Accueil  -  Pevare sizunvez warn-ugent war ar bloaz (B)

Pevare sizunvez warn-ugent war ar bloaz (B)

Euz ar 15 d’an 21 a viz Gwengolo 2024

Pevare sul warn-ugent war ar bloaz (B)

Mk 8, 27-35

27 Mond a reas Jezuz, e ziskibien asamblez gantañ, etrezeg ar hêriadennou tostig-tost da Zezare-Filip. En hent, e reas ar goulenn-mañ ouz e ziskibien :

— « Hervez an dud, piou on-me ? »

28 Respont a rejont dezañ :

— « Yann-Vadezour ; evid lod all, Eliaz ; evid lod all c’hoaz, unan euz ar brofeted ».

29 Hag e houlennas outo :

–- « Ha c’hwi, petra a lavarit ? Evidoh-c’hwi, piou ez on-me ? »

Lavared a reas Pèr dezañ :

— « Ar Hrist ez out-te ! »

30 Neuze e roas urz dezo chom hep komz da zén diwar e benn.

31 Neuze e stagas da gelenn dezo e rañke Mab an Dén gouzañv kalz, beza dianzavet gand ar Re-Goz, ar Veleien-Vraz hag ar Skribed, beza kaset d’ar maro, ha tri devez goude, adsevel da veo.

32 Ha frêz e lavare kement-se dezo. Neuze, e tennas Pèr anezañ a-gostez, hag e stagas da ober rebechou taer dezañ.

33 Med distrei a reas Jezuz, hag o weled e ziskibien, e hourdrouzas Pèr, en eur lavared :

— « Kee a-dreñv-din, Satan, rag n’ema ket skiant Doue ganit, skiant an dud ne lavaran ket ».

34 Goude-ze e halvas Jezuz an dud hag e ziskibien da zond d’e gaoud, hag e lavaras dezo :

— « M’e-neus c’hoant unan bennag dond war va lerh, dezañ trei kein dezañ e-unan, kemer e groaz ha dond d’am heul. 35 Rag an neb a fell dezañ savetei e vuhez, a gollo anezi ; med an neb a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel, a zaveteio anezi ».

Lun

Lk 7, 1-10

1 Echu e brezegenn dirag an dud, ez eas Jezuz e Kêr Gafarnaom.

2 Eun ofiser e-noa eur zervicher hag a oa klañv ha dare da vervel ; kared kenañ a ree anezañ avad.

3 Klevet gantañ ano euz Jezuz, e kasas an ofiser eun nebeud euz pennou-braz ar Juzevien d’e gaoud, evid pedi anezañ da zond da zavetei e zervicher.

4 Digouezet e-kichenn Jezuz, eh aspedjont anezañ stard en eur lavared : « Meritoud a ra e rafes kement-se evitañ, 5 rag kared a ra or pobl : gantañ eo bet lakeet sevel deom ar zinagogenn ».

6 Ober a ree Jezuz hent ganto, ha dija ne oa ket pell ken diouz an ti, pa zeuas mignoned d’an ofiser da lavared dezañ euz e berz :

— « Aotrou, arabad dit kemer ar boan-ze, rag n’on ket dîn e teufes dindan va zoenn. 7 Abalamour da ze, n’em-eus ket kredet me va-unan mond beteg ennout, med lavar eur gér, ha ra vo pare va zervicher ! 8 Bez’ ez on-me dindan galloud unan all, med soudarded am-eus dindannon ; pa lavaran da unan : Kee ! ez a, da unan all : Deus ! e teu, ha d’am zervicher : Gra an dra-mañ ! hag e vez greet gantañ ».

9 O kleved kement-se, e oe estlammet Jezuz. Trei a reas war-zu an dud a oa ouz e heul :

— « Lavared a ran deoh, eme Jezuz : en Izrael zokén n’em-eus ket kavet ken braz feiz ».

10 Pa zistroas ar gannaded d’an ti, e kavjont ar zervicher yah-pesk.

Meurz

Lk 7, 11-17

11 Bez’ e oa Jezuz o vond d’eur gêr, Naïm heh ano, e ziskibien hag e-leiz a dud oh ober hent gantañ. 12 En em gaoud a reas tost da zor-kêr, d’ar mare ma oad o kas eun dén maro d’ar véred. Intañvez e oa e vamm, ha n’he-doa nemetañ. Kalz tud a oa ouz he heul. 13 O weled an intañvez, e-noe Jezuz truez outi, hag e lavaras dezi :

— « Paouez da ouela ! »

14 Tostaad a reas hag e touchas ouz an arched. Ar re a zouge ar horv a jomas a-zav, hag e lavaras Jezuz :

— « Paotr yaouank, me a lavar dit, sao ! ».

15 Neuze, e savas an dén maro e gein, azeza war e hoazez, ha staga da gaozeal. Hag e roas Jezuz anezañ d’e vamm.

16 Kregi a reas aon enno-oll, hag e veulent Doue en eur lavared :

— « Savet ez eus eur profet braz en on-touez, ha deuet eo Doue da weled e bobl ».

17 Hag e redas ar homzou-ze diwar-benn Jezuz dre Vro-Judea a-béz, ha dre ar broiou tro-war-dro.

Merher

Lk 7, 31-35

Lavared a ree Jezuz d’an dud :

31 « Ouz piou keñveria tud ar rummad-mañ ? Ouz piou ez int heñvel ?

