Accueil  -  Prier et célébrer  -  Les témoins de la foi  -  Dom Michel Le Nobletz  -  An den enoruz Dom Mikael an Nobletz – 1577-1652

An den enoruz Dom Mikael an Nobletz – 1577-1652

Dond a reas Mikael an Nobletz war an douar d’an 29 a viz Gwengolo 1577, en maner Kerodern, parrez Plougerne. Ober a reas e studi e skolaj an Tadou jezuist, e Bourdel hag e Ajen, ha goude-ze c’hoaz e Skol-Veur ar Sorbon, e Pariz ; beleget e oe e 1607. Distroet da Blougerne, ec’h en em dennas, epad eur bloavez a-bez, en eur minihi e-noa lakeet sevel e-mesk ar reier, war aod Tremenac’h : eno e renas eur vuhez rust. Ober a reas neuze e zońj mond da veleg misioner, hag e kemeras evel ger-stur ar pennad-mań skrivet gand an abostol Sant Paol : “Vae mihi, si non evangelizavero !” (Gwaz-a-ze din ma ne embann ket an Aviel).

Staga a reas gand ar misionou e eskoptiou Landreger ha Leon, o vond goude-ze e enez-Eusa, e enez Molenez, hag e enez-Vaz : kement-se a-raog mond da Vro-Gerne e 1614. Da genta ez eas da jom e Kemper, ma prenas eno eun tamm ti, e karter Douar-an-Dug ; prezegi a ree e iliz Sant-Vaze, beb sul ha da beb deiz gouel ; eno c’hoaz e roe kenteliou katekiz. Euz Kemper ez ee da brezeg misionou, er Faou, e Konk-Kerne, Goaien, hag e enez Sizun… Anvet da berson e Meilars, e roas e zilez eun nebeud miziou goude, evid dond da jom, e miz Mae 1617, e Douarnenez, na oa en amzer-ze nemed eur c’harter euz parrez Ploare.

Epad tri bloaz warn-ugent, e kelenn ar c’hatekiz d’an dud fidel ; mond a ra da weled an dud paour hag a re glańv ; lakaad a ra da dalvezoud doareou nevez evid kelenn ; skriva a ra kantikou brezoneg e-leiz : miret eo bet ar re-mań piz, a rummad da rummad. Evid rei brud d’e brezegennou, e ra diouz eur c’hiz savet gantań : liva taolennou war gartenn m’eo treset warno a beb skeudennou euz ar vuhez ; diwezatoc’h e vo savet, diwar ar skwer-ze, meur ha meur a daolenn ar misionou. A drugarez da zom Mikael, e teu Douarnenez da veza eul lec’h birvidig euz ar vuhez kristen.

E 1640, e teuas dom Mikael en-dro en e eskopti Leon : eun ti a brenas e Konk-Leon, ma chomas ennań epad an daouzeg bloavez diweza euz e vuhez. E 1651 pe 1652, e oe roet dezań gand Doue kaoud merkou Pasion Or Zalver en e gorv, war fin vuhez kinniget penn-da-benn da Zoue ha d’e vreudeur. Mervel a reas e Konk-Leon, d’ar 5 a viz mae 1652, d’an oad a bemzeg vloaz ha tri-ugent.

Roet e oa bet dezań gand lod eul lesano “ar beleg foll”. Bet eo bet dom Mikael an Nobletz, en penn kenta ar seitegved kantved, an hini kenta, hag unan euz nerzusa misionerien an Adkempenn katolik e Breiz-Izel. Skrivet e-neus dom Mikael an Nobletz eun deizleor euz e visionou : bez ’e c’heller lenn darn anezo en e vuhezskrid embannet e 1666 gand an Tad jezuist Anton Verjus (Buhez an Aotrou Nobletz, Beleg ha misioner euz Breiz). Adkroget eo bet e labour, ka kresket, gand an den eüruz Juluan Maner (1606-1683), hemań bet eüruset d’an 20 a viz Mae 1951.

