Euz ar 1a d’an 7 a viz Mae 2022
1 En em ziskouez a reas Jezuz adarre d’e ziskibien war bord mor Tiberiad, ha setu amañ penaoz.
2 Bez’ e oa bodet asamblez Simon-Pèr, Tomaz, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), Natanael euz Kana-Halilea, paotred Zebede, ha daou all euz e ziskibien.
3 Lavared a reas Simon-Pèr dezo :
— « Emaon o vond da besketa ».
Lavared a reont dezañ :
— « Mond a reom, ni ive, ganit ».
Mond a rejont ha sevel er vag. En nozvez-se avad, ne bakjont netra.
4 Da houlou deiz, e oa Jezuz aze, war an aot. Ne ouie ket an diskibien avad, e oa Jezuz.
5 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Paotred, ha n’ho-pefe ket eun dra bennag da zebri ? »
— « Nann avad » emezo dezañ.
6 Lavared a reas dezo :
— « Taolit ar roued en tu dehou d’ar vag, hag e kavot ».
Taoler a rejont ar roued, hag e oa kement a besked enni, ma ne oent ket evid sacha anezo ganto.
7 Neuze, e lavaras an diskib karet gand Jezuz da Bèr :
— « An Aotrou eo ! »
O kleved e oa an Aotrou, e wiskas Pèr eun tamm dillad bennag – rag en noaz e oa – hag e lammas er mor.
8 Dond a reas an diskibien all gand ar vag, o sacha war ar rouedad leun a besked : ne oant nemed eur hant metrad bennag diouz an douar.
9 Goude beza diskennet d’an douar, e weljont eun tan-glaou-beo gand pesked warnañ, ha bara.
10 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Digasit ’ta euz ar pesked emaoh o paouez paka ».
11 Sevel a reas Simon-Pèr en-dro er vag, hag e sachas d’an douar ar rouedad leun a besked braz : bez’ e oa kant-tri hag hanter-kant anezo. Ha daoust dezo da veza ken stank, ne oa ket bet freuzet ar roued.
12 Neuze e lavaras Jezuz dezo :
— « Deuit da zebri ».
Ne grede hini e-béd euz an diskibien goulenn outañ :
— « Piou out-te ? »
Gouzoud mad a ouient e oa an Aotrou.
13 Tostaad a reas Jezuz, kemer ar bara ha rei anezañ dezo ; hag e reas kemend-all gand ar pesked.
14 An trede gwech e oa da Jezuz d’en em ziskouez d’e ziskibien, abaoe ma oa adsavet a-douez ar re varo.
15 Goude ar préd, e lavaras Jezuz da Zimon-Pèr :
— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon muioh eged ar re-mañ ? »
Respont a reas dezañ :
— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».
Ha Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñvedigou ».
16 Evid an eil gwech, e houlennas Jezuz outañ :
— Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »
Respont a reas :
— « Ya, Aotrou, gouzoud a rez e karan ahanout ».
Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñved ».
17 Evid an trede gwech, e lavaras :
— « Simon, mab da Yann, ha kared a rez ahanon ? »
Glaharet e oe Pèr abalamour m’e-noa Jezuz goulennet outañ evid an trede gwech : « Ha kared a rez ahanon ».
Respont a reas da Jezuz :
— « Aotrou, gouzoud a rez pep tra : gouzoud a rez mad e karan ahanout ».
Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Bez pastor va deñved. 18 E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : pa oas yaouank, e lakees da-unan da houriz en-dro dit, hag ez ees d’al leh ma kares mond ; pa vi deuet koz, eh astenni da zaouarn, hag e vo lakeet dit da houriz gand unan all, a gaso ahanout d’al leh ma n’ez-pije ket c’hoant mond ».
19 Kement-se e lavaras Jezuz evid rei da intent dre beseurt maro e rofe Pèr gloar da Zoue. Ha goude ar homzou-ze, e lavaras c’hoaz :
— « Deus d’am heul ».
(treuzkaset d’ar 1a a viz Mae)
13 Deuet Jezuz e korn-bro Sezare-Filip, e houlennas ouz e ziskibien :
— « Piou eo Mab an dén, diouz ar péz a lavar an dud ? »
14 Respont a rejont :
— « Evid lod eo Yann-Vadezour, evid re all, Elïaz, evid re all c’hoaz, Jeremïaz pe unan euz ar brofeted ».
