Aviel Jezuz-Krist hervez Sant Vaze – Troet e brezoneg gand «Kenvreuriez ar brezoneg» Eskopti Kemper ha Leon, 1982.
E-doug an eilved kantved e komzer deom euz eun Aviel hag a vije bet skrivet gand an abostol Sant Vaze en arameeg, ar yéz komzet e Bro-Balestin. Ma ’z eus bet anezañ e heller lavared eo bet kollet abaoe pell ’zo.
An Aviel a reom anezañ « hervez Sant Vaze » a zo bet skrivet, moarvad, gand unan euz e ziskibien, marteze diwar an Aviel-ze bet skrivet en arameeg.
Savet eo bet en eun tu bennag e Bro-Siria war-dro ar bloaz pevar-ugent pe marteze eun tammig abretoh.
Piou eo an diskibl-se ? N’ouzom ket. Med gouzoud a reom a-vad e oa eur Juzeo desket mad, eur Skrib « deuet da veza diskibl Rouantèlèz Doue », evel ma lavar e-unan (13, 52), Ha skriva ’ree e Aviel evid ar Juzevien deuet da veza kristenien eveldañ.
Ablamour da ze eo e komz dezo aliez euz al Lezenn, an Hengouniou (Traditions), ar Brofeted, euz Moizez, euz David.
Tad an Aviel-mañ, war a greder, e-neusen emzervicheteuz aviel Sant Mark, dég vloaz pe bemzeg vloaz kosoh.
Ennañ e kaver, koulz lavared, ar skrid-se en e béz. Med hemañ e-noa, ouspenn-se, anaoudègèz euz eur skrid all bennag, ar pez a ra dezañ beza skrivet eun Aviel hirroh.
Dreist-oll, e-neus laket ouspenn, daou bennad o komz euz ginivèlèz ha bugaleaj Jezuz (1 ha 2). Laket e-neus ive « ar Zarmon war ar Menez » (5,6 ha 7) ha kalz traou all c’hoaz.
Daoust da ze e kavom ennañ ar memez urz hag e Sant Mark, azaleg ar Vadeziant beteg ar Rezureksion.
En eur zelled piz, e kavfed e-nije klasket — hep derhel kont euz bugaleaj Jezuz — ranna e leor e pemp lodenn, (evel ma oa pemp leor e Lezenn Moizez), e pep hini anezo eur brezegenn vraz greet gand Jezuz, hag eun nebeud oberou ha burzudou.
Hag evid gwir, kerkent ha kroget, eo evel-se e tiskouez buez publik or Zalver :
« Mond a ree dre Vro-Halilea a-béz, en eur gelenn er zinagogou, en eur embann Kelou Mad Rouantèlèz Doue, en eur barea pep kleñved ha pep langiz e-touez ar bobl. » (4,23).
An Aviel hervez Sant Vaze a zo bet savet, evel m’on-eus gwelet dija, en eun Iliz a Juzevien deuet da veza kristenien.
Ablamour da ze eo an hini a jom ar fealla (an tosta) da gemennadurez an Testamañt-Koz. Diskouezet eo Jezuz evel eun eil Moizez o tond da zigas al Lezenn Nevez, hag evel Mab da Zavid o tond da zigas Rouantèlèz Doue.
Evel-se en em ziskouez deom dija ar Mabig-Jezuz. Evel-se ive e varv Jezuz kondaonet, kement ha kement, evid beza lavaret e oa profet ha beza anzavet e oa roue: Lezenn Nevez Rouantèlèz Doue eo a zo displeget deom er « Zarmon war ar Menez ».
Med Israël goz n’eo ket bet chomet feal da Zoue, ha Pobl Doue bremañ eo an Iliz, bodet en-dro da Bèr, hag a zo bet roet dezañ « Alhweziou ar Rouantèlèz » ; hag en Iliz-se ema enni Jezuz o chom « beteg fin ar béd ».
Poueza ’ra ive kalz an Aviel-mañ, war ziouganou an Testamañt-Koz. Bep tro ma hell e tiskouez penaoz int bet sevenet gand Jezuz, azaleg e hanedigez euz eur werhez beteg e varo war ar groaz.
Er respont om pedet da ober d’an Aotrou Krist, e houlenn kalz Sant Vaze diganeom senti ouz e hourhemennou. E halv diweza eo hemañ d’e ziskibien : « Kit ha badezit an oll vroiou, en eur zeski dezo senti ouz ar pez am-eus gourhemennet deoh ».