Bet eo bet Dom Mikael eur mestr, e-keñver buhez or spered. Evid meuli ha kana gloar an Aotrou Doue, e stage evel-hen gand unan euz e bedennou.
« Gand va bolontez vad penn-da-benn, e karfen e vefe va oll eskern kemend-all a gantoloriou aour, hag e vefe ezañs mel-askorn ar re-ze ; lakaad a rafen hemañ da flammina da viken, evid ho prasa gloar ; med petra a dalvez kement-se oll e-skoaz ar pez a veritit ?
 ! ma c’hellfen lakaad asamblez an oll beradou dour o tond eus ar mor, an oll geotennou a zo war an douar, an oll greunennou trêz a zo war an arvoriou hag e strad ar Meurvor, dond a-benn da lakaad an oll stered a zo en oabl da veza cheñchet e kemend-all a deodou flour, â ! na gand pebez kalon vad e cheñchfen anezo eno evid ho meuli da viken ! (…) »
Pedi gand Dom Mikael, hag heñchet gantañ, bez’ ez eo da genta renevezi or zell war meurded an Aotrou Doue hag e vadelez evidom. Chom pell da zelled ouz an Hini na weler ket, med a zo en em rentet gwelus e Jezus-Krist. Aliet om gand Dom Mikael da « unani or bolontez-tud ouz bolontez an Aotrou Doue » evid dond da greski er zantelez : « Taolennet eo bet evidoc’h kement-mañ dre an eil skeudenn, e-lec’h-ma welit warni eneou hag a zo bet ambrouget beteg an lliz deuet da veza trehourez [en neñvou] : an eneou-ze ez eus ganto en o daouarniou kalonou entanet, ar re-mañ o skeudenni karantez an Aotrou Doue ». Evid Dom Mikael, or c’harantez-ni e-keñver an Aotrou Doue ne c’hell beza nemed ar zelled-hir.
Med an tu d’en em gaoud er stad-se « n’ema ket en eur lavared e-leiz a japeledou : ar feiz, an esperañs, an aluzen ha kement tra vad hag a vertuziou a zo, ne c’hellont ket lakaad ahanom da dapoud krog en or finvez diweza, hag a zo : an dudi euz Doue ; an tu nemetañ da dapoud krog enni eo kared Doue ». Karantez an nesa ne c’hell ket beza dispartiet diouz ar garantez e-keñver an Aotrou Doue, setu perag e pouez ivez Dom Mikael war an dalvoudegez a zo en « oberou a druez, ken o tenna d’ar c’horf, ken d’ar spered », kement-mañ da veza greet gand « laouenidigez ». Evitañ, n’eo ket trawalc’h kas en-dro eun nebeud oberou mad, lavared pedennou pe lodenna aluzenou, red eo kared Doue dreist peb tra, hag en em lezel da veza kaset war-raog gand Or Zalver e lusk e Basion hag e Adsao a varo da veo.
Evid maga or pedenn, e kinnig Dom Mikael deom prederia war « brantadou » Jezus, gand skoazell ar pevar aviel : war an dister hag an izel ma oa « laouer kraou Betleem, pe ar Mabig Jezus etre diouvrec’h e Vamm Zantel », en e vuhez digor-d’an-oll er Galilea hag e Jeruzalem ; en e varo hag en e Adsao a varo da veo. Dalhom soñj e-noa Dom Mikael eur garantez vraz e-keñver Or Zalver o c’houzañv ; lakaad a ree e ziskibien da brederia « beb gwener, diwar-goust eun daolenn e-noa lakeet anezo da aoza e stumm eul livadur » ; hervezañ, e oa ano an daolenn « horolaj ar Basion ».
E-kreiz kalon or buheziou e rank beza Or Zalver ; setu perag e tistage Dom Mikael pedennou an oferenn, gand eur galon virvidig meurbed, da vare ar c’homzou « Sakrifis santel an oferenn », e-lec’h m’e-neus an Aotrou Doue « lakeet teñzoriou dreistpriz e c’hrasou hag e veritou » ; gweled a ree aze eun « astenn hag eur c’hendalc’h eus enkorfadur an Hini a zo Mab da Zoue ».
Poueza a ree kalz Dom Mikael war voazamant ar zakramañchou « evid kemer ar pleg eus ar c’hras, evid derhel dezi, hag evid lakaad anezi da greski » ; poueza a ree c’hoaz war ar red kaoud eur galon izel, eur galon izel awalc’h evid beva hervez an aviel, evid digemer donezonou ar Spered-Santel ; hag « ober-evel•ma ree Or Zalver ha kenkoulz hag eñ ». E garantez e-kenver ar Werhez Vari a oa braz meurbed.
Dre ma oa barz, e lakae Dom Mikael on ene par d’eul lestr o tougen Doue, med ivez « d’eul liorz m’eo red planta enni dalhmad eun dra bennag, med vertuzius » evid mirout ouz ar geot-louzeier da boulza enni. Ar geot-mañ e-neus e-leiz a anoiou a beb seurt : lorc’h, kar-e-unan, leziregez, c’hoant ar galloud. Ar pez on eus da ober eo diwrizienna anezo, evid mirout na vefe mouget ennom ar galv d’ar zantelez a vez kaset deom bemdez gand an Or Zalver.
Aliet e vezom gand Dom Mikael da gaoud eun ene a baour-kez-den-paour, ha da asanti beza dindan an Aotrou Doue, ha da reseo peb tra digantañ : « Bez’ e rankit renevezi ho memor dre eur zoñj padus eus dalhusted Doue, eun Doue a zo e peb lec’h hag ennom ken koulz all, derhel soñj eus e vadoberou, eus maread divent hag eus grevusted ho pehejou, hag eus parfeted an Doue Krouer : an oll vadoberereziou-ze a rank, a zle lakaad ahanom ivez da veza krouadurien ha bugale gouest da gompren peseurt Tad on eus, en neñvou, eun Tad hegarad ha din da veza adoret. Red eo deoc’h ivez renevezi oc’h emskiant dre an anaoudegez eus kement a zo en neñvou, hag e rankit evid-se lakaad da dalvezoud eur brederiadenn aketus eus Lezenn an Aotrou Doue hag eus geriou-stur an aviel ».
Beza bet drant heb termal morse, setu ar pez e-neus lakeet Dom Mikael da jom dalhmad e servij an Aotrou Doue hag an lliz, an izel ma oa e galon, e garantez, e fiziañs en Aotrou Doue, hag a-du krenn, e-kreiz an diaesteriou ; hag an doujañs a oa en-dro dezañ n’eo bet nahet outañ gwech ebed.