15–« Ha c’hwi, emezañ dezo, petra a lavarit ? Evidoh, piou ez on-me ? »
16 Neuze, e respontas Simon-Pér en eur lavared :
— « Te eo ar Hrist, Mab an Doue beo-buezeg ! »
17 Respont a reas Jezuz gand ar homzou-mañ :
— « Eüruz out, Simon, mab da Yonaz, rag n’eo ket ar horv nag ar gwad eo o-deus roet dit da anaoud an dra-ze, med va Zad hag a zo en neñv. 18 Ha me a lavar dit : te zo roh, ha war ar roh-ze e savin va Iliz, ha ne vo ket galloud ar Maro treh dezi. 19 Rei a rin dit alhweziou Rouantèlèz an Neñv : kement az-po liammet war an douar, a vo liammet en neñv, ha kement az-po diliammet war an douar, a vo diliammet en neñv ».
Treizet e-noa Jezuz lenn Tiberiad o kerzed war an dour.
22 Antronoz, e welas an dud a oa chomet en tu all, ne oa bet eno nemed eur vag, hag ne oa ket eet Jezuz enni gand e ziskibien : eet e oa kuit ar re-mañ o-unan.
23 Padal, o tond euz Tiberiad e oa digouezet bagou all e-kichenn al leh ma oa bet debret ar bara goude m’e-noa an Aotrou lavaret ar bedenn a drugarez.
24 Pa welas an dud ne oa mui eno na Jezuz nag e ziskibien, e savjont er bagou evid mond da Gafarnaom war glask euz Jezuz.
25 Hag o veza kavet anezañ en tu all d’ar mor, e lavarjont dezañ :
— « Rabbi, pe da vare out deuet amañ ? »
26 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez, e gwirionez e lavaran deoh : War glask ahanon emaoh, n’eo ket abalamour m’ho-peus gwelet sînou burzuduz, med abalamour m’ho-peus debret bara diouz ho c’hoant.
27 « Grit eta oberou, n’eo ket evid ar vagadurez a ya da fall, med evid ar vagadurez a jom er vuhez peurbaduz, an hini a ro deoh Mab an Dén, rag Eñ eo e-neus Doue, an Tad, merket gand e ziell ».
28 Lavared a reas an dud dezañ neuze :
— « Petra on-eus da zeveni evid ober oberou Doue ? »
29 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Setu amañ oberenn Doue : Kredi en hini e-neus kaset er béd ».
D’an eur ma oa Jezuz o tremen euz ar béd-mañ d’e Dad, e lavare d’e ziskibien :
6— « Bez ez on-me an hent, ar wirionez hag ar vuhez. N’ez a dén d’an Tad, nemed drezon-me.
7 « Peogwir eh anavezit ahanon, eh anavezit ive va Zad. Diwar-vremañ eh anavezit anezañ, hag ho-peus gwelet anezañ ».
8 Neuze, e lavaras Filip dezañ :
— « Aotrou, diskouez deom an Tad, hag e vo kement-se tra-walh evidom ».
9 Hag e lavaras Jezuz dezañ :
— « Keid-all zo emaon asamblez ganeoh, ha ne anavezez ket ahanon, Filip ?
An hini a wél ahanon, a wél an Tad. Penaoz e hellez-te lavared : « Diskouez deom an Tad ? » 10 Ha ne gredez ket emaon en Tad hag an Tad ennon ? Ar homzou a lavaran deoh, n’eo ket ahanon va-unan eo e lavaran anezo. An Tad, Eñ hag a zo ennon, a ra e oberou dezañ e-unan.
11 « Kredit ahanon : Me a zo en Tad hag an Tad a zo ennon ; ha ma ne gredit ket ar péz a lavaran, kredit abalamour d’an oberou-ze.
12 « Ya, e gwirionez, e lavaran deoh kement-mañ : piou bennag a gréd ennon a raio, eñ ive, an oberou a ran, ha re vrasoh zokén, peogwir ez an da gaoud va Zad.
13 « Ober a rin kement a houlennot em ano, hag evel-se, e vo roet gloar d’an Tad dre ar Mab. 14 Ma houlennit eun dra bennag em ano, e roin anezañ deoh ».
Goude burzud ar bara kresket, 35 e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :
— « Me eo bara ar vuhez. An hini a zeu d’am haoud, n’e-no naon biken ; an hini a gred ennon, n’e-no sehed biken ».
36 « Med lavaret am-eus deoh dija : gwelet ho-peus, ha koulskoude ne gredit ket.
37 « Kement hini a ro va Zad din, a zeuio d’am haoud, hag an hini a zeu d’am haoud, ne daolin ket anezañ er-mêz.
