Accueil  -  Eizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (B)

Eizved sizunvez warn-ugent war ar bloaz (B)

Euz an 13 d’an 19 a viz Here 2024

Eizved sul warn-ugent war ar bloaz (B)

Mk 10, 17-30

17 Pa oa Jezuz o vond en hent, e tiredas eun dén evid dond d’e gaoud, hag o penndaoulina dirazañ, e houlennas outañ :

— « Mestr mad, petra a rañkan ober evid kaoud ar vuhez peurbaduz da hêrez ? »

18 Lavared a reas dezañ :

— « Perag e lavarez ez on mad ? Dén e-béd n’eo mad, nemed Doue hepkén ! 19 Anaoud a rez ar gourhemennou : Ne lazi ket, ne ri ket avoultriez, ne laeri ket, ne lavari ket falz-testeni, ne ri gaou ouz dén ; da dad, da vamm a enori.

20 Respont a reas an dén dezañ :

— « Mestr, kement-se am-eus miret abaoe va yaouankiz ».

21 Para a reas Jezuz neuze, e zaoulagad warnañ, ha kared anezañ. Lavared a reas dezañ :

— « Eun dra hepkén a vañk dit c’hoaz : kee, gwerz da oll vadou, ro anezo d’ar re baour, hag ez-po eun teñzor en Neñv. Ha neuze, deus d’am heul ».

22 Med o kleved kement-se, e teuas e benn da veza teñval, hag ez eas kuit, glaharet e galon, rag braz e oa e beadra.

23 Neuze, o selled en-dro dezañ, e lavaras Jezuz d’e ziskibien :

— « Pegen diêz e vo d’ar re o-deus madou, mond tre e Rouantèlèz Doue ! »

24 Sebezet e chome an diskibien gand ar homzou-ze. Med lavared a reas Jezuz dezo :

— « Va zud vad, na pegen dïêz eo mond e Rouantèlèz Doue ! 25 Êsoh eo d’eur hañval tremen dre doull eun nadoz eged d’eun dén pinvidig mond e Rouantèlèz Doue ».

26 Mantret muioh-mui, e houlenne an diskibien an eil ouz egile :

— « Piou ’ta neuze a hell beza salvet ? »

27 O para e zellou warno, e lavaras Jezuz dezo :

— « Evid an dud ez eo dreist d’o galloud, med evid Doue n’eo ket : rag Doue n’eus netra ouspenn dezañ ».

28 Neuze e staga Pèr da lavared da Jezuz :

— « Ahanta ! Dilezet on-eus-ni pep tra, hag on-eus heuliet ahanout ».

29 Respont a reas Jezuz dezo :

— « E gwirionez e lavaran deoh : n’eus dén e-béd, kuiteet gantañ eun ti, breudeur, c’hoarezed, tad, mamm, bugale, pe barkeier, abalamour din ha d’ar Helou Mad, 30 ha ne resevo ket kant kwech muioh dija er béd-mañ : tiez, breudeur, c’hoarezed, mamm, bugale, parkeier, gand heskinou ouspenn, hag er béd da zond, ar vuhez peurbaduz ».

Lun

Lk 11, 29-32

29 O veza ma kreske an dud en-dro dezañ, e stagas Jezuz da lavared :

— « Eur rummad fall eo ar rummad-mañ : goulenn a ra eur zîn ; med sîn e-béd ne vo roet dezañ nemed sîn ar profed Jonaz.

30 « Rag evel ma oe Jonaz eur zîn evid tud Niniv, evel-se ive e vo Mab an Dén eur zîn evid ar rummad-mañ.

31 « Da zeiz ar varn, e savo rouanez ar Hreizteiz gand tud ar rummad-mañ, hag e kondaono anezo ; rag deuet eo euz ar penn pella euz ar béd da zelaou furnez Salomon. Ahanta ! Brasoh eged Salomon a zo amañ.

32 « Da zeiz ar varn, e savo tud Niniv gand ar rummad-mañ, hag e kondaonint anezo, rag troet o-deus o halon ouz Doue diwar prezegèrèz Jonaz. Ahanta ! brasoh eged Jonaz a zo amañ.

Meurz

Lk 11, 37-41

37 E keid ha ma oa Jezuz o komz, e teuas eur Farizian da bedi anezañ da vond da leina gantañ. Mond a reas Jezuz d’e di, ha ez eas ouz taol.

38 Souezet e oa ar Farizian o weled n’e-noa ket Jezuz en em walhet da genta, a-raog ar préd. 39 Lavared a reas an Aotrou dezañ :

— « Evel-just, kempenn a rit, c’hwi ar Farizianed, an diavêz euz ar werenn hag euz ar plad, med an diabarz ahanoh n’eus netra ennañ nemed laeroñsi ha fallagriez.

40 « Tud diskiant ! Daoust hag an hini e-neus greet an diavêz, n’e-neus ket greet ive an diabarz ?

41 « Roit kentoh en aluzenn kement a zo deoh, ha neuze e vo glan pep tra evidoh.

