Euz ar 27 a viz Here d’an 2 a viz Du 2024
46b D’ar mare ma oa Jezuz o vond kuit euz Jeriko gand e ziskibien hag e-leiz a dud ganto, e oa eun dén dall, Bartime, mab Time, azezet war bord an hent, o klask e voued.
47 O veza klevet e oa Jezuz a Nazared o tremen, e stagas da youhal :
— « Jezuz, Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »
48 Gourdrouzet e veze gand kalz a dud evid lakaad anezañ da jom peoh. Med youhal a ree gwasoh-gwaz :
— « Mab da Zavid, bez truez ouzin ! »
49 Chomet a-zav, e lavaras Jezuz :
— « Galvit anezañ da zond ».
Gervel a reer an dén dall en eur lavared dezañ :
— « Bez fiziañs. Sav ! Galvet out gantañ ».
50 Stlepel a reas an dén dall e vantell, hag en eul lamm ez eas da gaoud Jezuz.
51 Goulenn a reas Jezuz outañ :
— « Petra az-peus c’hoant e rafen evidout ? »
— « Rabbouni, emezañ, gra din gweled sklêr ! ».
52 Ha Jezuz dezañ :
— « Kee ! Gand da feiz out bet salvet ».
Raktal, e welas an dén sklêr en-dro, hag ez ee da heul Jezuz war an hent.
12 En deiziou-ze, en em dennas Jezuz war ar menez evid pedi, hag e tremenas an noz penn-da-benn o pedi Doue.
13 Deuet an deiz, e halvas e ziskibien, hag e tibabas daouzeg anezo, o rei dezo an ano a Ebestel : 14 Simon, a roas dezañ an ano a Bèr, Andre e vreur, Jakez, Yann, Filip, Berteleme, 15 Maze, Tomaz, Jakez mab Alfe, Simon, lesanvet ar « Greduz », 16 Jud, mab Jakez, ha Judaz Iskariot, an hini a yeas da drubard.
17 Diskennet ganto, e chomas a-zav en eul leh plên. Eno e oa e-leiz euz e ziskibien, hag eur maread a dud deuet euz Bro-Judea a-béz, euz Jeruzalem, hag euz arvor Tir ha Sidon.
18 Deuet e oant da gleved anezañ, ha da gaoud ar pare euz o hleñvejou ; pareet e veze ar re a oa gwasket gand sperejou hudur. Hag e klaske an oll touch outañ, rag dond a ree eun nerz anezañ o rei dezo oll ar pare.
18 Lavared a ree Jezuz d’an dud :
— « Ouz petra eo heñvel Rouantèlèz Doue ? Petra a gavin da veza par dezi ? 19 Heñvel eo ouz eur hreunenn zezo, kemeret hag hadet gand eun dén en e liorz. Kreski he-deus greet, deuet eo da wezenn, hag o-deus laboused an neñv greet o neiziou en he skourrou ».
20 Lavared a reas c’hoaz :
— « Ouz petra e hellan heñvellaad Rouantèlèz Doue ? 21 Heñvel eo ouz goell kemeret ha sanket gand eur vaouez e-barz tri muzuliad bleud, ken na vo goet an toaz a-béz ».
22 Oh ober hent war-zu Jeruzalem, e tremene Jezuz dre gêriou ha bourhadennou en eur gelenn.
23 Goulenn a reas eun dén outañ :
— « Aotrou, daoust ha nebeud a dud eo ar re a vo salvet ? »
24 Lavared a reas Jezuz dezo :
— « Poagnit da vond e-barz dre an nor striz, rag, lavared a ran deoh, gand kalz a dud e vo klasket mond tre, ha ne hellint ket.
25 « Pa vo savet mestr an ti da brenna an nor, ha c’hwi er-mêz, ma skoit war an nor en eur lavared : « Aotrou, digor deom ! » e responto deoh : « N’ouzon ket a-beleh ez oh ». 26 Neuze e stagot da lavared : « Debret hag evet on-eus ganit, hag ez-peus kelennet war or plasennou ». 27 Respont a raio deoh : « N’ouzon ket a-beleh ez oh. Kit pell diouzin, c’hwi oll, mevelien an droug ».