Prosezadur an eürusadur

E 1701 e oe digoret ar prosez a eürusadur dom Mikael an Nobletz, gand an Aotrou Le Nevoux de la Brousse, eskob Leon. Adlańset e oe, d’an 30 a viz here 1888, gand an Aotrou Lamarche, eskob Kemper ha Leon. Diwar daou a brosezou-eskopti e oe enkalsket hini hag hini, diwar-benn e vrud a zantelez, e vertuziou, e viraklou, hag ive an diouer a azeulerez publik. A-drugarez d’eun dekred euz ar pab Leon XIII, d’ar 6 a viz Ebrel 1897, e voe roet aotre da gas war-raog kaoz dom Mikael beteg Kongregasion Sakr al Lidou. Hervez ar reolennou a rene ar prosezou en amzer-ze, e oa bet red ober eur prosez nevez, e ano prosez abostolel, evid adenklask ar gaoz, ha neuze e oe barnet houmań gand Kardinaled ar Gongregasion Sakr. Anzao a reas ar pab sant Pi X, perz ha rozeg vertuziou dom Mikael, d’ar 14 a viz Kerzu 1913, o rei evel-se dor zigor da eürusadur an den Enoruz Mikael an Nobletz, a-dal ma vo bet eur mirakl diskleriet gand an Iliz, ha kaved mad ganti evel mirakl.

PEDENN EVID GOULENN AN EÜRUSADUR

Aotrou Doue, on Tad, lakeet ho-peus e kalon an den Enoruz Mikael An Nobletz eur garantez tener evid ar Werhez glorius Vari, ha roet dezań, dre bedennou ar Werhez, ar c’hras da lakaad da vleunia en e vuhez vertuziou an Aviel en eun doare uhel-meurbed ; roet ho-peus dezań c’hoaz ar c’hras d’en em ouestla didruez da labour ar misionou e Kerne, Leon ha Treger,

Izel a galon, e c’houlennom diganeoc’h diskouez fręz gloar ho servicher gand miraklou a roio an tu d’an Iliz santel or Mamm da lakaad anezań war roll an dud eüruz, ma c’hellim pedi anezań evel eur skwer a veleg en em roet penn-da-benn da embannadur an Aviel, ha da zilvidigez an eneou. Dre Jezuz-Krist Or Zalver. Amen.

Diskleria eur c’hras bet resevet

E-doug ar 17ved ha 19ved kantved, ez eus bet e-leiz a viraklou a bareańs lakeet war gont erbedenn dom Mikael. Re goz avad o veza ar fedou-ze, int bet kavet re zister o frouenn gand ar bureo roman anvet “consulta medica”, bureo stag ouz Kongregasion Sakr al Lidou : abalamour da ze ne c’heller ket ober euz miraklou an daou gantved uhelloc’h prouennou stard evid harpa kaoz an eürusadur.

Eur bareańs en eur gavet en on amzer eo red kaoud evid lakaad ar gaoz da vond beteg penn. Lakom en em garfe eur bareańs dizisklęrius e-tuez ar re a zo o chom en ho kichenn, ha kement-mań goude beza pedet an den Enorus Mikael an Nobletz, e rofec’h eun tamm brao a zikour d’e Gaoz a eürusadur :
dao ’vefe deoc’h neuze kas kelou da gańselleri eskopti Kemper :
dre lizer : Monsieur le Chancelier, Evęché, 3 rue de Rosmadec 29018 Quimper cédex
dre e-mail : chancellerie @ diocese-quimper.fr.

Reseo a ra Dom Mikael digand ar Werhez Vari ar gurunenn a deir talvoudegez, hini ar werhted, hini a vestr a speredelez, hag hini a zispriz doareou-ober ar bed-mañ.

Pedi gand Dom Mikael

Leorlennadur

Jean-Michel LE BOULANGER, Michel le Nobletz. Ar beleg fol. 1577-1652, Un missionnaire en Bretagne, Douarnenez, Mémoires de la Ville, 2001.

Hippolyte LE GOUVELLO, Le vénérable Michel Le Nobletz (1577-1652) un apôtre de la Bretagne au XVIIe siècle, Paris, V. Retaux, 1898.

Julien MAUNOIR, sj, La vie du vénérable dom Michel Le Nobletz, Saint-Brieuc, impr. A. Prud’homme, 1934.

Fańch MORVANNOU & Yves-Pascal CASTEL, Mikêl an Nobletz/Michel Le Nobletz, Trelevenez, Minihi-Levenez, 2002.

Ferdinand RENAUD, Michel Le Nobletz et les Missions Bretonnes, Paris, Éd. du Cčdre, 1955.

Jean-Marie UGUEN, Buhez Mikael An Nobletz (1577-1652), misioner Breiz, Brest, Moulerez ar “C’hourrier”, 1929.

Antoine VERJUS, La vie de Monsieur Le Nobletz prestre et missionnaire de Bretagne, Paris, 1666.

Vita del Servo di Dio Michele Le Nobletz. Anno 1577-1652, Roma, 1888, 221 p.

FRANÇAISENGLISHITALIANOESPAÑOLPORTUGÉSDEUTSCH