Euz ar 17 d’an 23 a viz Du 2024
Komz a ree Jezuz d’e ziskibien euz e zistro :
24 « En deveziou-ze, emezañ, goude trubuillou spontuz, e teuio an heol da veza teñval. Sklêrijenn al loar ne vo mui anezi, 25 hag e kouezo ar stered euz an oabl. Brañsella a raio an neñvou.
26 « Neuze e vo gwelet Mab an Dén o tond er houmoul gand eur galloud ha eur gloar dispar meurbed. 27 Kas a raio neuze e êlez da voda ar re dibabet gantañ, euz ar pevar avel, euz penn pella an douar beteg penn uhella an neñv.
28 « Selaouit eur barabolenn, hini ar wezenn fiez. Pa vez deuet tener ar skourrou anezi ha digor an deliou, e ouezit ema tost an hañv.
29 « Evel-se, c’hwi ive, a-benn m’ho-po gwelet kement-se o c’hoarvezoud, gouezit ema tost Mab an Dén, e-tal an nor.
30 « E gwirionez, e lavaran deoh, ne vo ket tremenet ar rummad tud-mañ, a-barz ma tigouezo an oll draou-ze. 31 Tremen a raio an neñv hag an douar, va homzou avad ne dremenint ket.
32 « Med evid ar péz a zell ouz an deiz pe an eur, ne oar dén e-béd, nag an êlez en Neñv, nag ar Mab zokén. N’eus nemed an Tad hag a oar ».
35 Tostaad a ree Jezuz ouz Jeriko. War bord an hent, e oa eun dén dall, azezet, o klask e voued.
36 O kleved tud o tremen e-biou, e houlennas petra a oa a nevez. 37 Roet e oe dezañ da houzoud :
— « Jezuz a Nazared eo a zo o tremen.
38 Hag e stagas da youhal o lavared :
— « Jezuz, Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »
39 An dud hag a gerze er penn a-raog a ree trouz dezañ da lakaad anezañ da jom sioul. Med eñ da youhal gwasoh-gwasa :
— « Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »
40 Chom a reas Jezuz a-zav, hag e houlennas ma vefe digaset beteg ennañ. Pa oe deuet tost, e houlennas Jezuz outañ :
41 — « Petra peus c’hoant e rafen evidout ? »
Respont a reas :
— « Aotrou, ma welin sklêr ».
42 Lavared a reas Jezuz dezañ :
— « Gwél sklêr, saveteet out bet gand da feiz ».
43 Raktal e welas sklêr, hag ez ee da heul Jezuz en eur renta gloar da Zoue. O weled kement-se, e kanas an oll meuleudi da Zoue.
16 Tostaad a reas eun dén ouz Jezuz o lavared dezañ :
— « Mestr, petra a vad am-eus da ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz ? »
17 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Perag e rez goulennou ouzin diwar-benn ar péz a zo mad ? Doue eo an hini a zo mad, ha Doue hepkén ! M’az-peus c’hoant mond er vuhez, mir ar gourhemennou ».
18 — « Pere ? » emezañ.
Respont a reas Jezuz :
– « Ne lazi ket. Ne ri ket avoultriez. Ne laeri ket. Ne lavari ket falz-testeni. 19 Da dad ha da vamm a enori ; hag ive : da nesa a gari eveldout da-unan ».
20 Lavared a reas ar paotr yaouank dezañ :
— « Kement-se am-eus miret penn-da-benn. Petra a vank din c’hoaz ? »
21 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « M’az-peus c’hoant beza parfet, kee, gwerz kemend a zo dit, ha ro anezañ d’ar re baour, hag ez-po eun teñzor en neñvou. Goude-ze, deus d’am heul ».
1 En em gavet e Jeriko, e oa Jezuz o treuzi kêr. 2 Bez’ e oa eno eun dén, Zache e ano, unan euz pennou-braz ar Bublikaned, eun dén pinvidig anezañ. 3 Klask a ree gweled Jezuz, med ne zeue ket a-benn, abalamour d’ar stank ma oa an dud, rag bihan e oa a vent.
