Euz ar 3 d’an 9 a viz Du 2024
28b Tostaad a reas eur skrib ouz Jezuz, hag e houlennas outañ :
— « Pehini eo ar henta euz an oll hourhemennou ? »
29 Respont a reas Jezuz :
— « An hini kenta eo : Selaou Izrael, an Aotrou on Doue, n’eus Aotrou e-béd nemetañ. 30 Kared a ri an Aotrou da Zoue, a-greiz da galon, gand da oll ene, da oll spered ha da oll nerz.
31 Hag an eil eo hemañ : Kared a ri da nesa eveldout-te da unan. N’eus ket brasoh gourhemenn eged ar re-ze ».
32 Neuze, e lavaras ar skrib dezañ :
— « Mad-tre, Mestr ! Gwir eo ar péz az-peus lavaret : N’ez eus nemed eun Doue, ha n’eus hini all e-béd nemetañ. 33 Kared anezañ a-greiz kalon gand an oll nerz hag an oll spered, ha kared an nesa eveldor an unan a dalv muioh eged an oll brovou ha sakrifisou ».
34 O weled e-noa an dén-ze greet eur respont fur, e lavaras Jezuz dezañ :
— « N’emaout ket pell diouz Rouantèlèz Doue ».
Ha ne grede mui dén e-béd ober goulennou outañ.
Eet e oa Jezuz da zebri e ti unan euz pennou-braz ar Farizianed.
12 Lavared a ree d’an hini e-noa pedet anezañ :
— « Pa rez eul lein pe eur goan, arabad dit pedi da vignoned, na da vreudeur, na da gerent, na da amezeien binvidig, gand aon da veza pedet ganto d’o zro, hag evel-se digollet.
13 « Er hontrol, pa rez lein vraz, péd tud paour, tud vahagnet, tud kamm, tud dall ; 14 eüruz e vezi rag ne hellont ket ober dit kemend-all : digollet e vezi pa zavo an dud just a varo da veo ».
E-pad eur préd e ti unan euz pennou-braz ar Farizianed, 15 o kleved Jezuz o kaozeal, e lavaras dezañ unan euz an dud pedet :
— « Eüruz an hini e-no perz er préd e Rouantèlèz Doue ! »
16 Respont a reas Jezuz dezañ :
— « Bez’ e oa eun dén o vond da rei eur goan vraz, hag e oa bet pedet e-leiz a dud gantañ. 17 Da vare ar préd, e kasas e zervicher da lavared d’an dud pedet gantañ :
— « Deuit ! Prést eo bremañ pep tra ».
18 « Oll a-unan a-vad, e stagjont da glask digareziou. Lavared a reas an hini kenta dezañ :
— « Eur park am-eus prenet, hag e rañkan mond da weled anezañ. Plijet ganit digarezi ahanon »
19 Gand unan all e teuas an digarez-mañ :
— « Pemp koublad ejenned emaon o nevez prena, hag ez an da esêa anezo. Plijet ganit digarezi ahanon ».
20 Lavared a reas an trede :
— « Nevezig zo on dimezet, rag-se ne hellan ket mond ».
21 « Deuet en-dro, e kontas ar zervicher ar responchou-ze d’e vestr. Neuze, eet e fulor, e lavaras ar mestr d’e zervicher :
— « Kerz buan dre blasennou ha ruiou kêr ; digas amañ ar re baour, ar re mahagnet, ar re zall, ar re gamm ».
22 Dond a reas en-dro ar zervicher da lavared dezañ :
— « Mestr ! Greet eo bet kement az-poa gourhemennet, hag e chom plas c’hoaz.
23 Neuze, e lavaras ar mestr d’e zervicher :
— « Kee dre an heñchou hag a-hed ar hleuziou, ha lak an dud da zond amañ, ma vo leun va zi. 24 Rag lavared a ran deoh : Hini e-béd euz ar re a oa bet pedet, n’e-no an tañva euz va fréd ».
25 Bez’ e oa eur maread a dud oh ober hent gand Jezuz. Distrei a reas war-zu enno ha lavared dezo :
26 –- « An néb a zeu d’am heul hep kared ahanon muioh eged e dad, e vamm, e wrég, e vugale, e vreudeur ha c’hoarezed, hag e vuhez e-unan zokén, hennez ne hell ket beza diskib din.
27 « An hini ne zoug ket e groaz evid dond d’am heul, ne hell ket beza diskib din ».
28 « Pehini ahanoh, c’hoant dezañ sevel eun tour, ne azez ket da genta da ober ar gont euz ar mizou, da weled ha peadra a-walh e-neus da gas al labour da benn ? 29 Rag ma ra an diazez ha n’eo ket gouest da beurechui e labour, e vo greet goap anezañ gand kement hini a welo anezañ, o lavared : 30 « Setu aze eun dén, staget gantañ da zevel eun tour, ha n’eo ket bet gouest da echui al labour ! »
31 « Pe c’hoaz : Peseurt roue, o vond da ober brezel d’eur roue all, ha ne azez ket da genta, evid gweled ha gouest eo, gand deg mil dén, da zelher penn ouz an hini a zeu dezañ gand ugent mil ? 32 Ma n’eo ket gouest, e-keid ha m’ema egile pell c’hoaz, e kas kannaded d’e gaoud evid goulenn digantañ ober ar peoh.
