Euz ar 1a d’ar 7 a viz Kerzu 2024
Komz a ree Jezuz gand e ziskibienn diwar-benn e zistro :
25 « Bez’ e vo sinou burzuduz en heol, el loar hag er stered, ha war an douar anken ar poblou, nehet ma vezint gand trouz ar mor hag an tarziou, 26 ken na vo an dud trohet o alan dezo gand ar spont, er gortoz euz ar pez a hoarvezo gand ar béd a-bez, rag bransella a raio galloudou an neñv.
34 « Evidoh-c’hwi, bezit war evez, gand aon na vo pounnereet ho kalonou gand an drebi-re hag ar vezventi, ha gand trubulliou ar vuhez, ha na zigouezo an deiz-se warnoh dre laer, evel eur roued, 35 rag koueza a raio war an oll dud o chom war an douar a-bez.
36 « Chomit war zihun, o pedi e peb amzer, evid beza e stad d’en em denna euz kement a zo da hoarvezoud, ha da jom en ho sav dirag Mab an Den ».
5 O veza m’edo Jezuz o tigouezoud e Kafarnaom, e teuas eun ofiser d’e gaoud hag e reas outañ ar bedenn-mañ :
6 — « Aotrou, ema va zervicher war e wele, em zi, seizet e izili, ha diwaska a ra poaniou kriz ».
7 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Mond a rin hag e parein anezañ ».
8 Respont a reas an ofiser :
— « Aotrou, n’on ket dîn e teufeh em zi, med lavarit eur gér hepkén hag e vo pare va zervicher. 9 Rag me a zo dindan galloud tud all, hag am-eus soudarded dindannon, hag e lavaran da unan mond hag ez a, da unan all dond hag e teu, d’am zervicher ober an dra-mañ-dra, hag e ra ».
10 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz, hag e lavaras d’ar re a oa ouz e heul :
— « E gwirionez, e lavaran deoh, n’em-eus ket kavet eur seurt feiz e Bro-Izrael, 11 ha lavared a ran deoh e teuio kalz tud euz ar Zao-Heol, hag euz ar Huz-Heol, hag a gemero plas ouz taol gand Abraham, Izaag ha Jakob, e Rouantèlèz Doue.
21 D’an ampoent, e tridas kalon Jezuz gand al levenez, er Spered-Santel, hag e lavaras :
— « Da veuli a ran, va Zad, Aotrou an Neñv hag an douar, ablamour m’az-peus kuzet an traou-ze ouz an dud desket ha speredeg, ha m’az-peus o roet da anaoud d’ar re vihannig. Ya, Tad, evel-se eo bet plijet ganit.
22 « Pep tra a zo bet roet din gand va Zad, ha den e-béd ne oar piou eo ar Mab, nemed an Tad, na kennebeud piou eo an Tad, nemed ar Mab, ha kement hini a zo plijet gand ar Mab henn diskleria dezañ ».
23 O trei neuze war-zu e ziskibien, e lavaras dezo en o fart-o-unan :
— « Eüruz an daoulagad a wél ar pez a welit. 24 Rag m’hel lavar deoh, stank eo bet ar brofeted hag ar rouaned o-defe karet gweled ar pez a welit, ha n’o-deus ket gwelet, kleved ar pez a glevit, ha n’o-deus ket klevet ».
29 Dond a reas Jezuz war ribl mor Galilea. Sevel a reas war ar menez, hag eno eh azezas.
30 Dond a reas davetañ eur boblad a dud, en o zouez tud kamm, tud dall, tud mahagnet, tud mud ha kalz re all. Lakaad a rejont ar re-mañ e-harz e dreid, hag e oent pareet gantañ. 31 Ma oa estlammet an dud o weled ar re vud o komz, ar re gamm o vale, ar re zall deuet da weled sklêr, ar re vahagnet pare. Hag e rentent gloar da Zoue Izrael !