4 Neuze e redas en a-raog, hag e pignas en eur wezenn zikomor, evid gweled Jezuz, rag dre eno e rañke tremen. 5 Pa zigouezas Jezuz war al leh, e savas e zaoulagad, hag e lavaras dezañ :
— « Zache, hast buan diskenn, rag hirio e rañkan mond da loja en da di ».
6 Diskenn a reas buan neuze da zigemer anezañ gand levénez. 7 O weled kement-se, e hrosmole an dud o lavared :
— « Da di eur peher eo eet da loja ».
8 Deuet dirag an Aotrou, e lavaras Zache dezañ :
— « Sell Aotrou, mond a ran da rei an hanter euz va madou d’ar re baour, ha m’am-eus greet gaou ouz unan bennag, e rentin dezañ peder gwech muioh ».
9 Neuze, e lavaras Jezuz dezañ :
— « Hirio eo deuet ar zilvidigez evid an ti-mañ, pa ’z eo hemañ ive eur mab da Abraham. 10 Rag deuet eo Mab an Dén da glask ha da zavetei ar péz a oa eet da goll ».
11 Bez’ e oa an dud o selaou Jezuz, hag e lavaras eur barabolenn c’hoaz. Tost e oa da Jeruzalem, hag e krede dezo e oa Rouantèlèz Doue o vond d’en em ziskouez dizale.
12 Lavared a reas Jezuz eta :
–- « Mond a reas eun dén a reñk uhel d’eur vro bell, evid kemer ar galloud a roue, ha dond en-dro goude-ze.
13 Gelver a reas dég euz e zervicherien da zond d’e gaoud, hag e roas beb a béz aour dezo, en eur lavared :
— « Lakait anezo da dalvezoud, a-benn ma vezin distro ».
14 « Med kasoni o-doa outañ e genvroidi, hag e kasjont kannaded war e lerh da lavared : « Ne fell ket deom kaoud hennez da roue ».
15 Pa oe distro, goude beza resevet ar galloud a roue, e lakeas dond d’e gaoud ar zervicherien e-noa roet arhant dezo, da houzoud pegement e oa bet gounezet gand pep hini anezo.
16 Dond a reas an hini kenta, hag e lavaras :
— « Aotrou, gounezet e-neus da béz aour, dég all ».
17 — « Mad eo, servicher mad, eme ar roue dezañ, peogwir out bet féal war eun dra zister, e roan galloud dit war dég kêr ».
18 Dond a reas an eil o lavared :
— « Gounezet e-neus da béz aour, pemp all ».
19 Da hemañ ive, e lavaras ar roue :
— « Bez’ e vezi-te e penn pemp kêr ».
20 Hag e teuas unan all o lavared :
— « Setu amañ da béz aour. Lakeet am-boa anezañ a-gostez en eul lienenn. 21 Aon am-boa razout, en abeg ma ’z out eun dén rust, tapoud krog a rez en-dro er péz n’az-peus lakeet nebleh, hag eosti ar péz n’az-peus ket hadet ».
22 Lavared a reas ar roue dezañ :
— « Emaon o vond da varn ahanout diwar da gomzou-te da-unan, servicher fall ! Gouzoud a rees ez on eun dén rust, tapoud krog a ran er péz n’am-eus lakeet nebleh, hag eosti ar péz n’am-eus ket hadet. 23 Neuze ’ta, perag n’az-peus ket lakeet va arhant en eun ti-bank ? D’am distro em-befe tennet anezañ gand an interest da heul ».
24 Hag e lavaras d’ar re a oa war al leh :
— « Tennit kuit digantañ e béz aour, ha roit anezañ d’an hini e-neus dég ».
