ez out deuet euz Doue ».
31 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Bremañ eo e kredit !
32 « Setu ma teu an eur, ha deuet eo, ma vezot strewet pep hini diouz e du, ha ma laoskot ahanon va-unan-penn. Med n’emaon ket va-unan, peogwir ema va Zad ganin.
32 « Kement-se am-eus lavaret deoh evid m’ho-po ar peoh ennon. Er béd-mañ, e kavoh trubuill, med dalhit mad ! treh on bet d’ar béd ».
39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.
40 Mond a reas e-barz ti Zakarïaz, ha saludi Elizabed.
41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :
— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag, kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».
46 Renta a reas Mari d’he zro gloar d’an Aotrou Doue, en eur lavared :
— « Kana a ra va ene meuleudi d’an Aotrou, 47 ha tridal a ra va spered e Doue va Zalver, 48 abalamour m’e-neus taolet e zellou war e zervichéréz dister.
« Diwar vremañ, e lavaro an oll dud, a rumm da rumm, ez on eüruz, 49 ken kaer eo ar burzudou e-neus greet evidon an Oll-Halloudeg, rag santel eo e ano.
50 « Skuilla a ra e vadèlèz, a rummad da rummad, war ar re a zouj dezañ.
51 « Diskouez a ra nerz e vreh, ha kas kuit an dud, lorh ganto en o halon.
52 « Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn, ha sevel uhel an dud izel.
53 « Rei a ra o gwalh d’ar re o-deus naon, ar re binvidig avad, e kas kuit hep netra.
54 « Rei a ra e skoazell da Izrael e vuia-karet, dre ma dalh soñj euz e vadèlèz ; 55 evel m’e-noa prometet d’on tadou-koz, e-keñver Abraham hag e lignez da viken ».
56 Chom a reas Mari neuze gand Elizabed war-dro tri miz, ha goude-ze e tistroas d’ar gêr.
17 Pa oa Jezuz o vond en hent, e tiredas eun dén evid dond d’e gaoud, hag o penndaoulina dirazañ, e houlennas outañ :
— « Mestr mad, petra a rañkan ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz da hêrez ? »
18 Lavared a reas dezañ :
— « Perag e lavarez ez on mad ? Dén e-béd n’eo mad, nemed Doue hepkén ! 19 Anaoud a rez ar gourhemennou : Ne lazi ket, ne ri ket avoultriez, ne laeri ket, ne lavari ket falz-testeni, ne ri gaou ouz dén ; da dad, da vamm a enori.
20 Respont a reas an dén dezañ :
— « Mestr, kement-se am-eus miret abaoe va yaouankiz ».
21 Para a reas Jezuz neuze, e zaoulagad warnañ, ha kared anezañ. Lavared a reas dezañ :
— « Eun dra hepkén a vañk dit c’hoaz : kee, gwerz da oll vadou, ro anezo d’ar re baour, hag ez-po eun teñzor en Neñv. Ha neuze, deus d’am heul ».
22 Med o kleved kement-se, e teuas e benn da veza teñval, hag ez eas kuit, glaharet e galon, rag braz e oa e beadra.
28 Staga a reas Pèr da lavared da Jezuz :
— « Ahanta ! Dilezet on-eus-ni pep tra, hag on-eus heuliet ahanout ».
29 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez e lavaran deoh : n’eus dén e-béd, kuiteet gantañ eun ti, breudeur, c’hoarezed, tad, mamm, bugale, pe barkeier, abalamour din ha d’ar Helou Mad, 30 ha ne resevo ket kant kwech muioh dija er béd-mañ : tiez, breudeur, c’hoarezed, mamm, bugale, parkeier, gand heskinou ouspenn, hag er béd da zond, ar vuhez peurbaduz ».
En amzer-ze, e zaoulagad savet war-zu an Neñv, e pede Jezuz evel-henn :
11b Tad Santel, mir va diskibien unanet en da ano, an ano az-peus roet din, dezo da veza unan eveldom-ni.
12 « Pa oan ganto, e viren anezo unanet en da ano, an ano az-peus roet din. Diwallet em-eus anezo, ha n’eus eet hini e-béd da goll, nemed ar mab a ya da goll, evid ma teuio ar Skritur da wir.
13 « Ha bremañ, p’emaon o vond war-zu ennout, e komzan evel-se, er béd, evid ma vezint leun-barr euz va levenez en he féz.
14 « Roet em-eus-me da Gomz dezo, hag e-neus ar béd kemeret kas outo, abalamour n’int ket euz ar béd, evel ma n’on ket, me kennebeud, euz ar béd.
