Accueil  -  Pevare sizunvez an Azvent (C)

Pevare sizunvez an Azvent (C)

Euz an 22 d’ar 24 a viz Kerzu 2024

Pevare sul an Azvent (C)

Lk 1, 39-45

39 En amzer-ze, ez eas Mari buan en hent war-zu bro ar meneziou, d’eur gêr a Vro-Judea.

40 Mond a reas e-barz ti Zakarïaz, ha saludi Elizabed.

41 Kerkent ha ma klevas Elizabed salud Mari, e tridas he hrouadur en he hreiz, hag e oe karget Elizabed euz ar Spered-Santel. 42 Sevel a reas he mouez ha lavared :

— « Benniget out dreist an oll gwragez, ha benniget ar frouez euz da gorv. 43 Hag a beleh e teu din kement-mañ : Mamm va Aotrou o tond beteg ennon ? 44 Rag, kerkent ha m’he-deus da vouez skoet va diskouarn, e-neus va hrouadur tridet em hreiz gand al levenez. 45 Eüruz an hini he-deus kredet e vo sevenet ar homzou lavaret dezi a-berz an Aotrou Doue ».

Lun (overenn an 23 viz kerzu)

Lk 1, 57-66

57 Deuet d’heh amzer, e lakeas Elizabed eur mab er béd. 58 Klevet gand heh amezeien hag he herent e-noa an Aotrou Doue diskouezet e drugarez e keñver Elizabed, e rojont da houzoud e oant laouen ganti.

59 D’an eizved devez, e teujont da amdroha ar hrouadur, hag e felle dezo rei dezañ ano e dad : Zakarïaz.

60 Lavared a reas e vamm, avad :

— « Nann, ne vo ket ; Yann a vo e ano ».

61 Med, lavared a reas ar re all dezi :

— « N’eus den e-béd en da gerentiez, o tougenn an ano-ze ».

62 Neuze, e houlennjont ouz e dad, dre jestrou, pe ano e felle dezañ rei d’e vab. 63 Goulennet gantañ eun daolennig, e skrivas warni : « Yann eo e ano ». Hag e oe souezet an oll.

64 D’an ampoent, e tigoras e henou, hag e teuas e deod da veza distagellet : komz a ree ha meuli Doue.

65 Skoet e oe neuze, gand an doujañs, an amezeien, ha dre veneziou Bro-Judea, e rede ar vrud euz ar pez a oa c’hoarvezet. 66 Ha kement hini a gleve ano euz kement-se, o dalhe en o halon, hag a lavare :

— « Petra a zeuio ar bugelig-ze da veza ? »

Hag e gwirionez, e oa dorn Doue gantañ.

Meurz (overenn an 24 a viz Kerzu)

Lk 1, 67-79

67 Ganet Yann-Vadezour, e oe karget Zakarïaz, e dad, euz ar Spered-Santel, hag e tiouganas en eur lavared :

68 — « Ra vo benniget an Aotrou, Doue Izrael, rag m’eo deuet da ober war dro e bobl ha da zigas dezi ar zilvidigez.

69 « Lakeet e-neus da zevel evidom eur zalver leun a nerz, e rummad David e zervicher,

70 « kement-se e-noa lavaret dre henou e brofeted santel, a zo anezo a viskoaz :

71 « evid salvi ahanom diouz on enebourien, ha diouz ar re oll om gwasket ganto.

72 « Diskouezet e-neus e vadèlèz e-keñver on tadou-koz, dalhet e-neus soñj euz an emgleo santel e-noa greet ganto,

73 « Al le e-noa greet da Abraham on tad, da lakaad ahanom da veza dispont, goude beza diframmet ahanom diouz daouarn on enebourien, ha da zervicha anezañ, 75 santel ha just dirazañ a-hed or buhez penn-da-benn.

76 « Hag te, bugelig, anvet e vi profet an Uhel-Meurbéd, rag kerzed a ri en a-raog, dindan lagad Doue, evid kempenn e heñchou,

77 « evid rei da anaoud d’e bobl ar zilvidigez, dre ar pardon euz he fehejou.

78 « Dond a ra kement-se diwar madèlèz dreist-muzul on Doue, a-drugarez dezi eo deuet beteg ennom, euz an uhel, sklerjenn an heol o sevel,

79 « evid sklerijenna ar re a oa en deñvalijenn hag e skeud ar maro, da lakaad on treid da gerzed war hent ar peoh ».