Accueil  -  Eil sizunvez amzer Fask (C)

Eil sizunvez amzer Fask (C)

Euz ar 24 a viz Ebrel d’an 30 a viz Mae 2022

Eil sul Fask, Sul an Drugarez

Yn 20, 19-31 (C)

Goude maro Jezuz e oa,19 d’an deiz kenta euz ar zizun, diouz an abardaez. Prennet e oa bet gand an diskibien doriou an ti ma oant ennañ, gand aon rag ar Juzevien.

Dond a reas Jezuz, hag e oa aze en e-zav en o-zouez.

Lavared a reas dezo :

— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! »

20 Goude ar homzou-ze, e tiskouezas dezo e zaouarn hag e gostez. O weled an Aotrou, e oe laouen-braz an diskibien.

21 A-nevez, e lavaras Jezuz dezo :

— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! Evel m’e-neus va Zad kaset ahanon, e kasan-me ahanoh d’am zro ».

22 Distaget gantañ ar homzou-ze, e c’hwezas warno, hag e lavaras :

— « Resevit ar Spered-Santel. 23 Ar re ho-po pardonet o fehejou dezo, e vint pardonet dezo ; hag ar re ho-po dalhet o fehejou outo, e vint dalhet ».

24 Tomaz a-vad, unan euz an Daouzeg, lesanvet Didim (da lavared eo : gevell), ne oa ket ganto, pa oa deuet Jezuz.

25 Lavared a reas an diskibien all dezañ :

— « Gwelet on-eus an Aotrou ! »

Med respont a reas Tomaz dezo :

— « Ma ne welan ket merk an tachou en e zaouarn, ma ne lakan ket va biz e toullou an tachou, ma ne lakan ket va dorn en e gostez, nann, ne gredin ket ! ».

26 Eizteiz goude-ze, e oa adarre an diskibien en ti, hag e oa Tomaz asamblez ganto. Degouezoud a reas Jezuz, daoust d’an doriou beza prennet, hag e oa aze en o-zouez. Lavared a reas :

— « Ar peoh ra vezo ganeoh ! ».

27 Da houde e lavaras da Domaz :

— « Lak da viz amañ, ha gwél va daouarn ; tosta da zorn, ha lak anezañ em hostez : paouez da veza diskredig, bez dén a feiz ».

28 — « Va Aotrou ha va Doue ! » eme Tomaz dezañ.

29 Lavared a reas Jezuz dezañ :

— « Abalamour m’az-peus gwelet ahanon, e kredez. Eüruz ar re a gred, hep beza gwelet ».

30 Stank eo ar zînou all bet greet gand Jezuz dirag e ziskibien, ha n’int ket bet skrivet el leor-mañ. 31 Med skrivet eo bet ar re-mañ, deoh-c’hwi da gredi eo Jezuz ar Hrist, Mab Doue, hag e-sèr kredi, kaoud ar vuhez en e ano.

Lun 25 a viz Ebrel
Sant Mark, avieler. Gouel

Mk 16, 15-20

15 Lavared a reas Jezuz savet a varo da veo d’an unneg abostol :

— « It dre ar béd ar-béz, embannit Kelou-Mad an Aviel d’an oll dud. 16 An hini a gredo hag a vezo badezet, a vo salvet ; an hini a zinaho kredi a vo kondaonet.

17 Setu amañ ar zînou burzuduz a vo da heul ar re o-devo kredet : em ano, e kasint kuit an droug-sperejou ; yezou nevez a gomzint ; tapoud krog a raint en naered, 18 ha goude m’o-defe evet eur poezon marvel bennag, ne raio droug e-béd dezo ; astenn a raint o daouarn war ar re glañv, hag ar re-mañ a wellaio dezo ».

19 Goude beza komzet d’e eskibien, e oe douget an Aotrou Jezuz d’an Neñv, hag eh azezas en tu dehou da Zoue. 20 Evito a-vad, ez ejont da brezeg ar Helou-Mad e pep leh. A-unan ganto e laboure an Aotrou, hag e roe nerz d’ar Gomz dre ar burzudou a zigoueze d’he heul.

Meurz

Yn 3, 7-15

Lavared a ree Jezuz da Nikodem :

7 Ne d-a ket da veza souezet ma ’m-eus lavaret dit : « Red eo deoh beza ganet a-nevez ».

8 « C’hweza a ra an avel en tu ma kar : kleved a rez he mouez, med ne ouezez ket nag euz peleh e teu, na da beleh ez a. Evel-se ema kont gand kement dén a zo ganet euz ar Spered ».

9 Lavared a reas Nikodem d’e dro :

— « Penaoz e hell kement-se c’hoarvezoud ?