15 « N’eo ket tenna anezo euz ar béd eo a houlennañ diganit, med diwall anezo diouz an droug.
16 « N’int ket euz ar béd, evel ma n’on ket, me kennebeud, euz ar béd. 17 Gra ma vint santeleet dre ar wirionez : gwirionez eo da Gomz.
18 « Evel m’ez-peus kaset ahanon er béd, em-eus, me ive, kaset anezo er béd.
19 « Hag evito en em zantelaan, me va-unan, evid ma vint, int-i ive, santeleet er wirionez.
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e pede evel-henn :
20 « N’eo ket evid ar re-mañ hepkén e pedan, med ive evid ar re a gredo ennon diwar o Homz. 21 Ra vezint oll unan, evel m’emaout-te, va Zad, ennon, ha me ennout. Ra vezint unan ennom, int-i ive, evid ma kredo ar béd ez eo ganit on bet kaset.
22 « Ha roet em-eus-me dezo ar hloar az-peus roet din, evid ma vezint unan hepkén evel ma ’z om-ni unan : 23 me enno, ha te ennon. Ra zeuint da veza unan da vad evel-se, evid ma ouezo ar béd eo ganit on bet kaset, hag ez-peus karet anezo evel m’ez-peus karet ahanon.
24 « Va Zad, ar re az-peus roet din, felloud a ra din e vefent ganin el leh m’emaon, dezo da weled va gloar, an hini am-eus bet diganit, abalamour m’ez-peus karet ahanon a-raog krouidigez ar béd.
25 « Va Zad just, n’e-neus ket ar béd anavezet ahanout, med me am-eus anavezet ahanout, hag ar re-mañ o-deus anavezet eo ganit on bet kaset.
26 « Roet em-eus da ano dezo da anaoud, hag ober a rin c’hoaz, evid ma vo enno ar garantez az-peus evidon, ha ma vezin enno, me ive ».
En em ziskouez a reas Jezuz c’hoaz d’e ziskibien war vord lenn Tiberiad. 15 Echu ar préd ganto, e lavaras Jezuz da Zimon-Pèr :
— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon muioh eged ar re-mañ ? »
Respont a reas dezañ :
— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».
Ha Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñvedigou ».
16 Evid an eil gwech, e houlennas Jezuz outañ :
— Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »
Respont a reas :
— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».
Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñved ».
17 Evid an trede gwech, e lavaras :
— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »
Glaharet e oe Pèr abalamour m’e-noa Jezuz goulennet outañ evid an trede gwech : « Ha kared a rez ahanon ».
Respont a reas da Jezuz :
— « Aotrou, gouzoud a rez pep tra : gouzoud a rez mad e karan ahanout ».
Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñved. 18 E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : pa oas yaouank, e lakees da-unan da houriz en-dro dit, hag ez ees d’al leh ma kares mond ; pa vi deuet koz, eh astenni da zaouarn, hag e vo lakeet dit da houriz gand unan all, a gaso ahanout d’al leh ma n’ez-pije ket c’hoant mond ».
19 Kement-se e lavaras Jezuz evid rei da intent dre beseurt maro e rofe Pèr gloar da Zoue. Ha goude ar homzou-ze, e lavaras c’hoaz :
— « Deus d’am heul ».
En amzer-ze, e oa Jezuz o paouez lavared da Bèr : « Deus d’am heul ».
20 En eur daoler eur zell war e giz, e welas Pèr an diskib karet gand Jezuz o tond war e lerh : hennez eo e-noa, e-pad ar préd, tosteet ouz kalon Jezuz, ha goulennet outañ : « Aotrou, piou eo an hini a zo o vond da werza ahanout ? »
21 O weled anezañ eta, e lavaras Pèr da Jezuz :
— « Hag evid hemañ, Aotrou, petra a c’hoarvezo gantañ ? »
22 Respont a ra Jezuz dezañ :
— « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? Evidout-te, deus d’am heul ».
23 Sevel a reas ar vrud eta, e-touez ar vreudeur, ne varvfe ket an diskib-se. E gwirionez, n’e-noa ket lavaret Jezuz da Bèr ne varvfe ket, med : « Ma ’m-eus c’hoant e chomfe beteg ma teuin en-dro, petra a ra an dra-ze dit ? »
24 Bez’ ez eo an diskib-se an hini a ro testeni euz kement-se oll, hag ez eo an hini e-neus skrivet anezo. Ha gouzoud a ouezom ez eo gwir e desteni.
25 Bez’ ez eus kalz traou all c’hoaz bet greet gand Jezuz, ha ma vefent skrivet hini hag hini, ne hellfe ket ar béd a-béz, a gav din, kaoud plas d’al leoriou a vefe skrivet.