32 Gervel a reas Jezuz e ziskibien hag e lavaras dezo :
— « Truez am-eus ouz ar bobl-se, rag tri devez zo emaint ouz va heul, ha n’o-deus netra da zrebi. N’em-eus ket c’hoant o has kuit war yun, gand aon na zeufent da zempla en hent ».
33 Lavared a reas an diskibien dezañ :
— « E peleh e kavim, en eur dezert, tra-walh a vara da derri o naon da gemend-all a dud ? »
34 Goulenn a reas Jezuz outo :
— « Péd baraenn zo ganeoh ? »
— « Seiz, emezo, hag eun nebeud peskedigou ».
35 Gourhemenn a reas d’an dud neuze azeza war an douar. 36 Hag o veza kemeret ar zeiz baraenn hag ar pesked, e reas eur bedenn a drugarez, e torras anezo, o roas d’e ziskibien ; hag ar re-mañ o roas d’an dud.
37 An oll a zrébas ouz o naon. Ar pez a jomas a oe dastumet : seiz panerad leun a oe anezo.
Bodet e ziskibien en-dro da Jezuz, e lavare dezo :
21 « N’eo ket o lavared din : « Aotrou ! Aotrou ! » eo ez eer e Rouantèlèz an neñv, med oh ober bolontez va Zad a zo en neñv.
24 Evel-se, ez eo heñvel an hini a zelaou va homzou hag a heuill anezo, ouz eun dén a skiant-vad savet ti gantañ war ar garreg. 25 Kouezet eo ar glao, dirollet eo an dour-beuz, c’hwezet o-deus gand kounnar an aveliou war an ti. N’eo ket kouezet en e boull, diazezet ma oa war ar roh.
26 « Bez’ ez eo an dén a zelaou va homzou, ha na zent ket outo, heñvel ouz eun dén diskiant e-neus savet e di war an trêz. 27 Deuet eo ar glao, savet eo an aveliou ha c’hwezet o-deus war an ti. Koueza a ra en e boull, hag e koll an dén pep tra ».
27 O veza m’edo Jezuz o vond gand e hent, e teuas war e lerh daou zen dall en eur grial :
— « Bez truez ouzom, Mab da Zavid ! »
28 Pa oe eet Jezuz en ti, e tosteas an daou zen dall outañ, hag e lavaras Jezuz dezo :
— « Ha kredi a rit, e hellan ober kement-se ? »
— « Ya, Aotrou, emezo ».
29 Neuze, e touchas ouz o daoulagad en eur lavared :
— « Ra vo greet deoh hervez ho feiz ».
30 Hag e tigoras raktal dezo o daoulagad. Med Jezuz, rust dezo :
— « Diwallit na ve gouezet kement-se gand dén e-béd ! »
31 Med a-veh er-mêz, e komzas ar re-mañ diwar e benn dre ar vro a-béz.
35 Mond a ree Jezuz dre an oll gêriou ha kêriadennou, en eur gelenn er zinagogennou. Embann a ree Kelou Mad ar Rouantèlèz. Parea a ree pep kleñved ha pep langis.
36 O weled ar bobl tud a oa dirazañ, e-noe Jezuz truez outo, rag skuiz ha fallgalonet e oant, evel deñved hep pastor.
37 Neuze, e lavaras d’e ziskibien :
— « Braz eo an eost. An eosterien a-vad a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso eosterien d’e bark ».
1 Gelver a reas neuze, e zaouzeg diskibl, hag e roas dezo galloud war an droug-sperejou, evid o has kuit ha rei ar pare euz n’eus forz peseurt kleñved pe zempladurez.
6 « It kentoh, emezañ, war-zu an deñved dianket euz pobl Izrael.
7 « Dre ma’z eot gand ho hent, roit da anaoud eo tostig Rouantèlèz Doue. 8 Roit ar pare d’ar re glañv, glannait an dud lor, roit ar vuhez d’ar re varo, argasit an droug-sperejou. Resevet ho-peus evid netra, roit evid netra ».