10 Respont a reas Jezuz dezañ :

— « Mestr-kelenner out en Izrael, ha n’ouzout ket an traou-ze ? 11 E gwirionez, e gwirionez, e lavaran dit : Komz a reom euz ar péz a ouzom ; rei a reom testeni euz ar péz on-eus gwelet ; ha ne zegemerit ket on testeni. 12 Ma ne gredit ket pa gomzan ouzoh euz traou an douar, penaoz e kredot pa gomzin ouzoh euz traou an Neñv ? 13 Rag dén n’eo savet d’an Neñv, nemed an hini a zo diskennet euz an Neñv, Mab an Dén.

14 « Evel ma oe savet en uhel an naer arem gand Moïzez, en dezert, evel-se ive e rañko Mab an Dén beza savet en uhel, 15 evid m’e-no drezañ ar vuhez peurbaduz kement hini a gréd ennañ ».

Merher

Yn 3, 16-21

Derhel a ree Jezuz da gomz ouz Nikodem :

16 « Ken braz eo bet karantez Doue evid ar béd, m’e-neus roet e Vab unganet evid n’ez aio ket da goll kement hini a gred ennañ, med evid m’e-no ar vuhez peurbaduz.

17 « Rag Doue e-neus kaset e Vab er béd, n’eo ket evid barn ar béd, med evid ma vo salvet ar béd drezañ. 18  An neb a gréd ennañ n’eo ket barnet ; an neb ne gréd ket ennañ a zo dija barnet, peogwir n’e-neus ket kredet en ano Mab unganet Doue.

19 « Ha setu ar Varnedigez : deuet eo ar sklêrijenn er béd, hag an dud o-deus kavet gwelloh an deñvalijenn kentoh eged ar sklêrijenn, abalamour ma oa fall o oberou.

20 Rag kement hini a ra an droug e-neus kas ouz ar sklêrijenn : ne zeu ket er sklêrijenn, gand aon na vefe diskuliet e oberou. 21 Med an hini a ra ar wirionez, a zeu er sklêrijenn, evid ma vo anad ez eo e oberou greet e Doue ».

Yaou

Yn 3, 31-36

Hag e lavare Yann-Vadezour :

31 « An hini a zeu euz an Neh a zo a-uz d’an oll. An hini a zeu euz an douar e-neus da weled gand an douar, hag e komz euz traou an douar. An hini a zeu euz an Neñv a zo a-uz d’an oll ; 32 rei a ra testeni euz ar péz e-neus gwelet ha klevet, med ne ro dén digemer d’e desteni. 33 Med an hini a zigemer e desteni a embann ez eo Doue ar gwirionez.

34 Evid gwir, an hini a zo bel kaset gand Doue a lavar komzou Doue, abalamour ma ro Doue dezañ ar Spered hep konta.

35 Karet eo ar Mab gand an Tad, ha e laka pep tra etre e zaouarn.

36 An hini a gréd er Mab ema ar vuhez peurbaduz ennañ ; an hini na gréd ket er Mab ne welo ket ar vuhez ; med chom a ra kounnar Doue warnañ ».

Gwener 29 a viz Ebrel
Santez Katell a Zienn,
gwerhez ha doktorez euz an Iliz, ken-batronez Europa. Gouel

Mz 11, 25-30

25 En amzer-ze, e lavaras Jezuz :

— « Va Zad, Mestr an neñv hag an douar, meuleudi a roan dit : kement az-peus kuzet ouz an dud fur ha speredeg, zo bet roet ganit da anaoud d’ar re vihannig. 26 Ya, va Zad, plijet eo bet dit ober evel-se.

27 « Gand va Zad eo bet roet din kement a zo ; ne anavez dén ar Mab nemed an Tad, ha dén ne anavez an Tad nemed ar Mab, hag an hini a blij d’ar Mab rei dezañ da anaoud ».

28 « Deuit d’am haoud, c’hwi hag a zo skuiz, c’hwi hag a blég dindan ho samm, ha me a roio deoh diskuiz.

29 Kemerit warnoh va yeo. Deuit d’ar skol ganin, rag me zo dous hag izel a galon, ha c’hwi a gavo gras evidoh-c’hwi hoh-unan. 30 Ya, êz eo va lezenn da heulia, ha skañv ar zamm a roan da zougenn ».

Sadorn

Yn 6, 16-21

Bez’ e oa goude burzud ar bara kresket.

16 Deuet an abardaez, e tiskennas diskibien Jezuz beteg ar mor. 17 Sevel a rejont en eur vag evid mond da Gafarnaom, en tu all d’ar mor. Deuet e oa dija an noz, ha ne oa ket deuet Jezuz c’hoaz beteg e ziskibien. 18 Kreñv-kenañ e c’hweze an avel, ha rust e oa ar mor. 19 Roeñvet o-doa an diskibien war hed pemp stad warn ugent pe dregont (da lavared eo : eur pemp kilometrad bennag), pa weljont Jezuz o vale war ar mor hag o tostaad ouz ar vag. Neuze e krogas aon enno.

20 Lavared a reas Jezuz dezo :

— « Me eo, n’ho pet ket aon ken ! »

21 O vond da gemer anezañ er vag e oant, med kerkent e oe digouezet ar vag d’an douar, el leh ma oant o vond.