33 « Evel-se eta, an néb piou bennag ahanoh ha ne zilez ket kement a zo dezañ, ne hell ket beza diskib din ».
1 Bez’ e veze an oll bublikaned hag an oll beherien o klask mond tost da Jezuz evid selaou anezañ ; 2 grozmolad a ree ar Farizianed hag ar Skribed , en eur lavared :
— « Digemer vad a ra an dén-ze d’ar beherien, ha drebi ganto ».
3 Neuze, e lavaras Jezuz ar barabolenn-mañ dezo :
4 — « Piou ahanoh, hag e-neus kant dañvadez, ma teu dezañ koll unan anezo, na laosk ket an naonteg ha pevar-ugent all en dezert, evid mond war glask an hini a zo dianket, beteg ma vo kavet.
5 « Pa ’z eo kavet, e lak anezi gand levenez war e ziskoaz, 6 ha digouezet er gêr, e halv e vignoned hag e amezeien, hag e lavar dezo : « Bezit laouen ganin, rag kavet am-eus va dañvadez, an hini a oa kollet ».
7 « Evel-se, e lavaran deoh : Bez’ e vo brasoh levenez en Neñv, evid eur peher hepken troet e galon gantañ ouz Doue, eged evid naonteg ha pevar-ugent dén just ha n’o-deus ket ezomm trei o halon ».
8 « Pe c’hoaz, peseurt maouez dezi dég péz arhant, ma tigouez ganti koll unan anezo, ne elum ket ar goulou, ne skub ket he zi, ha ne glask ket gand evez beteg ma vo kavet ganti.
9 « P’he-deus kavet anezañ, e halv he mignonezed hag he amezegézéd, hag e lavar dezo : « Bezit laouen ganin, rag kavet em-eus ar péz arhant bet kollet ganin ».
10 « Evel-se, e lavaran deoh : Bez’ ez eus levenez e-touez êlez Doue diwar eur peher hepkén hag a dro e galon ouz Doue ».
1 Lavared a ree Jezuz d’e ziskibien :
— « Bez’ e oa eun dén pinvidig, dezañ eur merour. Disklêriet e oe dezañ e oa e verour o forani e vadou.
2 « Gelver a reas anezañ d’e gaoud, hag e lavaras dezañ :
— « Petra a glevan diwar da benn ? Rent kont din euz da verèrèz, rag hivziken ne helli ket beza va merour ».
3 « Lavared a reas ar merour outañ e-unan :
— « Petra a rin, pa lam va mestr va harg diganin ? Mond da labourad an douar ? N’am-eus ket nerz a-walh. Astenn va dorn evid kaoud va boued ? Méz am-befe. 4 Gouzoud a ran petra a rin evid ma vo tud da rei digemer din, pa vo kollet va harg ganin.
5 « Gelver a reas d’e gaoud, hini hag hini, ar re a oa dleour d’e vestr. D’ar henta e lavaras :
— « A begement out dleour d’am mestr ? »
6 « Respont a reas :
— « A gant barillad eoul ».
« Lavared a reas ar merour dezañ :
— « Kemer da baper-diskarg, azez, ha buan, skriv : hanter-kant ».
7 « Goude-ze, e lavaras da unan all :
— « Ha te, a begement out dleour ? »
— « A gant sahad gwiniz » emezañ.
— « Kemer da baper, eme ar merour, ha skriv : pevar-ugent ».
8 « Ha meuli a reas ar mestr ar merour dizonest-se evid e ampartiz ; evid gwir, bez’ ez eo bugale ar béd-man ampartoh kenetrezo eged bugale ar sklêrijenn.
13 Pa oa gouel Pask ar Juzevien o tostaad, ez eas Jezuz da Jeruzalem.
14 E diabarz an Templ, e kavas ar varhadourien o werza ejenned, dañvadezed ha koulmed, hag an drokerien arhant.
15 Neuze, greet gantañ eur skourjez euz kerdin, e taolas kuit anezo oll er-mêz euz an Templ, dañvadezed, ejenned hag all ; strewi a reas moneiz an drokerien, ha taoler o zaoliou d’an traoñ.
16 D’ar varhadourien koulmed, e lavaras :
— « Kasit an traou-ze kuit ahalenn ; na rit ket euz ti va Zad eur stal-genwerz ».
17 Soñj a zeuas d’e ziskibien euz komzou ar Skritur-Zakr : « Devet on gand tan ar garantez evid da di ».
18 Med lavared a reas ar Juzevien dezañ :
— « Peseurt sîn a hellez diskouez deom evid ober kement-se ? »
19 Respont a reas Jezuz dezo :
— « Diskarit ar zantual-mañ, hag en eur ober tri devez, e lakin anezañ en e-zav en-dro ».
20 Respont a reas ar Juzevien dezañ :
— « C’hweh bloaz ha daou-ugent zo eet da zevel ar zantual-mañ, ha te a adsavfe anezañ en eur ober tri devez ? »
21 Med komz a ree Jezuz euz ar zantual ma oa e gorv. 22 Setu pa oe savet Jezuz a-douez ar re varo, e teuas da zoñj d’e ziskibien e-noa lavaret kement-se ; kredi a rejont er Skrituriou hag e komzou lavaret gand Jezuz.