32 « Heñvel int ouz bugale azezet war ar blasenn, hag o youhal an eil d’egile : « Sonet on-eus deoh gand ar fleüt, ha n’ho-peus ket dañset ; kanet on-eus klemmganou, ha n’ho-peus ket gouelet ».

33 « Rag deuet eo Yann ar Badezour ; ne zébr ket a vara, ha ne év ket a win, hag e lavarit :« Eun diaoul a zo ennañ ! »

34 « Deuet eo Mab an Dén ; debri hag eva a ra, hag e lavarit : « Setu eul lonteg hag eun ever gwin, eur mignon d’ar bublikaned ha d’ar beherien ».

35 « Gand he oll vugale avad eo bet rentet justis da Furnez an Aotrou Doue ».

Yaou

Lk 7, 36-50

36 Pedet e oa bet Jezuz gand eur Farizian da zrebi gantañ. Mond a reas d’e di, hag Eñ ouz taol.

37 Ha setu ma tigouezas eur vaouez euz kêr, eur beherez anezi. Klevet he-doa e oa Jezuz ouz taol e ti ar Farizian. Deuet e oa ganti eur podad alabastr leun a louzou-c’hwez-vad.

38 Dour e-leiz ganti en he daoulagad, e chome a-dreñv da Jezuz, e-harz e-dreid. Hag e teuas he daelou da goueza war dreid Jezuz. Seha a ree anezo gand he bleo, ha rei pokou dezo, ha skuilla warno louzou-c’hwez-vad.

39 O weled kement-se, e lavare ennañ e-unan ar Farizian e-noa pedet Jezuz :

« Ma vije bet hemañ eur profet, e-nije gouezet piou ha peseurt maouez eo an hini a zo o touch outañ : eur behéréz ! »

40 Neuze, e lavaras Jezuz :

— « Simon, eun dra bennag am-eus da lavared dit ».

— « Lavar, Mestr », emezañ.

Ha neuze Jezuz :

41 « Bez’ e-noa eur prester-arhant daou zleour : unan a oa dleour dezañ a bemp kant diner, egile a hanter-kant. 42 O veza ne hellent ket paea o dle, e roas diskarg d’an eil ha d’egile euz kement a zleent. 43 Pehini anezo a garo anezañ ar muia ? »

Respont a reas Simon :

« An hini, moarvad, e-neus bet ar brasa diskarg ».

— « Gwir a lavarez », eme Jezuz.

44 Trei a reas neuze war-zu ar vaouez en eur lavared da Zimon :

— « Gweled a rez ar vaouez-se. Deuet on en da di, ha n’az-peus ket skuillet dour war va zreid ; hi he-deus glepiet anezo gand he daelou, ha sehet anezo gand he bleo.

45 « N’az-peus ket poket din ; hi, abaoe m’eo deuet en ti, n’he-deus ket ehanet da rei pokou d’am zreid.

46 « N’az-peus ket skuillet louzou-c’hwez-vad war va fenn ; hi a-vad, he-deus skuillet war va zreid louzou-c’hwez-vad a briz braz.

47 « Abalamour da ze, e lavaran dit : pardonet eo dezi he fehejou, he fehejou ken stank, en abeg m’he-deus diskouezet kalz karantez. Med an hini a vez pardonet nebeud dezañ, a gar nebeud ».

48 Ha neuze d’ar vaouez :

— « Pardonet eo dit da behejou ».

49 Lavared a reas enno o-unan ar re a oa bet pedet : « Piou eo an dén-mañ, hag a ya beteg pardoni ar pehejou zokén ? »

50 Jezuz neuze d’ar vaouez :

— « Saveteet out bet gand da feiz. Kerz e peoh ».

Gwener

Lk 8, 1-3

1 C’hoarvezoud a reas gand Jezuz tremen a-dreuz kêriou ha bourhadennou, o prezeg hag oh embann Kelou-Mad Rouantèlèz Doue. Ouz e heul e oa an Daouzeg, 2 hag ive eun nebeud merhed, bet pareet gantañ diouz droug-sperejou ha kleñvejou : Mari, anvet Madalen, kaset kuit seiz diaoul diouti, 3 Janed, gwreg Kouza, merour Herodez, Suzanna ha meur a hini all a zikoure anezo diwar o madou.

Sadorn 21 a viz Gwengolo
Gouel Sant Vaze, abostol hag avieler

Mz 9, 9-13

9 En eur vond kuit euz Kafarnaom, e welas Jezuz eun dén, Maze e ano, azezet ouz e vureo a daillanter, hag e lavaras dezañ :

— « Deus d’am heul ».

Sevel a reas an dén, ha mond d’e heul.

10 E-pad ma oa Jezuz ouz taol, en ti, e teuas kalz a bublikaned hag a beherien da gemered plas asamblez gantañ hag e ziskibien. 11 O weled kement-se, e lavare ar Farizianed d’e ziskibien :

— « Perag ema ho Mestr o tebri asamblez gand ar bublikaned hag ar beherien ? »

12 Klevet e-noa Jezuz, hag e lavaras :

— « N’eo ket an dud yah eo o-deus ezomm euz ar medisin, med ar re glañv. 13 Kit da zeski petra a dalv ar homzou-mañ : « Trugarez eo a glaskan, ha n’eo ket provou ». Rag n’on ket deuet da helver tud just med peherien ».