Merher

Lk 11, 42-46

Lavared a ree Jezuz d’ar Farizianed :

42 « Gwaz-a-ze deoh, Farizianed ! Rag paea a rit an deog diwar kement a zav el liorz, evel ar vent hag ar ruz, hag e laoskit a-gostez ar justiz ha karantez Doue. An dra-mañ a oa da ober hep lakaad a-gostez an dra-ze.

43 « Gwaz-a-ze deoh, Farizianed ! Rag plijoud a ra deoh kaoud ar plasou kenta er zinagogennou, ha beza saludet war ar plasennou.

44 « Gwaz-a-ze deoh ! Rag heñvel oh ouz ar beziou na weler ket, hag a vale an dud warno hep gouzoud dezo ».

45 Neuze, e lavaras unan euz an doktored war al Lezenn :

— « Mestr, o komz evel-se, warnom-ni ive e taolez dismegañs ».

46 Respont a reas Jezuz :

— « C’hwi ive, doktored war al Lezenn, gwaz-a-ze deoh ! Rag lakaad a rit sammou ponner war diskoaz an dud, ha c’hwi, ne douchit ket zokén hoh-unan ouz ar zammou-ze gand unan euz ho pizied ».

Yaou

Lk 11, 47-54

Lavared a ree Jezuz d’an doktored war al Lezenn :

47 « Gwaz-a-ze deoh ! Rag sevel a rit beziou ar brofeted, pa vezont bet avad, lazet gand ho tadou-koz.

48 Evel-se, e roit testeni e kavit mad an droug o-deus greet ho tadou-koz, peogwir o-deus int-i lazet ar brofeted, hag e savit-c’hwi beziou dezo.

49 « Setu perag ez eo bet lavaret gand Furnez Doue heh-unan : Kas a rin dezo profeted hag ebestel ; darn anezo a vo lazet ganto, darn all heskinet. 50 Dre-ze, e vo goulennet kont digand ar rummad-mañ euz gwad an oll brofeted a zo bet skuillet abaoe penn kenta ar béd, 51 azaleg gwad Abel beteg hini Zakariaz, bet lazet etre an aoter hag ar zantual. Ya, lavared a ran deoh : kont a vo goulennet digand ar rummad-mañ.

52 « Gwaz-a-ze deoh, Doktored war al Lezenn ! Rag skrapet eo bet ganeoh alhwez ar ouiziègèz ; c’hwi hoh-unan n’oh ket eet enni, hag ar re a glaske mond, ho-peus miret outo ».

53 Pa oa eet Jezuz er-mêz euz an ti, en em lakeas ar Skribed hag ar Farizianed da dregasi c’hwero anezañ, ha da ober goulennou ha goulennou outañ, 54 o stigna pechou dezañ evid paka anezañ en e gomzou.

Gwener 18 a viz Here
Sant Lukaz, avieler. Gouel

Lk 10, 1-9

1 E touez e ziskibien, e tibabas Jezuz daouzeg ha tri-ugent all, hag e kasas anezo, daou-ha-daou, en e-raog, da vond e kement kêr ha kement leh m’ e-noa e-unan da vond enno. 2 Lavared a reas dezo :

— « Braz eo an eost, med micherourien a zo nebeud anezo. Pedit eta mestr an eost, ma kaso micherourien da ober an eost.

3 « It en hent ; setu ma kasan ahanoh evel deñved e-touez bleizi. 4 Na gasit ganeoh na yalh, na sah, na sandalennou.

Arabad chom en hent da zaludi dén e-béd. 5 E kement ti ma ’z eot ennañ, lavarit da genta : « Peoh d’an ti-mañ ». 6 Ma ’z eus eno eun dén a beoh, e tiskenno ho peoh warnañ. Ma n’eus ket, e teuio deoh en-dro.

7 « Chomit er memez ti. Debrit hag evit euz ar péz a vo roet deoh, rag gounid a ra ar micherour e voneiz. Arabad deoh mond euz eun ti d’egile.

8 « E kement kêr ma ’z eot, hag ho-po enni digemer vad, debrit ar péz a vo kinniget deoh. 9 Roit ar pare d’ar re glañv a vo er gêr-ze, ha lavarit dezo : « Deuet eo beteg ennoh Rouantèlèz Doue ».

Sadorn

Lk 12, 8-12

En amzer-ze, e lavare Jezuz d’e ziskibien :

8 « Lavared a ran deoh : Piou bennag e-no anzavet ahanon dirag an dud, a vo anzavet ive gand Mab an Dén dirag Êlez Doue. 9 Med an néb e-no nahet ahanon dirag an dud, a vo nahet d’e dro dirag Êlez Doue.

10 « An néb a lavaro eur gomz a-eneb Mab an Dén, a vo pardonet dezañ ; med an hini a vlasfemo a-eneb ar Spered-Santel, ne vo ket pardonet dezañ.

11 « Pa vezot kaset dirag ar zinagogennou, ar gouarnourien hag an dud e karg, na vezit ket nehet evid gouzoud penaoz en em zifenn ha petra da lavared, 12 rag ar Spered-Santel a zesko deoh, d’ar poent-se, petra ho-po da lavared ».