38 « Rag diskennet on euz an Neñv evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an hini e-neus kaset ahanon. 39 Ha bolontez an hini e-neus kaset ahanon eo ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo d’an deiz diweza. 40 Rag bolontez va Zad eo m’e-nefe ar vuhez peurbaduz kement hini a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza ».
Goude burzud ar bara kresket, e lavaras Jezuz d’ar Juzevien :
44 « Ne hell dén dond d’am haoud nemed ha sachet e vefe gand an Tad e-neus kaset ahanon, ha me a adsavo anezañ a varo da veo d’an deiz diweza.
45 « Skrivet ez eus bet gand ar brofeted : « Kelennet e vezint oll gand Doue e-unan ».
Kement hini e-neus klevet an Tad, ha resevet e gelennadurez, a zeu d’am haoud.
46 « Moarvad, ne-neus dén e-béd gwelet an Tad biskoaz, nemed an hini a zeu a Zoue : hennez hepkén e-neus gwelet an Tad.
47 « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : an hini a gred ennon, e-neus ar vuhez peurbaduz.
48 « Me eo bara ar vuhez. 49 Ho tadou-koz o-deus drebet ar mann en dezert, hag ez int marvet. 50 Med ar bara a ziskenn euz an Neñv zo evel-henn : an hini a zebr anezañ ne varvo ket. 51 Me eo ar bara beo-buezeg diskennet euz an Neñv : an hini a zebr euz ar bara-mañ a vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va horv, roet evid buhez ar béd ».
52 Tabutal a ree ar Juzevien kenetrezo o lavared :
— « Penaoz e hell hennez rei deom e gorv da zebri ? »
53 Lavared a reas Jezuz dezo eta :
— « E gwirionez, e gwirionez, e lavaran deoh : ma ne zebrit ket korv Mab an Dén, ha ma ne evit ket e wad n’ho-pezo ket ar vuhez ennoh. 54 An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz, ha me a adsavo anezañ da veo d’an deiz diweza. 55 Rag gwir vagadur eo va horv, ha gwir evaj eo va gwad. 56 An hini a zèbr va horv hag a év va gwad a jom ennon ha me a jom ennañ.
57 « Hag evel m’eo beo-buhezeg va Zad e-neus kaset ahanon, ha m’em-eus buhez dre va Zad, evel-se ive, an hini a zèbr ahanon, hennez ive e-no buhez drezon.
58 « Evel-henn eo ar bara diskennet euz an Neñv : n’eo ket heñvel ouz an hini a zébras ho tadou-koz. Maro int, int-i ; an hini a zebro euz ar bara-mañ a vevo da viken ».
59 Setu aze ar gelennadurez a roas Jezuz er zinagogenn, e Kafarnaom.
Lavaret e-noa Jezuz e sinagogenn Kafarnaom : An hini a zebr va horv hag a év va gwad, e-neus ar vuhez peurbaduz.
60 Goude beza klevet kement-se, e lavaras kalz euz e ziskibien :
— « Kaled eo ar gomz-se da gleved, ha piou a hell selaou anezi ? »
61 Gouzoud a ree Jezuz ennañ e-unan, e oa e ziskibien o hrosmolad diwar e benn.
Lavared a reas dezo :
— « Feuket oh gand kement-se ? 62 Ha pa welot Mab an Dén o sevel d’al leh ma oa a-ziaraog ?
63 « Ar spered eo a ro buhez, ar horv ne dalv da netra. Spered ha buhez eo ar homzou am-eus lavaret deoh.
64 « Bez’ ez eus a-vad, tud en ho-touez, ha ne gredont ket ».
Rag gouzoud a ouie Jezuz abaoe ar penn kenta pere e oa ar re diskredig, ha piou a oa da werza anezañ.
65 Hag e lavaras dezo c’hoaz :
— « Abalamour da-ze, em-eus lavaret deoh ne hell dén dond d’am haoud nemed ha roet e vefe bet dezañ dond gand va Zad ».
66 Diwar neuze, ez eas kalz euz e ziskibien war o hiz, en eur jom heb mond d’e heul.
67 Neuze e lavaras Jezuz d’an Daouzeg :
— « Daoust ha c’hwi ive ho-peus c’hoant mond kuit ? ».
68 Respont a reas Simon-Pèr dezañ :
— « Aotrou, da gaoud piou ez afem ? Ganit ema komzou ar vuhez peurbaduz. 69 Kredi a reom-ni, ha gouzoud a reom ez out Sant Doue ».