Euz ar 27 a viz C’hwevrer d’ar 5 a viz Meurz 2022
39 Lavared a reas Jezuz ar barabolenn-mañ d’e ziskibien :
— « Daoust ha gelloud a ra eun dén dall heñcha eun dén dall ? Daoust ha ne gouezint ket o-daou en eun toull ?
40 « Ne vez ket an diskib dreist e vestr, med an diskib a vez bet peurzesket, a vo par d’e vestr.
41 « Perag emaout o selled ouz ar blouzenn a zo e lagad da vreur, pa ne welez ket an treust a zo en da lagad-te ?
42 « Penaoz e hellez lavared da da vreur : « Va breur, laosk ahanon da denna ar blouzenn a zo en da lagad », te ha ne welez ket an treust a zo en da hini ? Dén faoz ma ’z out ! Tenn da genta an treust a zo en da lagad ; ha neuze, e weli sklêr, evid tenna ar blouzenn a zo e lagad da vreur ».
43 « N’eus ket a wezenn vad o rei frouez brein ; nag a wezenn o vreina o rei frouez mad.
44 « Anavezet e vez pep gwezenn diouz he frouez : ne vez ket kutuillet fïez war ar spern, na rezin kennebeud war an dréz.
45 « An dén mad a denn ar mad euz teñzor mad e galon ; hag an dén fall a denn ar fallentez euz e deñzor fall : rag euz ar galon eo e tarz ar homzou a zeu war ar muzellou.
17 Pa oa Jezuz o vond en hent, e tiredas eun dén d’e gaoud, hag o penndaoulina dirazañ, e houlennas outañ :
— « Mestr mad, petra a rañkan ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz da hêrez ? »
18 Lavared a reas dezañ :
— « Perag e lavarez ez on mad ? Dén e-béd n’eo mad nemed Doue hepkén ! 19 Anaoud a rez ar gourhemennou : Ne lazi ket, ne ri ket avoultriez, ne laeri ket, ne lavari ket falz-testeni, ne ri gaou ouz dén ; da dad, da vamm a enori.
20 Respont a reas an dén dezañ :
— « Mestr, kement-se am-eus miret abaoe va yaouankiz ».
21 Para a reas Jezuz, neuze, e zaoulagad warnañ, ha kared anezañ. Lavared a reas dezañ :
— « Eun dra hepkén a ra diouer dit c’hoaz : kee, gwerz da oll vadou, ro anezo d’ar re baour, hag ez-po eun teñzor en Neñv. Ha neuze, deus d’am heul ».
22 Med o kleved kement-se, e teuas e benn da veza teñval, hag ez eas kuit, glaharet e galon, rag braz e oa e beadra.
23 Neuze, o selled en-dro dezañ, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :
— « Pegen diêz e vo d’ar re o-deus madou, mond tre e Rouantèlèz Doue ! »
24 Sebezet e chome an diskibien gand ar homzou-ze. Med lavared a reas Jezuz dezo :
— « Va zud vad, na pegen dïêz eo mond e Rouantèlèz Doue ! 25 Êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz eged d’eun dén pinvidig mond e Rouantèlèz Doue ».
26 Mantret muioh-mui, e houlenne an diskibien an eil ouz egile :
— « Piou ’ta neuze a hell beza salvet ? »
27 O para e zell warno, e lavaras Jezuz dezo :
— « Evid an dud ez eo dreist d’o galloud, med evid Doue n’eo ket : rag Doue n’eus netra ouspenn dezañ ».
28 Staga a reas Pèr da lavared da Jezuz :
— « Ahanta ! Dilizet on-eus-ni pep tra, hag on-eus heuliet ahanout ».
29 Respont a reas Jezuz dezo :
— « E gwirionez e lavaran deoh : n’eus dén e-béd, kuiteet gantañ eun ti, breudeur, c’hoarezed, tad, mamm, bugale, pe barkeier, abalamour din ha d’ar Helou Mad, 30 ha ne resevo ket kant kwech muioh dija er béd-mañ : tiez, breudeur, c’hoarezed, mamm, bugale, parkeier, gand heskinou ouspenn, hag er béd da zond, ar vuhez peurbaduz ».
31 « Kalz euz ar re genta a vo da ziweza, hag ar re ziweza a vo da genta ».
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, war ar menez, e lavare dezo :
1 « Diwallit da ober hoh oberou-mad dirag an dud evid beza gwelet ganto, pe n’ho-po digoll e-béd digand ho Tad hag a zo en neñv.