25 Lavared a rejont :
— « Aotrou, bez’ e-neus dég dija ! »
26 Hag eñ da respont :
— « Lavared a ran deoh : An neb e-neus, e vo roet dezañ ; med an hini n’e-neus ket, ar péz e-neus zokén a vo lamet digantañ. 27 Evid va enebourien, ar re-ze na felle ket dezo e vefen roue warno, digasit anezo amañ, ha lazit anezo dirazon ».
28 Goude beza komzet evel-se, e kerze Jezuz dirag e ziskibien evid mond da Jeruzalem.
46 O komz d’an dud e oa Jezuz, pa zigouezas e vamm hag e vreudeur. Er-mêz, e oant chomet, hag e klaskent komz outañ.
47 Dond a reer da lavared dezañ :
— « Aze er-mêz, ema da vamm ha da vreudeur o klask komz ganit ».
48 Respont a reas Jezuz d’an hini e-noa digaset ar helou-ze dezañ :
— « Piou eo va mamm, ha piou eo va breudeur ? »
49 Hag o tiskouez e ziskibien gand e zorn, e lavaras :
— « Setu va mamm ha setu va breudeur. 50 Rag an neb a ra bolontez va Zad a zo en neñv, hennez a zo breur din, c’hoar din, ha mamm din ».
45 Mond a reas Jezuz en Templ, hag e stagas da gas kuit ar re a oa staliou-gwerz ganto.
46 Lavared a ree dezo :
— « Skrivet eo : Bez’ e vo va zi eun ti a bedenn. Ha padal, ho-peus-c’hwi greet eun toull laeron anezañ ».
47 Bemdez e veze Jezuz o kelenn en Templ. Klask a ree ar Veleien-Vraz, ar Skribed ha Pennou-Braz ar bobl, an tu da gas anezañ d’ar maro.
48 Med ne gavent ket petra a hellfent ober, rag derhel a ree ar bobl a-béz da zelaou anezañ, estlammet ma oa gand e gomzou.
27 Dond a reas da gaoud Jezuz eun nebeud saduseaned, euz ar re hag a lavar ne zav ket ar horvou euz a varo da veo, hag e houlennjont outañ :
— 28 « Mestr, roet e-neus Moïzez al Lezenn-mañ deom : Ma ’z eus eun dén dimezet, dezan eur breur, hag a varv hep beza bet bugale, ez eo red e timezfe e vreur gand an intañvez evid sevel lignez d’an hini a zo maro.
29 « Bez’ e oa eta seiz breur. Dimezi a reas an hini kenta, ha mervel heb lezel bugale. 30 Kemer an intañvez a reas an eil, 31 hag an trede a reas kemend-all. C’hoarvezoud a reas ar memestra gand ar zeiz gwitibunan, hag e varvjont hep lezel bugale. 32 Ha da echui, ez eas ar vaouez da anaon ive.
33 « Ahanta ! ar vaouez-se, da vare an adsao, da behini anezo e vo-hi gwrég ? Peogwir o-deus bet, o zeiz, anezi da bried ? »
34 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Kemer gwrég pe waz a ra bugale ar béd-mañ. 35 Med ar re a zo bet kavet dîn da gaoud lod er béd da zond hag en adsao ar re varo da veo, ne gemeront na gwrég na gwaz, 36 rag ne hellont mui mervel : par int d’an êlez, bugale int da Zoue ha bugale an adsao.
37« Hag evid ar péz a zell ouz adsao ar re varo da veo, e-neus Moïzez e-unan roet deom da houzoud er péz a lavar diwar-benn ar « Vodenn-dan », pa ro d’an Aotrou Doue an ano a « Doue Abraham, Doue Izaag ha Doue Jakob ». 38 Doue, n’eo ket Doue ar re varo eo, med Doue ar re veo, rag evitañ e vev an oll ».
39 Neuze, e lavaras lod euz ar Skribed :
— « Mestr, mad ez-peus komzet ».
40 Ha ne gredent mui ober goulennou all outañ.