28 « Eno e vo daelou ha skrignadeg dent, pa welot Abraham, Izaag ha Jakob hag an oll brofeted, e Rouantèlèz Doue, e-keid ha ma vezot-c’hwi taolet er-mêz. 29 Neuze e teuio tud euz ar zao-heol hag euz ar huz-heol, euz an hanter-noz hag euz ar hreisteiz, da gemered plas ouz taol, e Rouantèlèz Doue.
30 Ya, bez’ e vo lod euz ar re ziweza hag a vo da genta, ha lod euz ar re genta, da ziweza ».
31 D’ar mare-ze, Jezuz a dosteas outañ eun nebeud Farizianed da lavared dezañ :
— « Kee kuit, kerz ahalenn : ema Herodez o klask laza ahanout ».
32 Respont a reas dezo :
— « Kit da lavared d’al louarn-ze : Setu ma kasan er mêz an droug-sperejou, ha ma roan ar pare d’ar re glañv hirio ha warhoaz, ha d’an trede deiz e vo echu ganin.
33 « Hirio a-vad ha warhoaz, hag en deiz warlerh, e rañkan derhel gand va hent, rag ne hell ket eur profet beza lazet er-mêz euz Jeruzalem ».
34 « Jeruzalem ! Jeruzalem : Te hag a gas ar brofeted d’ar maro hag a laz a daoliou mein an dud kaset dit gand Doue, na péd kwech em-eus klasket boda da vugale, evel ma vod eur vamm-yar he neiziad dindan he diwaskell, ha n’eo ket bet fellet deoh !
35 Setu m’eo laosket ho Templ ganeoh, didud. Lavared a ran deoh : ne welot ket ken ahanon beteg an deiz ma vo lavaret ganeoh : « Ra vo benniget an hini a zeu en ano an Aotrou ! ».
1 O weled kement-se a dud o tond d’e heul, e savas Jezuz ouz tor ar menez ; azeza a reas, hag e tosteas e ziskibien outañ.
2 Neuze, e stagas da gelenn anezo en eur lavared :
3 « Eüruz ar re a zo paour a galon, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
4 « Eüruz ar re a zo leun a zouster, rag bez’ e vo an douar o lod.
5 « Eüruz ar re a ouel, rag frealzet e vezint.
6 « Eüruz ar re o-deus naon ha sehed euz ar justis, rag o gwalh a vo roet dezo.
7 « Euruz ar re a zo trugarezuz, rag d’o zro e kavint trugarez.
8 « Eüruz ar re a zo glan a galon rag gweled a rin Doue.
9 « Eüruz ar re a labour evid ar peoh, rag anvet e vezint bugale da Zoue.
10 « Eüruz ar re o-deus da houzañv abalamour d’ar justis, rag dezo eo Rouantèlèz Doue.
11 « Eüruz oh-c’hwi ma taol an dud dismegañs warnoh, ma reont brezel deoh, ma lavaront e gaou a bep seurt droug a-eneb deoh abalamour din-me.
12 « Bezit laouen ha tridit gand ar joa, rag digoll kaer ho-peus da gaoud en neñvou.
Lavared a ree Jezuz d’an dud :
37 « Ar re oll bet roet din gand va Zad, a zeuio beteg ennon ; hag an hini a zeu d’am haoud, ne vo ket taolet er-mêz ganin.
38 « Rag diskennet on euz an Neñv, evid ober, n’eo ket va bolontez, med bolontez an Hini on bet kaset gantañ.
39 « Ha bolontez an Hini on bet kaset gantañ eo : ne gollfen hini e-béd euz ar re e-neus roet din, med ma savfen anezo a varo da veo, d’an deiz diweza.
40 Rag bolontez va Zad eo : m’e-nefe ar vuhez peurbaduz ar re oll a wél ar Mab hag a gréd ennañ ; ha me a adsavo anezo a varo da veo d’an deiz diweza ».