2 « Neuze eta, pa rez aluzenn, arabad dit seni gand ar hornboud dirazout, evel ma ra ar re a vez er zinagogennou ha war ar ruiou, o klask sellou an dud evid beza meulet ganto. E gwirionez, e lavaran dit : bez’ o-deus dija o digoll.
3 « Te avad, pa rez aluzenn, ra jomo da zorn kleiz hep gouzoud ar péz a ro da zorn dehou, 4 hag evel-se, e chomo da aluzenn e kuz ; ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento anezi dit ».
5 « Pa vezit o pedi, na rit ket evel ar bilpouzed, hag a blij dezo ober o fedennou en o-zav er zinagogennou hag e pep kroazhent, evid beza gwelet gand an dud. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus dija o digoll.
6 « Te avad, pa vezez o pedi, kee en da gambr, serr an nor warnout, ha péd da Dad hag a zo aze el leh kuz. Da Dad, hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit.
16 « Ha pa vezit o yun, na vezit ket evel ar bilpouzed a ziskouez o fenn teñval, evid ma vo sklêr d’an dud emaint o yun. E gwirionez, e lavaran deoh : bez’ o-deus bet dija o digoll.
17 « Te avad, pa vezez o yun, taol louzou-c’hwez-vad war da benn, ha gwalh da fas. 18 Evel-se, ne vo anavezet gand dén e-béd emaout o yun, nemed gand da Dad hag a zo e pep leh kuz, ha da Dad hag a wél ar péz a zo kuzet, a rento dit ».
27 Lavared a reas Pèr da Jezuz :
— « Ahanta ! Ha ni hag on-eus dilezet pep tra evid mond d’az heul, pehini e vo ol lod-ni ?
28 Lavared a reas Jezuz dezo !
— « E gwirionez, e lavaran deoh : pa vo renevezet ar béd a-béz, pa azezo Mab an dén war e drôn a hloar, e vezot, c’hwi ive hag a zo deuet d’am heul, azezet war daouzeg trôn evid barn daouzeg meuriad Izrael.
29 « Ha da gement hini dilezet gantañ tiez, breudeur, c’hoarezed, tad ha mamm, bugale pe barkeier, abalamour d’am ano, e vo roet kant kwech muioh dezañ, hag e-no da lod ar vuhez peurbaduz.
30 Kalz euz ar re genta a vo da ziweza, ha kalz euz ar re ziweza a vo da genta ».
22 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « Red eo da Vab an Dén gouzañv kalz poaniou, beza distaolet gand Pennou-Braz ar bobl, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha sevel da veo d’an trede deiz ».
23 Hag e lavare d’an oll :
— « M’e-neus unan bennag c’hoant dond d’am heul, dezañ trei kein dezañ e-unan, dougenn e groaz bemdez ha dond war va lerh.
24 « Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a hollo anezi, med an hini a goll e vuhez abalamour din, a zaveteio anezi.
25 « Da betra e talvez d’an dén gounid ar béd a-béz, ma ’z a e-unan d’ar maro pe da goll.
14 Dond a reas diskibien Yann-Vadezour da gaoud Jezuz, hag e lavarjont dezañ :
— « Perag ’ta, en-dra ma yunom, ni hag ar Farizianed, ne yun ket da ziskibien-te ?
15 Hag e respontas Jezuz dezo :
— « Daoust hag e hell an dud pedet d’an eured beza e kañv e-keid ha m’ema an dén-nevez asamblez ganto ? Med dond a raio eur mare ma vo lamet an dén-nevez diganto, ha neuze e raint yun.
27 Gweled a reas Jezuz eur publikan, Levi e ano, azezet e bureo ar maltoutèrèz, hag e lavaras dezañ :
— « Deus d’am heul ».
28 Dilezet pep tra gantañ, e savas hag ez eas d’e heul.
29 Ober a reas Levi eur préd braz evid Jezuz, en e di. Bez’ e oa publikaned e-leiz ha maread a dud all ouz taol ganto.
30 Grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed ouz e ziskibien, en eur lavared :
— « Perag emaoh-c’hwi o trebi hag oh eva gand ar bublikaned hag ar beherien ? »
31 Respont a reas Jezuz dezo :
— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 32 N’on ket deuet da hervel an dud just, med ar beherien, ma troint o halon ouz Doue ».